◄ Fransez Borjia | Tarakus | Wilfrid ► |
n dra-man a c’hoarvezas epad an dekvet brezel a reas impalaered Rom d’ar gristenien.
Tarakus, eur zoudard koz, ginidik eus a Glaudiopolis, Probus, eun den pinvidik eus a Zida, hag Andronikus, eun dijentil yaouank ginidik eus a Ephes, tri gristen mat, a oe chadennet en Pompeiopolis. Maximin, gouarner ar Silisi, a glaskas o lakat da nac’h o fe. Mes koll a reas e amzer ; ar gristenien a zalc’has start. Setu aman an drede loden eus o frosez.
Maximin a lavaras : « Galvet ar gristenien fallakr. »
An ofiser Demetrius a respontas : « Aman emaent, Otrou.»
Maximin a lavaras d’ar c’hosan aneze :
— Evit pellât diouzit tourmanchou neve, kinnig ezans d’an doueou.
— Lavaret am eus d’ec’h, eme Darakus, en Tarb da gentan, hag en Mopsuest goude, e oan kristen, ha kristen on bepred. Kredet ac’hanon, ar wirione a zo ganin.
— Paour kez a zo ac’hanout, re divezat e vezo d’it kaout keun p’am bezo grêt d’it mervel en kreiz an tourmanchou.
— Keun am bije pell zo, ma vije bet dleet d’in kaout. Galloud a teus war ma c’horf, gra outan ’vel a gari.
— Kroget ennan ha laket-han en kroug, ma torro e bennad sod.
— Ma vijen bet foll, e vijen deut da vezan ken fallakr ha te.
— Breman pac’h out en kroug, sent ; anez ze, az pezo an tourmanchou a veritez.
— Gra ’vel a gari.
— Kredi rez, marvat, e teuio, pa vi maro, eur goz wrac’h bennak da enori da gorf ha d’hen balzami gant louzeier c’houez vat, mes bez dinec’h, ne chomo ket eur begad eus da relegou.
— Gra d’in gouzanv ar pez a gari arôk ma maro, ha gra ouzin ’vel a gari, goude ma maro.
— Tommet laonennou houarn ha laket-e d’ezan war e beultrin.
— Hag e rafes kant gwech gwasoc’h, ne laki ket ac’hanon da zerviji da zoueou.
— Digaset eun ôten, ha troc’het e ziskouarn ; touzet e benn ha laket warnan glaou beo.
— Ma diskouarn zo diframmet, mes re ma c’halon a vir o nerz.
— Diskroc’hennet, gant an ôten, e benn milliget ha laket warnezan glaou beo.
— Hag e tiskroc’hennfes ma c’horf penn-da-benn, ne zilezin ket ma Doue, a ro d’in nerz da c’houzanv da venviou diaoulek.
— Laket an houarn ru dindan e ziou c’hazel.
— Ra zello Doue ouzit, ha ra varno ac’hanout hirie.
— Den milliget, pesort Doue a bedez-te ? Lavar !
— Eun Doue hag a zo ’n az kichen ha n’anavezez ket, hag a roio da bep-hini diouz m’en devo grêt.
— Kaset anezân d’ar prizon ha miret-han a-benn gourennadeg al loened, varc’hoaz.
Prosez Probus a zo henvel awalc’h ouz hini Tarakus, nemet e kavas Maximin eun doare neve d’e heskinat :
— Grêt d’ezan, emezan, evan gwin an idolou, ha laket en e c’henou eun tamm kig diwar an ôter.
— Otrou Jezuz, Mab an Doue beo, a youc’has Probus, sell ouz ar pez a rêr d’in ha bez ma barner.
— Poan ’teus bet, paour kez zo ac’hanout, ha koulskoude, teus tanvaet treo ar zakrifis. Petra ri breman ?
— Ne teus ket gonezet kalz a dra o lakat ac’hanon, dre heg, da gemer restajou da zakrifisou, rak Doue a oar ma mennoz.
— Sod zo ac’hanout, lavar e ri dre gaer ar pez teus grêt dre heg, hag e vezo torret d’it da chadennou.
