◄ Ludjer | Yan Damascen | Yan Kapistran ► |
an, lezhanvet Damascen, eus hano e vro, pe Ghrysorroas (stêr aour) abalamour d’e ouiziegez, a c’hanas en Damas, a dud a relijion gristen hag a renk uhel.
E dad a oa konseilher ar roue. Eur manac’h italian, Kosm, kouezet etre daouarn ar Vuzulmaned, a skolaas anezan, ha dont a reas da dennan kement a dalvoudegez eus-e genteliou ma oe barrek, da varo e dad (730), da gemer e blas.
En amzer-ze, impalaer Konstantinopl, Leon an Isaurian, a lakas freuzan kement tôlen ha terri kement skeuden a oa en ilizou.
Yan, war c’houlenn ar pab Gregor III, a gomzas hag a skrivas eneb an tôliou digristen-ze hag a zifennas an enor dleet da dôlennou ha da skeudennou ar zent.
« Ar skeudennou hag an tôlennou, emezan, a zo d’ar re ne ouzont ket lenn ar pez m’eo al levriou d’ar re a oar lenn ; bezan int, evit ar gweled, ar pez m’eo ar c’homzou evit ar c’hleved. »
Leon, o vezan n’helle ket lakat e zorn war Yan, a glaskas eun doare-all d’e goll ; rei a reas da gredi da roue Damas e oa Yan ouz e werzan dre zindan.
Ar roue a reas raktal troc’han dorn deou e gonseilher ; mes en noz war-lerc’h, an ezel troc’het a oe staget a neve, hag ar vue a rede ennan, dre c’halloud ar Werc’hez.
Ar burzud-ze a ziskoueze skler awalc’h pegen dinam oa eus ar pez a oa tamallet d’ezan, ha chom a c’hellas adarre en lez ar roue.
Mes ne chomas ket pell. Ar c’hoant da ren eur vue studiusoc’h ha siouloc’h a reas d’ezan rei kabestr d’e holl sklavourien, gwerzan e holl vadou hag en em denn en manati Sant-Sabas, ter leo diouz Jeruzalem. Eno e vevas ken izelek hag an disteran eus e vreudeur.
Eur wech hepken ec’h eas eus e vanati da zifenn skeudennou ar zent.
Sevel a reas eleiz a levriou kaer, hag, en o zouez, " Eienen ar ouiziegez " a zo unan dispar.
En eun all, en deus dastumet ar pez a lavare ar gristenien goz diwar-benn an Itron-Varia, savet eus a varo da veo.
Bezan e oe, evit Iliz ar zav-heol, en eizvet kantved, ar pez ma oe sant Thomas evit Iliz ar c’huz-heol, en trizekvet kantved.
Mervel a reas e tro ar bla 754.
Ar gristenien goz, epad tri gantved kentan an Iliz, n’int ket bet troet da gaout en o ilizou tôlennou ha skeudennou eus a Zoue hag eus ar zent, evel ma ver breman.
Ha n’eo ket souez ; ar re a c’houlenne dont en Iliz, en amzer-ze, a deue pe eus a douez ar judevien, pe eus a douez ar baganed. Hogen, ar judevien ne oa urz ebet gant o lezen d’ober skeudennou eus a Zoue, hag ar baganed a gemere an idolou evit doueou.
Skeudennou en ilizou, en amzer gentan, a vije bet eta eun dra dizoare evit eun darn, hag eun dra danjerus evit eun darn-all eus ar gristenien neve.
Er pevare kantved ne oa ken memes tra : an Iliz, diazezet mat hiviziken, a oa galloudus ; ar skeudennou a deuas, tamm ha tamm, ar c’hiz aneze. Impalaered Konstantinopl a ’n em zavas en o eneb ; eskibien zoken, eleiz, a droas a-du gant an impalaered-ze.
Erfin, konsil Nise (787) a embannas e c’helled enori skeudennou Doue, an êle hag ar zent hag o lakat en ilizou.
An tôlennou hag ar skeudennou n’int ket eun dra red en eun iliz, hag abalamonr da ze, an Otrou Doue n’en deus gourc’hemennet netra diwar o fenn.
Mes eun dra vat int ; lakat a reont, epad ma vezer o pedi, ar spered da vezan muioc’h war evez, hag ar galon da vezan muioc’h birvidik : « Bezan int, evel ma lavar sant Yan Damascen, d’ar re ne ouzont ket lenn, ar pez m’eo ar levriou d’ar re a oar lenn ; bezan int, evit ar gweled, ar pez m’eo ar c’homzou evit ar c’hleved. »