Buhez ar Sent/1912/Tarsisius

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Yan ar Groaz Tarsisius Leonard a Borz-Mauris   ►
Sant Tarsisius


Pempvet devez warn-ugent a viz Du


SANT TARSISIUS
Kloareg ha merzer (***-257)



Valerian, impalaer Rom (254-260, goude bezan bet tuet mat en kenver ar gristenien, a gasas eur gemennadurez en o eneb, er bla 257.

Neuze eo e varvas an avieler bras sant Laurans hag ar c’hloareg yaouank Tarsisius.

Heman a veze en kuz o kas an Otrou Doue d’ar re ne vezent ket evit dont d’an oferen. Eun devez ma oa o kerzet war hent Appius, en em gavas gantan eun toullad soudarded a renke bezan o tiwall dor katakomb Kallist. Koach a rê, gwellan m’halle, ar Zakramant meulet ra vezo, mes e gerzed skanv, e zaoulagad skedus hag e zioujod ru, kement e tride e galon gant ar garante, a ziskuilhas d’ar baganed e oa an Otrou Doue gantan.

Dioustu e sailhjont warnezan hag e c’hourc’hemennjont d’ezan rei d’eze ar pez a zouge. Tarsisius a nac’has a-grenn teurel e Zoue da chas kounnaret, hag o vezan kroaziet e zivrec’h war e galon, e tifennas gwellan m’hallas e densor. Ar zoudarded a glaskas dispakan daouarn an den yaouank, mes kaer o devoe, n’halljont ket hen ober ; neuze, a dôliou skourje hag a dôliou mein, e lazjont anezan war an hent. Pa o devoe grêt o zorfed, e klaskjont gwelet petra oa gant ar merzer ; mes kaer o devoe adarre trei ha distrei e zilhad. ne gavjont netra.

Unan a zaou a oa c’hoarvezet, pe Jezuz-Krist en devoa miret ouz daoulagad ar baganed da gouezan war an hosti santel, pe êt oa da vagan ha da gennerzi ar merzer yaouank evit ar stourmad kalet en devoa bet da c’houzanv. N’eus forz penôs, ne gavjont netra eus a zakramant an ôter ; sebezet o welet kemend-all, e kemerjont an tec’h hag e lezjont ar c’horf, beuzet en e wad, war an hent bras.

Ar gristenien a deuas da gerc’hat anezan ac’hane hag a zebelias anezan, gant enor ha lid bras, en bered Kallist.

Divezatoc’h, ar pab Damas a reas eur skrid war e ve, en gwerziou latin. Divezatoc’h c’hoaz, relegou Tarsisius a oe kaset eus a vered Kallist da iliz-veur Sant-Sixt ha Santez-Sesilia, ha diskennet en be ar pab sant Zephyrin ; erfin, en amzer ar pab Pôl I, e oent douget da iliz Sant-Silvestr in capite.

————


Ober a rêr hirie ive gouel santez Katel, patronez an Doktored, merzeriet en Alexandri en kantvejou kentan an Iliz.

————


KENTEL


Mir ar pez a zo fiziet ennout


Sant Tarsisius eo skouer ar c’hristen yaouank a vir hag a zifenn ar vue Doue a zo bet laket ennan da ze e vadeziant.

I. — Hon c’horf ne dalv netra nemet dre ar vue den a zo ennan. Kerkent ha mac’h a ar vue-ze anezan, e ve mall e guzan en douar, gant aon na rafe rukun d’unan bennak.

Hon ene, kennebeut, ne dalv netra nemet dre ar vue Doue a zo ennan. Ma n’en deus ket ar vue-ze, an Ele mat a dec’ho dioutan, ha Doue a zizroio diwarnan e zaoulagad binniget.

Lazan ar vue den, en eur c’horf, a zo spontus ; n’eo netra, koulskoude, e kichen lazan ar vue Doue en eun ene.

II. — Bue Doue eo brasan tensor a c’hall an den dougen war hent ar vue-man ; gwasan zo, e toug anezan en eur pod pri, bresk an danve anezan.

Bue ar c’horf a goller buhan ; eun toull er pennn, eur freg er galon a zo awalc’h eviti d’en em zilan er-mêz, ha nemet ha Doue a deurvezfe he lakat da zizrei, eur wech kollet, eo kollet da vat evit ar bed-man. N’eus hano nemet eus a dri den hag a vije laket gant Jezuz-Krist da zevel eus a varo da veo. Mes diniver eo an eneou en deus laket bue Doue da zizrei enne. Ha mat eo vefe an treo en doare-ze. Rak ma koller buhan bue ar c’horf, hini an ene a goller buhanoc’h c’hoaz. Eur c’hoant direiz, eur garante fall a zo awalc’h evit he lazan.

Bezomp eta war evez, ha sellomp mat pelec’h bale.

III. — N’eo ket awalc’h d’imp miret ar pez a zo bet fiziet ennomp : red eo d’imp ive hen lakat da greski. Ar vue a gresk en hon izili, dre ma labouromp gante, ha dre ma vagomp aneze.

Ar vue a gresko en hon ene bep ma rofomp tro d’ezi da greski, dre hon oberou mat, dre hon fedennou c’houek ha, dreist-oll, dre hon c’hommunionou santel.

Ma lakomp Doue da drei ac’hanomp ennan, o tostât ervat hag alïes ouz tôl ar Zakramant, e teufomp ha n’hallo netra bezan trec’h d’imp.