Buhez ar Sent/1912/Rok

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Arzel Rok Hyasent   ►


SANT ROK


Ober a rêr hirie ive gouel sant Rok. Ginidik oa eus a Vontpellier. O veza êt da bardonan da Rom, e tigouezas gantan tremen dre vroiou taget gant ar vosen, hag e kemeras digare ac’hane da ziskouez e garante en kenver e nesan, o chom da bleal ouz an dud klanv.

Herve lavarer, e stagas ive ar c’hlenved ennan, hag o vezan ma tec’he an holl dioutan, en em dennas en eur c’hoat, elec’h ma c’houzanvas poaniou skrijus ; eur c’hi a zigase bara d’ezan d’e brejou.

An Otrou Doue hen pareas, en eun doare burzudus, hag e c’hellas distrei d’e vro, elec’h ma tremenas ar rest eus e vue en oberou a drugare. Mervel a reas en Montpellier, war-dro hanter ar XIVet kantved.

D’ar c’houezekvet konsil-meur (1414), a vodas en Konstans, deiou a veze, ouspen 100.000 den, e krogas ar vosen en kêr. En em erbedi a rejod ouz sant Rok ; e skeuden a oe douget en prosesion, hag ar c’hlenved a gouezas raktal. Adalek neuze, an devosion da zant Rok a oe brudet dre an Iliz a-bez.