Buhez ar Sent/1912/Yan-Vadezour

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Elflez Yan-Vadezour Sant Yan ar biz   ►


Pevare devez warn-ugent a Vezeven


Ginivelez an Otrou Sant Yan-Vadezour


E-touez bugale ar merc’hed,
Biskoaz n’ez eus bet kavet, — nikun,
A ve brasoc’h eget sant Yan,
Jezuz hen lavar e-unan.


En amzer ar roue Herodez, e oa en Bro-Israel eur beleg eus a rumm Abia, e hano Zakariaz, a veve en doujanz Doue gant e bried, eus gouenn Aaron, he hano Elisabeth.

Pell oant êt o-daou war an oad, ha kaer o devoa pedi, bugel ebet ne deue da laouennât o zi, ar pez o doanie meurbed an eil hag egile.

Eun devez, Zakarias a bignas da Jeruzalem gant ar veleien a oa o vont d’ober ar zun gantan d’an Templ. Pac’h ejod da dennan plouzen da welet petra vije labour pep-hini, e tigouezas gantan kaout an ezans da ginnig el lec’h santel.

Mont a reas en Templ ; ar bobl er-mêz, e keit ha ma rê e lid, a bede.

Hogen, êl an Otrou a ’n em ziskouezas d’ezan, en e zav en tu deou da ôter an ezans. Zakarias a oe strafuilhet ouz e welet hag ar spont a gouezas warnan.

Mes an êl a lavaras d’ezan :

— Na gemerez aon ebet, Zakarias, rak da beden a zo selaouet ha da bried Elisabeth a c’hano d’it eur mab hag e roï d’ezan an hano a Yan. El levenez e vezi hag en estlam, ha kalz a gemero laouenedigez en e c’hinivelez, rak bras e vezo dirak an Otrou ; ne evo na gwin na netra hag a c’hell mêvi. Leuniet a vezo eus ar Spered-Santel, adalek kof e Vamm ; distrei a raio kalz eus bugale Israël warzu an Otrou, o Doue ; e-unan e valeo dirak Doue gant spered ha galloud Elias, evit digas er mibien kalon an tadou, distrei an dud dife da furnez an dud just ha prepari d’an Otrou eur bobl direbech.

Zakarias a lavaras d’an êl :

— Penôs e welin an dra-ze ? Rak me a zo koz ha ma fried a zo êt war an oad.

An êl a lavaras d’ezan :

— Me eo Gabriel, a ’n em zalc’h dirak Doue, ha kaset on evit komz ouzit ha digas d’it ar c’helou mat-ze. Ha setu e vezi mut ha n’helli ket prezek, betek an de ma tigouezo an treo-ze, abalamour n’az peus ket kredet em c’homzou a deuio da wir en o amzer.

Ar bobl a c’hortoze Zakarias hag a oa souezet o welet e talee en Templ. Pa deuas er-mêz, n’helle ket lavaret eur ger, hag an holl a anavezas, dre eno, en devoa gwelet eun dra bennak en Templ. Hen a rê sinou d’eze, hag e chômas mut.

P’en devoa grêt e zun, e tistroas d’ar gêr, hag Elisabeth, e bried, a gonsevas eur bugel.

C’houec’h miz goude, ar Werc’hez Vari a gonsevas ive Mab Doue, dre c’halloud ar Spered-Santel, ha raktal ec’h eas a-dreuz ar meneiou da welet Elisabeth a oa he c’hinitervez. Hogen, ar c’hrouadur a zouge houman a dridas gant an dudi en he c’hreiz, pa lakas an Itron-Varia he zreid war dreujou he zi. War lavar an tadou santel, diwar neuze e ene a oe netaet diouz ar pec’hed orijinel ha karget eus a c’hrasou ar Spered-Glan.

Koulskoude, dont a reas evit Elisabeth an amzer da c’henel, hag e c’hanas eur mab. He amezeien hag he c’herent a glevas en devoa an Otrou diskouezet e drugare vras en he c’henver, hag e verkent d’ezi o levenez.

D’an eizvet devez, e teujont da lakat siell an emgleo war ar bugel hag e c’halvent anezan Zakarias, eus hano e dad. Mes e vamm a respontas : « Nan, hanvet a vezo Yan. »

Hag e lavarjont d’ezi : « N’eus den ebet en ho kerentiez hag a zougfe an hano-ze. » Hag e c’houlennent dre zin oûz e dad pe hano a felle d’ezan rei d’ar c’hrouadur. O vezan goulennet eun dôlen, e skrivas warni : « Yan eo e hano. » Hag an holl a oe souezet.

Kerkent e c’henou a zigoras, e deod en em gavas diliammet hag e vinnigas Doue. Aon a grogas en holl amezeien, hag an holl dreo-ze a oe brudet en holl meneiou ar Jude. Kement hini o c’hlevas a zalc’has aneze en e galon, en eur lavaret : « Petra gav d’ec’h e vezo ar bugel-ze ? » Evit gwir, dorn an Otrou a oa gantan.

Zakarias, e dad, a oe karget eus ar Spered-Santel hag a brofesias en eur lavaret :

« Benedictus Dommus Deus Israel... Ra vezo binniget an Otrou, Doue Israel, abalamour m’en deus gwelet ha dasprenet e bobl. Savet en deus evidomp eur Zalver galloudus en ti David, e zervijer.

» .....Evidout-te, bugel, te a vezo galvet profed an hini a zo dreist pep tra, rak te a gerzo dirak tâl an Otrou Doue, evit reizan e henchou ha rei d’e bobl skiant ar zilvidigez, evit m’en devo ar pardon eus e bec’hejou. »

Ar bugel a greske hag a grenvae herve ar Spered, hag e chome el lec’hiou distro, betek an de ma tlee en em ziskouez da bobl Israel.