Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Roza Viterb

Eus Wikimammenn
◄   Fiakr Roza Viterb Laurans Justinian   ►


Pevare devez a viz Gwengolo


Santez Roza Viterb
1240-1252



Frederik II (1194-1250), mab-bihan an impalaer Frederik Baro-Rouz, a gollas e dad da dri bla, e vamm da bevar, hag a oe savet gant Innosant III, a oa neuze war Gador sant Per. Da c’houec’h vla warn-ugent, kurunen impalaered an Alamagn a oe laket war e dâl, gant ar pab Honorius III. Siouaz, an enor, an danve ha skanvadurez ar yaouankiz a reas d’ezan koll e benn, ha dont a reas da vezan, epad hanter-kant vla, spont an Europ ha rann-galon an Iliz. Ar pab Innosant IV hag an daou-c’hant hanter-kant eskob bodet endro d’ezan, en konsil-meur Lyon, er bla 1245, a renkas teurel an eskummunugen warnezan ha difenn ouz e zujidi senti ken outan. Ar gentel-ze, elec’h e wellât, nemet e lakat da vont falloc’h ne reas ken ; trei a reas a-du gant holl enebourien an Iliz ha lakat a reas an dispac’h da ziroll en Itali.

Hogen, en Viterb, kêr vihan war leveou sant Per, e veve en amzer-ze eur verc’hig, he hano Roza, digaset gant Doue evit frealzi ha difenn e vikel war an douar. Ne oa c’hoaz nemet eur bugel pa wiskas saë sant Fransez, ha raktal en em lakas da brezek d’he c’henvroïz. Hi ha ne oa bet biskoaz er skol, a oa awalc’h d’ezi sellet ouz he c’hroaz evit komz en eun doare ken helavar ma chôme mantret an dud gouiziekan, ouz he c’hlevet : anat oa d’an holl e komze ar Spered-Santel e-unan dre he genou. Distrei a reas eleiz a bec’herien ouz Doue, hag ober a reas, d’ar re eus he c’henvroïz a oa troet gant kostezen an impalaer, anzao o fazi. Diskuilhet e oe d’an hini a oa deut da c’houarn Viterb en hano Frederik, ha grêt e oe raktal d’ezi ha d’he zud kemer an tec’h. Roza a yeas neuze da Zoriano. Eno e prezegas adarre, hag embann a reas, zoken, e varvje hepdale an hini a rê brezel d’an Iliz. Ar pez a lavare a deuas da wir, rak an impalaer eskummunuget a varvas en Apuli, en deveziou war-lerc’h (1250), absolvet, war a greder, en e dremenvan, gant eskob Palerm.

Pa glevas Viterbiz oa maro Frederik, e kasjont e c’houarner da vale diwar o zro, ha Roza hag he zud a c’hellas dizrei d’ar gêr. Ar zantez a oe digemeret gant he c’henvroïz evel eur rouanez. Goulenn a reas digor en manati Santez-Mari-ar-Roz, mes ne oe ket grêt a zigemer d’ezi, ha prest goude e varve en ti he zud, d’ar 6 a viz meurz 1252. Er blavez war-lerc’h, ar pab Alexandr IV a deuas da Viterb hag a reas dougen he relegou da vanati Santez-Mari-ar-Roz, hag en doare-ze, an noriou serret outi epad he bue a oe digoret d’ezi goude he maro. Kalixt III a lakas hano Roza war roll ar zent, er bla 1458. He c’horf, daoust d’ar c’hantvejou tremenet warnan, a chom bepred en e bez. An ôtrou kardinal Morlot, arc’heskob Pariz (1857-1862), en deus finvet he fenn, he divrec’h, he daouarn hag he zreid en he arched, hag a lavar e tle bezan breman c’hoaz korf ar werc’hez yaouank evel ma oa raktal goude he maro, nemet eo yenaet.

————


BOKED


Me, eme Hon Zalver Jezuz-Krist d’e ziskibien, a roio d’ec’h komzou ken fur ma n’hallo ket hoc’h holl enebourien herzel oute na dislavaret aneze. N’eo ket c’houi eo a gomzo, mes ar Spered-Santel.

Aviel Sant Mark XIII. 11.