Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Yan-Mari Vianney

Eus Wikimammenn
◄   Klara Yan-Mari Vianney Philomena   ►


Trizekvet devez a viz Eost


An den eürus Yan-Vari Vianney
Person Ars (1786-1859)


Yan-Vari Vianney
Yan-Vari Vianney


Yan-Vadezour-Mari Vianney a deuas er bed d’an 8 a viz eost 1786, en parouz Dardilly, eskopti Lyon. E dad hag e vamm, tud a zoujanz Doue, a oa labourerïen douar. N’oa c’hoaz nemet eur c’hrouadurig, ha dija Doue a verke peseurt labour a raje divezatoc’h en kenver an eneou. Epad ma veze o tiwall e zenved, e tastume en-dro d’ezan ar vugale-all, e rê d’eze mont war o daoulin dirak skeuden ar Werc’hez hag e teske d’eze lavaret ar Rozera. — Deut da vezan brasoc’h, e heuilhas e dad d’ar park ; mes en eur drei ar bommou douar, e spered hag e galon a chôme unanet gant Doue. Evit gwelloc’h diazezan ar zonjou mat en e spered, e lake dirakan, epad e labour, eur skeudennig eus ar Werc’hez. Ar gwel anezi a rê d’ezan labourat gant muioc’h a aked, hag e vreur henan a glemme dre n’halle ket, en despet d’e nerz brasoc’h, ober muioc’h eget Yan-Vari. Lavaret a rê e veze ar Werc’hez o sikour anezan.

An dud yaouank, e vignoned, a zouje d’ezan ; ha koulskoude e c’hourdrouze aneze gant dousder, pa zigoueze gantan klevet eur ger goloet bennak o tont eus o genou.

E garante evit ar beorien a oa dispar. Kement a gave war e hent o c’houlenn aluzen a zigase da di e dad hag e rê rei d’eze da zibri hag ober tân d’o zomman. Ma o c’have dizesk war ar c’hatekiz pe war o fedennou, n’o leze da vont kuit nemet goude m’o deveze desket, da nebeutan, ar Gredo.

Glanded e galon a bare war e zremm ; e zevosion d’ar Werc’hez a oa tomm-bero ; alïesan m’halle e tostae ouz an dôl zantel. An holl a lavare e vije beleg.

Kaset a oe eta da Ekully evit kemer kenteliou latin. Siouaz ! E spered a chôme prennet ; mil boan en devoa o teski. Ne gollas ket kalon evit-se. En em lakat a reas da bedi, da yun ; mont a reas da bardonan da ve Sant-Yan-Fransez Rejis, evit goulenn ar c’hras da c’hallout deski gwelloc’h, ha Doue a selaouas mouez e bedennou. Digemer a gavas er c’hloerdi bras ha, war bouez labourat kalz, e c’hallas tizout ar velegiach.

Person Ekully, e gelenner kentan, hen goulennas da gure. Roët a oe d’ezan. Eun dudi oe gwelet neuze person ha kure o kerzet gant tiz war hent ar baradoz ; ne ouient ket, nag an eil nag egile, pegouls o dije grêt pinijen awalc’h.

Goude tri bla tremenet en Ekully, Yan-Vari a oe hanvet da berson en Ars, parouzik vihan neve staget ouz eskopti Belley. Eun êl eus an nenv eo a zigoueze ganti. Ne oa ket re abred. Ar barouz a oa en eur stad glac’harus. Ar gwirioneziou brasan eus ar fe ne oant mui, kouls lavaret, anavezet ; ar zakramanchou a oa dilezet ; ar zul a oa ankouaet. An iliz parouz, dre ne veze mui nemet nebeut darempredet, a oa hudur. Mes an dansou a yee endro hag an hostaleriou a veze leun bepred.

Dirak eun hevelep labour, ar zant ne gollas ket kalon. Mont a reas da welet e barousianiz, an eil goude egile, ha lavaret a rê d’eze komzou ken entanet a garante Doue m’o lake da skuilh daerou, hag hen a ouele da gentan. — E iliz ne zaleas ket da vezan kempennet ha netaet. A nebeudou, dre e zousder ha dre e gelennadurez, e lakas an dud d’he darempredi a neve. Dre ma teue an dud d’an iliz, e tilezent an hostaleriou hag an dansou. Digas a reas ar c’hiz, evit ar re yaouank da gommunian alïes ; sevel a reas breurieziou evit an holl rummou ; sevel a reas eun ti-repu evit ar merc’hedigou paour ha dilezet. Evit o bevan, n’en devoa nemet providans Doue ; biskoaz ne vankas netra d’eze. Kentoc’h eget mankout d’e zervijer, Doue a bourvee dre virakl. — Eun devez, ne oa en ti nemet eun dornad bleud, peadra d’ober eur gouign. Petra vije bet eur gouign etre 80 krouadur ? An ôtrou person a c’hourc’hemennas lakat en gô an nebeudig a oa. An de war-lerc’h, pa deuas ar mare d’hen mêrat, an toaz a greskas, a greskas kement ha kement ma ne oa ket a fin da deuler dour. En berr amzer, al laouer-doaz a oe leun-chouk. Dek torz vara a ugent lur a oe grêt evel kustum. Ar memes tra a c’hoarvezas evit an ed er c’hrignol, ar gwin er c’hao, evit an arc’hant. Pep tra en em gave d’e boent. « Moumounnet omp gant an Otrou Doue », a lavare ar zant en eur zevel e zaoulagad leun a anaoudegez vat warzu an neuv.

