◄ Tit | Skolastika | Itron-Varia Lourd ► |
antez Skolastika a oa c’hoar da zant Beneat. Ganet e oant er mêmes devez hag en em garet a rent evel m’en em gar alïes ar vugale gevel. Pa zavas he breur Urz Leaned Mene-Kasin, hi, e kichen, a zavas ive eun Urz Leanezed.
Skolastika ha Beneat, adalek neuze, n’en em welent nemet eur wech ar bla, en eun tiegez hag a oa hanter-hent etre an daou vanati, hag e komzent eno eus an doareou gwellan da gemer evit en em zantelât.
D’ar 6 a viz c’houevrer 543, Beneat a ziskennas eus e vene gant e venec’h a veze bepred ouz e heul. Skolastika, gant eun nebeut leanezed, a deuas eus he zu, hag ar breur hag ar c’hoar a ’n em welas, evel ma rent er blaveziou tremenet. En dro-man, koulskoude, elec’h komz eus an doareou gwellan d’en em zantelât, ne oe ken kôz gante nemet eus dudiou ar baradoz. Pa ve eur men, bet strinket en êr, o kouezan, seul ma tosta ouz an douar ha seul buhannoc’h e kouez ; evelse, Skolastika, seul tostoc’h ma kave ’ oa eviti an devez da vont daved Doue, ha seul-vuioc’h a c’hoant he devoa da glevet Beneat o komz anezan.
Pa deuas an abarde, ar re oa gante a reas d’eze kemer eun tammik pred, hag ar zantez a lavaras d’he breur :
— En han’ Doue, chom ganin en noz a zeu, ma c’hellfomp komz eus e c’hloar, ac’han da c’houlou-de.
— Petra c’houlennez aze ? eme Veneat, ken ter ha tra ; gouzout a rez awalc’h n’hallan ket tremen an noz er-mêz eus ma feniti !
An oabl a oa dizolo, tamm koumoul ebet ne nije drezan. Skolaslika, o klevet komzou he breur, a groazias he daou zorn war an dôl, a zoublas he fenn da bedi, an daerou en he daoulagad. Pa zavas diouz he feden, al luc’hed a lintre, ar c’hurun a strake hag an dour-bil a goueze kement, ma n’hallas na Beneat nag e venec’h lakat o fenn er-mêz.
— Doue r’ho pardono, Skolastika, eme he breur, daoust d’ar pez ho peus grêt !
— Pedet am eus ac’hanoc’h, emezi, ha n’eo ket bet mat d’ac’h selaou ma feden ; en em droet am eus warzu Jezuz-Krist hag an eus selaouet ac’hanon. Et d’ar gêr breman, mar gallet.
Ne oa ket bet falvezet gantan chom dre gaer, red e oe d’ezan chom dre heg. Sant Gregor a lavar d’imp e reas Doue kentoc’h diouz ar c’hoar evit diouz ar breur, abalamour ar c’hoar eo he devoa pedet gant muian a garante, ha dirak Doue, seul-vui ver karantezus ha seul-vui e ver galloudus.
An de war-lerc’h, ar barr-amzer fall a oa paouezet, hag en em dennjont pep-hini d’e gêr ; mes tri devez goude, Beneat a welas ene e c’hoar, dindan furm eur goulm, o sevel en barr an nenv.
En em deuler a reas d’an daoulin, da veuli Doue eus e drugare en kenver e c’hoar, hag o vezan roët da anaout he maro d’e venec’h, e tigemennas d’eze kerc’hât he c’horf hag e zebelian er be a oa toullet evitan. Hen e-unan ne vevas nemet daou-ugent devez goude, hag evelse, ar breur hag ar c’hoar, a oa bet epad o bue o sperejou unanet ken-koulz en Doue, ne oe ket dispartiet o c’horfou, kennebeut, gant ar maro.
Doue an eus krouet an den evit karet, ha n’eus netra ken talvoudek d’an den evel bezan karet. Etrezek hon zad hag hon mamm eo e tigor ar c’hentan bleuniou karante a ziwan en hon c’halon, hag ar garante-ze a zank ken dôn he griziou, ma n’hallo biken netra dont a benn d’he diframman.
An tad hag ar vamm a gavomp soublet war hon c’havel eo o deve merkou kentan hon zeneredigez. Ma’n eus Doue roët d’imp breudeur ha c’hoarezed, an eil plas a zo d’eze en hon c’halon. An natur hen goulenn, ha Doue hen goulenn ive, rak ma ’n eus gourc’hemennet d’imp karet an dud holl, zoken, hon enebourien, n’eus ket gourc’hemennet d’imp o c’haret kement ha kement ; hag hen e-unan, epad ar blaveziou a dremenas war an douar, e oa darn, evel e Vamm, an Itron-Varia, sant Yan ha santez Mari-Madalen, hag a oa tostoc’h d’e galon evit darn-all.
Ar breudeur hag ar c’hoarezed ne dlefe bezan netra goest, da lakat yenien da badout etreze. Ha koulskoude, siouaz, n’eo ket evelse-e c’hoarvez ! Alïes, an tad hag ar vamm o deve ar rann-galon, arôk diskenn er be, da welet o bugale o koll o danve, o amzer hag o zilvidigez en breujou, a dremenfe buhan awalc’h alïes, panevet m’en em gav tud-all d’en em veskan er pez na zell ket oute, hag elec’h lazan an tan, ne reont, dre o c’homzou, nemet e c’houezan gwasoc’h-gwaz.
Tud evelse zo milliget gant Doue, rak piou a dle en em glevet war an douar-man, ma n’eo ket ar re a zo liammou ar gwad o skoulman aneze an eil ouz egile ?