— Nan.
Neuze Maximin a reas roudennan divesker ar merzer gant an houarn ru ha toullan e zaouarn gant tachou ; goude oe kaset d’ar prizon hag e oe digaset Andronikus. Heman, p’en em gavas, a oe stonket gant c’houez ponner ar c’hig rostet a oa el lez-varn.
Maximin a glaskas, da gentan, e c’honid dre gomzou flour, ha rei d’ezan da gredi o devoa an daou verzer-all nac’het o Doue.
Andronikus a respontas d’ezan ne oa nemet eur gaouiad. Neuze e oe grêt eun tântad tân paper endro d’ezan ha laket an houarn ru etre e vizied.
— Diskiant, enebour Doue, diskibl Satan, a lavaras an dijentil yaouank, ma c’horf a zo lôsket, mes arabad d’it kredi am efe aon ouzit. Doue a zo ennon, dre Jezuz-Krist, ha disprizout a ran ac’hanout.
— N’ouzout ket eta, eme Vaximin, e oa an den-ze a bedez eun torfetour hag a zo bet staget ouz ar groaz war urz ar gouarner Pilat ?
— Ro peuc’h, rak ne zere ket ouz eun den eveldout komz eus Hennez.
Maximin a grede bepred e c’hallje dont a benn eus Andronikus. Gourc’hemenn a reas lakat bara ha gwin ar sakrifis en e c’henou, evel da Brobus :
— Breman, da vihanan, emezan, teus tanvaet aneze.
— Ra vefet kastizet, c’houi hag ar re o deus roët galloud d’ec’h d’am labean gant ho sakrifisou.
— Penn fall ’zo ac’hanout ! Evelse eo e kredez milligan an impalaered, kemend-all a beuc’h evel o deus digaset er bed !
Komz eus a beuc’h a oa brao, pa oa poullet ar gwad kristen en holl lez-varniou ar rouantelez.
— O milliget am eus, eme ar merzer kalonek, hag o milligan a ran, an everien gwad-ze, o deus dismantret ar bed. Ra deuio dorn an Otrou Doue d’o c’hastizan, mac’h anavezfont an droug o deus grêt d’e zervijerien.
Maximin, êt er-mêz anezan e-unan, a reas terri dent ha troc’han teod Andronikus. An de war-lerc’h, gant Probus ha Tarakus, e oe stlapet d’al loened goue da zispenn. O eneou a nijas d’an nenv. Doue a wiskas d’eze saë al levenez hag a lakas war o fenn kurunen ar gened (304).
Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus, abalamour d’ar madou bras m’eo karget da zifenn, mes ar vicher-ze ive a zo eur vicher danjurus meurbed, ha meur a hini, siouaz, a weler o koll o-unan enni ar madou int karget da ziwal d’ar re-all.
Koll a reont a-wechou bue o c’horf, war dachen ar brezel, mes ar c’holl-ze a zo eun enor, hag ar c’hristen, pa gouez en emgann, a zastum eur gurunen.
Meur a hini, siouaz, a weler o koll, er c’hazern, madou o ene, hag an dra-man eo ar gwasan.
Kaer o deve, pôtred yaouank, eun tad hag eur vamm gristen bezan kemeret poan ganec’h d’ho sevel ha d’ho luskellat war o barlen en karante hag en doujanz Doue ; kaer o deve bezan tôlet evez warnoc’h, epad blaveziou kentan ho yaouankiz, ha bezan roët d’ec’h a bep seurt skoueriou mat, labouret ha poaniet o devo ganec’h, hep frouez ebet, epad ugent vla, ma ne labouret ket hoc’h-unan, d’ho tro, d’en em viret war hent ar furnez.
Ar zoudarded kristen, gwechall, a veze gwell gante mervel mil gwech kentoc’h eget nac’h o Doue eur wech, ha c’houi a ve gwelet, hiniennou ac’hanoc’h, ouz hen ober, gant aon rak eur mousc’hoarz.
Peseurt danve a zo eta oc’h ober ac’hanoc’h, kristenien ken bresk evel mac’h oc’h ?