Buhez ar Sent/1912/Simeon bugel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Jozef Oriol Simeon Gouel ar C’helou mat   ►


Pevare devez warn-ugent a viz Meurz


SANT SIMEON
Ar bugel merzer (1472-1475)


Sant Simeon


Simeon a c’hanas en kêr Trant, en Itali, d’ar 26 a viz du 1472. E dad Andre hag e vamm Mari a oa paour ha kristen. Er bla 1475, Judevien Trant o vean c’hoantaet kaout eur bugel da lazan gant goueliou Pask, unan aneze, Tobias, a oe karget d’ober al laeraden. Kouezan a reas war ar paour-kez Simeon, a oa koant evel eun êl, d’ezan hepken nao miz warn-ugent nemet-tri devez, ha diwar dreujou ti e dud, e sammas anezan hag e kasas anezan didrous da di eun den hanvet Samuel, elec’h m’oa bodet holl Judevien kêr.

Kalonou ar bleidi goue-ze a dridas, o welet an oan dic’halloud a oa etre o daouarn. D’ar Yaou-Gamblid, diouz an noz, eur pôtr koz, e hano Moyzez, a gasas ar c’hrouadur d’an ti-bidi. Eno e oe diwisket, ha gant aon na vije klevet e griadennou, e stardas d’ezan e c’houg, ha, goude bezan grêt warnan lidou hudur, e troc’has e zioujod.

Pep-hini eus ar re oa eno a gemeras eun tamm eus ar c’hig beo-ze da zibri, hag eur banne eus ar gwad fresk-ze da evan. Pa o devoe bet an holl pep-hini e walc’h, Moyzez lakas ar bugel en e zav, hag hen dija hanter-varo,

hag o vezan laket e zivrec’h en kroaz, e lavaras kemer nadoziou da doullan d’ezan e izili, kement ha ken gwaz ma ne vije nemet eur gouli eus ar c’hrouadurig paour, adalek ar penn betek an treid.

Ar verzerenti-ze a badas eun heur, hag evit miret da vezan teneraet o c’halonou gant klemmou ar merzer bihan, ar Judevien a youc’he : « Lazomp heman evel Jezuz, Doue ar gristenien, ha ra vezo en doare-ze diskaret hon enebourien ! »

Erfin, ar paourkez bugel a zavas e zaoulagad etrezek an nenv, evel evit e gemer da dest eus ar poaniou garo a oa grêt d’ezan gouzanv, hag o vezan o diskennet etrezek au douar, e soublas e benn hag e tremenas, da ze Gwener ar Groaz, d’ar 24 a viz meurz eus ar bla 1475.

Goude an torfed, ar c’horf a oe kuzet dindan ar barrikennou, en eur c’hao ; mes ar vugale, o welet kerent Simeon nec’het gantan, a lavaras d’eze mont d’e glask da di ar Judevien. Ar re-man neuze, gant aon da vezan tapet, a stlapas ar c’horf en eur waz a rede en harz o zi-bidi, hag evit ne vije ket tôlet ar brall warne, ec’h ejont da lavaret d’ar barner e kave d’eze e oa eur c’horf-maro en dour, demdost d’o zi.

Mes kaer o devoe dispakan o ijin da guzan o zôl, e oe anavezet ha kastizet o fallagriez, evel m’oa dleet.

Eskob ha beleien Trant a reas dougen relegou Simeon da iliz Sant-Per, hag eleiz a vurzudou a c’hoarvezas war ve ar bugelig-ze en devoa meulet Doue, nan dre e gomzou, mes dre e boaniou.

Ar pab Beneat XIV a skriv ne dleer ket lakat, etouez ar zent, ar vugale a varv goude o badeziant, arôk ma vezont deut da gaout skiant, ha kement-se n’eo ket abalamour n’int ket santel, mes abalamour n’o deus grêt netra o-unan, evit kaout ar zantelez.

Bugaligou zo, koulskoude, ha, goude ne vefent ket badezet, a laker war roll ar zent ; ar vugale a zo bet lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist, evel an Innosanted santel ha sant Simeon, enoret evel merzerien.

————


KENTEL


Jezuz hag ar vugale


Eun devez, Jezuz a rê hent gant e Ebestel, hag o welet e oa nebeut a emgleo etreze, e chomas a-zav hag e c’houlennas oute :

— Petra a lak tabut evelse etrezoc’h ?

— O klask gouzout omp, emeze, piou a vezo da gentan en rouantelez an nenv.

— Evit bezan da gentan, eme Jezuz-Krist, eo red en em lakat an divezan ha bezan servijer an hôll.

Hag evit lakat e gelennadurez da vont dônoc’h en o sperejou, e reas d’eur bugel bihan dont d’e gaout, e vriataas anezan gant teneredigez hag ouz e ziskouez d’e Ebestel, e lavaras : « En gwirione, m’hen asur d’ac’h, ma ne deuet ket da vezan henvel ouz ar vugale, ne lakfet ket ho treid en rouantelez an nenv. An neb piou bennak eta a ’n em izella, evel ar bugel-man, hennez a vezo an uhellan en rouantelez an nenv, hag an neb a zigemero eur bugel evel heman, em hano, am digemero.

» An neb a roio skouer fall da unan eus ar vugaligou-ze hag a gred ennon, gwell a vefe e vefe staget eur men-milin ouz e c’houg hag e vefe stlapet er mor [1] ».

Lazan bue ar c’horf en eur c’hrouadur, daoust m’eo unan eus ar pec’hejou gwasan, n’eo netra en kichen lazan bue an ene. Doue a vezo didrue ha ne baouezo da c’houlenn, digant an den a gomz fall hag an den a skouer fall, an eneou o devo lazet. Greomp eur zell war hon bue dremenet, ha diwallomp da jachan malloz Doue warnomp.



  1. Aviel sant Mark, IXet pennad