Kredi a rê ar person santel e oa dever ar pastor mat paëan evit pec’hejou an denved fiziet ennan. Rak-se, e kreske e bedennou hag e binnijennou ; -- ne roë nemet diou pe der heur bep noz d’ar c’housked, ha c’hoaz war beseurt gwele : ar plench noaz ! Alïes e chôme daou ha tri devez hep kemer tamm, ha pa deue re zempl, eun nebeut avalou-douar, poazet pell a vije, hag eur banne dour a oa trawalc’h evitan ; ma vije digaset d’ezan eur pred boued gwelloc’h, pe eur pez dilhad, pe eun tamm arc’hant, raktal e vezent kaset d’ar beorien. Ne ouie ket pegoulz en dije kastizet awalc’h e gorf paour ; eur chaden houarn hag eur gouriz reun a zalc’he endro d’ezan ; daoust da ze, en em skourjeze ken kalet ma strinke ar gwad dindan an tôliou.

Eur vertuz ken dispar ne oa ket evit plijout d’an drouk-spered. Klask a reas heman hen lakat da goll kalon, en eur lavaret war e gont pep seurt gevier. O welet ne c’honeze netra evelse, e klaskas hen spontan en eur drouzal endro d’e gampr, en eur strapal an dorojou, en eur stlejan anezan war leuren e gampr, en eur lakat an tân en e wele. Ar zant, eun tammig spontet da gentan, ne zaleas ket da anaout ardou an aerouant, ha ne reas mui van. Gwaperez e genvreudeur beleien ne rejont ket muioc’h. Eun devez ma oa oc’h ober eur mision en eur barouz demdost da Ars, e rejont fent gantan epad koan ; ne rênt anezan nemet an hunvreer. Ar zant en em gavas eürus da vezan dismeganset. En kement-se e lavaras d’ar gwaperien : « Na vezet ket souezet ma klevet trouz en noz-man. » Hogen, en nozvez-ze, ar presbital a oe evel laket war an tu gin : ar mogeriou a grene, an dorojou a strape, ar gwer a skrije, an ti a-bez a strake evel pa vije bet warnez kouezan en e boull. An holl a oe war zav en eun tôl ; hag e teuas da zonj d’eze eus ar pez en devoa lavaret ar person santel. Hag i d’e gampr :

— Savet buhan, emeze, an ti ’zo o vont d’an traou.

— Bezet dinec’h, a respontas heman eo eur vousc’hoarzin, gouzout a ran petra eo : an diaoul adarre o c’hoari e bôtr. Et da gousket heb aon.

An drouz a baouezas. Eun heur goude, eun tôl kloc’h hen galve d’an iliz ; eno, eur pec’her bras a oa ouz hen gedal. Ar zant a ouie, pell a oa, e teue an diaoul d’ober ar brasan freuz pa deue eur pec’her bras da drei kein d’ezan.

Ar pez en devoa grêt en e barouz, ar zant a c’hoantaas hen ober er parouziou tro-war-dro. Rak-se, er blaveziou kentan, ne refuzas biskoaz rei an dorn evit ober misionou enne. Epad ar misionou, ne chenche netra eus e zoare-bevan. Ne veze gwelet nemet er gador-govez pe er gador-zarmon ; mes kaer en devoa ober ha lakat an noz da astenn an de, n’halle ket kovez e holl dud. O c’houzout pegement a vad a rê ar misionou-ze, e lakas sevel fondasionou, evit harz ouz an dispignou, ouspen en kant parouz.

Ar vrud eus e zantelez ne chomas ket er vro vihan-ze. An ôtrou Vianney ne zaleas ket da vezan anavezet dre ar bed holl, hag ugent vla arôk e varo, n’halle ken mont er-mêz eus e barouz, kement a dud a deue en pelerinaj evit hen gwelet. A bep tu e c’hoantaed anaout ar beleg a lenne en goueled ar c’halonou an treo kuzetan, a anaveze an amzer da zont, a sklerijenne kement hini a c’houlenne kuzul digantan, en devoa, en lez-varn ar binijen, eun dorn ken flour evit parean gouliou an dud hag eur skiant ken dispar evit o reizan war an hent mat. Lavaret o deus ar visionerien a veve gantan, n’eus bet kammed nebeutoc’h eget kant mil den er bla ouz e welet, epad an ugent vla divezan eus e vue. Dont a read niverus eus ar Frans, eus holl rouanteleziou an Europ, ha zoken eus broiou pellan an Amerik. An dud-ze a c’hoantae holl tremen dre e gador-govez ; alïes n’hallent ket ; neuze e c’hortozent anezan war ar blasen, pe en kichen dor an iliz, evit klevet eur ger gantan, ha pa ne vije ken. Etre seitek ha triouec’h heur bemde, hep diskuiz ebet, e roë d’al labour-ze. Red oa bet d’ezan, pell a oa, kemer eur gompagnunez misionerien evit e zikour en e labour. Ar miraklou a bep seurt a ziwane dre ma tremene ; mes ken izel oa a galon ma felle gantan e vije laket an holl miraklou-ze war gont e zantez karet, Philomena.

Erfin, ar zoudard kalonek-man da Jezuz a gouezas war an dachen. Pell a oa, ne veve nemet dre virakl. D’ar 4 a viz eost 1859, epad ma lavare ar beleg ar c’homzou-man eus pedennou an angoni : « Ra zeuio Ele Doue d’hen diarben ha d’hen kas da balez santel an Otrou Doue », e tremenas, d’an oad a drizek vla ha tri-ugent tri miz.

Pi X hen lakas war roll an dud eürus, ha ne zaleo ket, hep mar ebet, d’hen lakat war hini ar zent.

————


BOKED


Goude Doue, n’eus tra muioc’h red evit ar beleg ! Lezet eur barouz ugent vla hep beleg : dont a rei hag e vezo adoret enni al loened.

Person Ars.