homas, gloar iliz Spagn er XVIet kantved, a oe ganet er bla 1488, en Fuenlana, er C’hastilh. Lezhanvet e oe Villanova, abalamour ma oe savet en eur gêr vihan eus an hano-ze. Deski reas abred gant e dud bezan mat en kenver ar beorien.
Da bempzek vla, e oe kaset da skol-veur Alcala, neve savet c’hoaz neuze gant ar c’hardinal Ximenes. Ober a reas eno e studi gant enor, hag ac’hane ec’h eas d’ober skol da Salamank.
Evel an abostol sant Thomas, e klaskas ar wirione gant aked ; evel sant Thomas Akin, e prezegas ar wirione rik ; hag evel sant Thomas Kantorbery, e tifennas anezi gant nerz-kalon.
Da eiz vla warn-ugent, e wiskas saë menec’h sant Augustin, hag e oe eur skouer evit an holl dre e izelded, e zousder hag e c’hlanded a galon, ha dreist-oll, dre e drugare ; bemde e chome eur pennad mat da bedi, e spered savet warzu treo an nenv.
Ken santel ha ken desket oa, ma oe grêt d’ezan mont da brezek ; diniver eo an dud a ziframmas eus ar pec’hed hag a lakas war hent ar zilvidigez.
Galvet goude da ren e vreudeur en Salamank, en Burgos hag en Valladolid, e ouezas kaout an tu da skoulman ken brao, en e gomzou, an dousder hag an nerz, ma lakas pep tra da wellât endro d’ezan. Ne oa ket evit gouzanv al leziregez, ha gervel a rê an tech-ze brasan enebour ar zantelez.
Hanvet e oe da eskob en Grenad, mes ne fellas ket gantan, evit priz ebet, kemer ar garg-ze. Dek vla goude, e oe hanvet arc’heskob en Valanz. Neuze e sentas, abalamour ma c’hourdrouzed e eskummunugan ma n’hen graje ket. Ren a reas e eskopti epad tost da unnek vla, ha bezan e oe eur pastor eus ar re zantelan. Evitan da vezan eskob, ne chenchas netra, nag en e zilhad, nag en e vevanz a vanac’h ; kreski reas, avat, e aluzennou, ha pa varvas, ar gwele oa warnan ne oa mui d’ezan. Rei a reas e ene d’e Grouer, da ouel ar Werc’hez, en miz gwengolo, er bla 1555, o ren e seizvet bla ha tri-ugent. Doue a embannas santelez e zervijer dre ar miraklou a reas arôk ha goude e varo. Eur wech e c’hrignol a oa goullo ; ar c’hroueriad ed divezan a oa roët d’ar paour. En eun tôl, e oe kavet leun-chouk. Eur c’hrouadur maro o vezan bet douget war e ve, a gavas ar vue.
Alexandr VII, o klevet hano eus ar burzudou-ze hag eus a re-all c’hoaz, e lakas en renk ar zent, er bla 1658.