Buhez ar Sent/1913/Alar

Eus Wikimammenn



ann naved devez a viz kerzu


SANT ALAR, ESKOP
————
(Gouel ar zant-ma a errue d'ann deiz kenta euz ar miz)


Alar a ioa ganet e Chalelak, diou leo dioc’h Limoj, a dud pinvidik hag a zoujans Doue. Ar re-ma ne espernjont netra evit he gelenn ervad, hag o veza m’en doa eunn dorn skanv hag eur spered ijinuz, e kaschont anezhan da zeski he vicher da di eunn orfebrer hag a ioa he hano Abbon. Ne oue ket pell eno na deuaz da veza ken habil hag he vestr pe habiloc’h zoken. Mes n’oa ket a foug ennhan gant ann dra-ze. Er c’hountrol eo : ato e veze humbl ha modest, ha setu perak oa karet gant ann holl.

Ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he aked d’he zeveriou a relijion. Ne vanke morse da offis na da zarmoun ebed da zul, ha pa gleve eur gomz bennag tennet divar ar Skritur Sakr, e lakea anezhi doun enn he spered evit gellout medita varnhi goudeze hag ober ar pez a verke d’ezhan.

Alar, o veza bet ezomm da vont da Baris, a reaz anaoudegez eno gant Bobon, tenzorier ar roue Kloter. Bobon a gomzaz anezhan d’ar roue evel euz a eunn orfebrer ha n’en doa ket he bar, ha Kloter her pedaz raktal da ober d’ezhan eur gador pe eun tron aour, gant mein euz ar re gaera ama hag ahont etouez ann aour. Ar Zant a stagaz d’al labour, hag e nebeut amzer e reaz diou gador pe zaou dron gant ann danvez en doa bet digant ar roue.

Kloter a oue souezet pa velaz peger fin oa al labour en doa great, mes souezetoc’h e oue c’hoaz o velet honestiz ar micherour. « — Ober diou gador gant danvez unan, biskoaz kement all ! » emezhan. Divar neuze Alar a renkaz mont da jom da balez ar roue ; mes kendelc’her a eure ato da labourat var he vicher, hag he vrasa plijadur oa ober archedouigou arc’hant pe aour da lakaat relegou ar Zent.

N’oa ket pell m'edo er palez pa reaz he zonj da ren eur vuez santeloc’h c’hoaz. P’oa erruet, e veze guisket brao, hag e touge avechou dillad seiz ha dillad alaouret zoken ; mes hiviziken ne zougaz mui nemed dillad groz ha dister. Kement tra a briz en devoa a roaz d’ar beorien, ha bemdez e vage eur maread euz ar re-ma. Ho zervicha a rea he-unan ouz taol, ha ne zebre nemed ar pez a jome euz ho dilerc’h. Ar beorien o deveze diganthan guin ha kig ; mes hen a rea ato vijil ha ne eve nemed dour ; aliez zoken e iune daou pe dri devez dioc’htu.

Goude maro ar roue Kloter, Dagobert, he vab, en devoue ive eunn istim vraz evit ar Zant. D’ar mare-ze, eur vandenn Vretouned a zaillaz var douar Frans enn eur ober skrab var gement tra a c’hellent da baka. Ann dra-ma a lakeaz Dagobert da egari, ha setu hen ha digas sant Alar da lavaret da zant Judikael, a ioa neuze roue e Breiz, e raje brezel d’ezhan ma ne raparje ket ar gaou o doa great he zujidi. Sant Alar ha sant Judikael n’o devoue ket a boan oc’h en em glevet. Roue Breiz a ziskleriaz dioc’h-tu e raparje ann drouk a ioa bet great var douar Frans, petra bennag n'oa ket kaoz d’ann drouk-se ; rak great oa bet heb gouzout dare d’ezhan. Mont a reaz he-unan da gaout Dagobert asamblez gant sant Alar, ha bennoz Doue d’ar zant-mar ne oue ket a vrezel etre ann daou roue.

Sant Alar a ioa leshanvet gant ann holl Manac'h ar palez, hag e guirionez he vuez a ioa henvel e peb hent oc’h hini eur manac’h. Epad ma laboure var he vicher, e veze ato eul levr digor dirazhan ; bemdez e tremene eur pennad mad a amzer o lenn ar Skritur sakr ; erfin, bemdez ive ha bemnoz e kane meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant he vevellien evel ma vez great er c’houenchou. N’e ket souez eta ma oue goulennet da eskop e kear Noion, goude maro ar roue Dagobert, petra bennag n’oa ket zoken den a iliz.

Alar a jomaz mantret pa glevaz ar c’helou-ze. Mes, kaer en devoue gouela hag hirvoudi, red e oue d’ezhan reseo ann Ursiou, ha goudeze e oue sakret eskop.

Hogen, epad ann naontek vloaz hanter ma c’houarnaz eskopti Noion, ne c’houfe den niveri nag ar baianed a c’hounezaz d’ar feiz, rak d’ann ampoent ez oa c’hoaz kalz paianed e kostez Noion, nag ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, nag ar beorien a vagaz dre he aluzennou. Mervel a eure e peoc’h ha leun a veritou d’ar c’henta a viz kerzu euz ar bloaz 659, oajet a zek vloaz ha tri-ugent, ha var he vez e c’hoarvezaz raktal eur maread miraklou.


SONJIT ERVAD

Ann orfebrer santel-ma a reaz diou gador pe zaou dron aour gant ann danvez a ioa roet d’ezhan evit ober unan. Nag a vicherourien a zo hirio hag a zalc'h gantho lod euz ann danvez a roer d'ezho evit ober eunn tamm labour bennag ! Nag a re all a laka enn ho godell lod euz ann arc’hant a roer d’ezho pa vezont karget da brena ann danvez ho-unan, hag a bren neuze danvez disteroc’h pe guelloc’h marc’had eged ann hini o doa urs da brena ! Nag a re all c’hoaz a laka danvez fall e plas danvez mad, hag a ra goulskoude paea al labour evel pa ve great gant danvez mad ! Taolit evez ouz kement-se, micherourien ; ann dra-ze a zo laerez, hag al laeroun ne d-aint ket d’ar baradoz.