◄ Yan er gôter eoul bervet | Stanislas | Jann d’Arc ► |
tanislas a c’hanas en Sezepanow, seiz leo diouz Krakovi, kêr-benn ar Pologn, d’ar 26 a viz gouere 1030. E dud a oa pinvidik bras hag a falvezas gante rei d’ezan eur gelennadurez diouz e renk. Kaset e oe d’ar skol da Gnesen ha da Bariz, kêriou bras an deskadurez en amzer-ze.
Da varo e dud, en em gavas mestr d’e beadra. Hen gwerzan hag hen rannan a reas etre ar beorien, evit bezan distag diouz pep tra hag êsoc’h a-ze d’ezan serviji an Otrou Doue.
Lampert Zula, eskob Krakovi, oc’h anaout e ouiziegez hag e zantelez, hen belegas hag hen hanvas chaloni en e iliz-veur.
Stanislas a oe er garg-ze skouer e genvreudeur. Kastizan rê e gorf dre ar binijen ; lenn a rê dalc’h-mat ar Skritur-Zantel ; aketus oa d’an ofis ; helavar oa da embann komzou Doue ; a bevar c’horn ar Pologn e teued da c’houlenn ali digantan.
Er bla 1072, da varo Lampert, e oe hanvet gant ar veleien ha gant ar bobl da gemer e blas. Ar Pologn a oa neuze en he fenn eur prins hag a lake brud fall war e lerc’h dre e oberou mezus, ha den ne grede gourdrouz anezan.
Stanislas a yeas d’e gaout hag a gomzas outan evel m’oa dleet.
— Ma ne zentet ket, eme an eskob kalonek, e vefet distaget diouz an Iliz !
Ar gourdrouz-ze a lakas Boleslas da vont en kounnar.
— Pa ne ouezer ket komz dereatoc’h evit ze d’eur roue, oar mat da vont da vesât al loened, mes ne oar ket mat da vont da eskob !
— Oh ! eme Stanislas, ken dinec’h ha tra, n’et ket da lakat kenver-ouz-kenver galloud an eskob ha galloud ar roue, rak ar c’hentan a zo d’an eil ar pez m’eo an heol d’al loar hag an aour d’ar plom !
Ar roue a oa trec’het ; klask a reas en em venji. Stanislas en devoa prenet eun tamm douar en Piotrawin digant eun den e hano Per. Paeet en devoa, dirak testou, nemet n’en devoa kuitans ebet. Per a oa maro ; ar roue a c’halvas e heritourien hag a alias aneze da vont en prosez ouz an eskob diwar-benn tachen Piotrawin.
Pac’h ejod dirak al lez-varn, testou an eskob a oa bet grêt kement warneze gant ar roue, ma ne gredjont ket digeri o genou. Stanislas a oa o vont da vezan kondaonet evel eul laer.
— Mat, eme an eskob, p’eman an treo evelse, gortozet eur pennad, hag a-benn tri devez aman, me zigaso dirakoc’h eun test ha n’efet ket en e eneb, p’eo gwir e vezo Per e-unan, daoust ma zo tri bla abaoue m’eman en douar.
D’an trede devez, Stanislas a deuas d’al lez-varn, hag evel m’en devoa lavaret, ne oa ket e-unan ; Per a oa gantan.
Ar roue a oe strafuilhet hag holl dud e lez gantan.
— Doue, eme Ber, war bedennou e zervijer Stanislas, am digas war an douar evit rei testeni d’ar wirione, dirak al lez-varn-man. Dirakoc’h holl ec’h anzavan am eus gwerzet ma zachen d’an eskob zo aman ha d’e iliz, hag on bet paeet herve m’oa dleet.
Stanislas a gasas Per endro d’e ve. Ar roue, trec’het adarre gant an eskob santel, a reas e laza eur pennad goude, epad ma oa ouz an ôter en iliz Sant-Mikêl.
Boleslas, eskummunuget gant ar pab Gregor VII, a varvas dilezet gant an holl. Innosant IV, er bla 1253, a lakas Stanislas war roll ar verzerien.
Trouz a zav alïes etouez an dud, dre ne ve ket a baper o rei testeni eus ar pez a ve bet etreze.
Rak-se, pa refet eur baeamant, goulennet paper, ha neuze, na pa deufer diou wech da c’houlenn arc’hant ouzoc’h, e c’hellfet bezan dienkrez.
Pa refet eur marc’had, grêt eur paper hag e welfet betek pelec’h ho peus gwir da vont. Pa refet eur prest, grêt paper, ha neuze ne zavo ket a drabas etrezoc’h hag an hini ho peus prestet d’ezan. Gouzout a ret ervat petra laver er :
Kenderv-gompez vi pa bresti,
Hag enebour, pa c’houlenni.
Mar doc’h divugel, grêt ho testamant ; ne varvfet ket kentoc’h, na divezatoc’h, ha war ho lerc’h e vezo nebeutoc’h a drouz. Grêt paper, ha paper sklêr, ha miret mat ho paperou ; laket aneze en eul lec’h ne vefet ket nec’het evit o c’haout.
Ma rafe an holl an dra-ze, hag an dra-ze a zo es d’ober, ne vefe ket, war bouez eun hanter, kement a brosezou etouez an dud evel ma ve. Mont a c’heller eneb ar ger, « ar ger a nij gant an avel» ; n’heller ket mont eneb ar skrid, « ar skrid a chom. »