Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Robert Arbrissel

Eus Wikimammenn
◄   Mathias Robert Arbrissel Mac’harit a Gorton   ►


Pempvet devez warn-ugent a viz C’houevrer


An den eürus Robert Arbrissel
Prezeger Brezel ar Groaz en Breiz
Diazezour Urz Fontevrault (1047-1117)
Robert Arbrissel
Robert Arbrissel


Robert, eur Breizad hag a reas enor d’e hano, a c’hanas en Arbrissel, seiz leo diouz Roazon, er bla 1047. E dad hag e vamm hen savas en karante ar Werc’hez hag en doujanz Doue.

Ober a reas e studi en Breiz, da gentan, hag en skol-veur Pariz, goude-ze, ha dont a reas da vezan beleg ha doktor. Sylvestr de la Guerche, a oa neuze eskob en Roazon, o klevet ar vrud vat anezan, a fellas d’ezan e gaout en e lez, evit e zikour da gas e eskopti en dro.

Ar beleg yaouank a lakas e holl galon d’ober evit ar gwellan al labour a oa fiziet ennan. Da varo e ôtrou, pevar bla goude, ar re o devoa bet da glemm dioutan a ’n em zavas en e eneb. Robert, elec’h derc’hel penn d’eze, a yeas da Angers, da ren skoliou-meur ar gêr-ze, en plas Marbod hanvet da eskob en Roazon. Eun nebeut blaveziou goude-ze, en em dennas en koat Kraon, en kreiz etre an Anjou ha Breiz.

Eno e renas eur vue eus ar re strisan, ha daoust da ze, eleiz a dud a deuas da vevan dindannan, da zeski gantan an doare d’en em zantelât.

Hogen, er bla 1076, Jeruzalem a oa kouezet dindan galloud ar Vahometaned. Gant se, kristenien an Douar-Santel a oa mantrus o doare, ha re ar c’huz-heol, evurus o vont da bardonan d’ar vro ma ’n evoa bevet ha ma oa marvet enni Hon Zalver, n’hellent mui ober o zro, hep bezan gwasket en tu pe du. Ar pab Urban II, goude bezan klevet hano eus ar reuziou a skoe pe a venne skei e vugale, a c’halvas ar bed kristen da gemer an armou enep diskibien Mahomet.

An embann bras a oe grêt en Klermont, er bla 1095, dirak eur bobl diniver, en em gavet eno eus pevar c’horn ar Frans.

« Soudarded Doue, eme Urban, kemeret ho klezeier, ha skoet didrue enebourien Jeruzalem ! Doue hen goulenn ! Diex lo volt ! » [1]

Kerkent, eus kalonou an holl, ar youc’haden skiltrus, « Diex lo volt ! » a darzaz hag a lakas da dregerni hekleoiou ar meneziou tro-war-dro.

Adhemar de Monteil, eskob ar Puy, a reas le da vont d’ar brezel, hag an darn vrasan eus ar re a oa eno a reas eveltan.

Urban a c’hourc’hemennas d’ar re a dlee mont dindan an armou, stagan eur groaz mezer ru war o skoa. Abalamour da ze, int bet lezhanvet « Kroazourien » [2] hag o brezeliou, « brezeliou ar Groaz » [3].

Evit kreski niver ar vrezellourien, ar pab a gargas Per an Ermit da brezek, en e hano, en Frans, ha Robert Arbrissel, en Breiz ha war-dro.

Komzou an daou gannad a zougas frouez. Duk Breiz, Alan Fergan, Herve, mab Gwyomarc’h, kont Leon, Konan Penthevr, mab Jaffre, eleiz a dudchentil-all hag eur mor a Vretoned, war o lerc’h, a yeas d’ar brezel. Pemp bla a lakjont d’ober o zro ; a-unan gant ar Zôzon, ar C’hallaoued hag an Italianed, e tiframmjont be Hon Zalver Jezuz-Krist eus a zindan galloud ar Vahometaned. Pemp kant mil bennak aneze a varvas. Ar re aneze a c’hellas dizrei, a zigasas gante tammou eus ar wir groaz, a oe digemeret en Breiz gant lidou kaer. Robert Arbrissel a gemere peurz er goueliou-ze.

Er bla 1099, e savas eun Urz neve a venec’h hag a leanezed, en Fontevrault, en Anjou ; an Urz-ze a oe brudet bras hag a zo c’hoaz en e zav, en hon amzer. En miz c’houevrer 1117, e kouezas gwall-glanv en Orsan. Leode-garius, arc’heskob Bourges, eur mignon d’ezan, a zigasas d’ezan e Zoue hag a roas d’ezan an nouen.

En noz war-lerc’h, e c’houlennas relegou ar wir groaz. Nerz awalc’h a gavas da zaoulinan dirake. Neuze e lavaras e Gredo hag e c’houlennas pardon ouz Doue eus holl bec’hejou e vue, ha, dreist-oll, emezan, da vezan chomet heb ober impli vat awalc’h gant donezonou Doue.

Roët e oe d’ezan eun absolven divezan, ha prest goude e tremenas, d’ar 25 a viz gouere 1117.

————


KENTEL


Ar vad a reas brezeliou ar Groaz


Hon zud koz, an dir war o zâl, ar groaz war o c’halon, ar c’hleze en o dorn, a gerze da ziframman ar vro vinniget a vevas enni Hon Zalver, eus adre daouarn bugale Mahomet.

Kristenien an Douar-Santel, ar Vahometaned a rê gwall reuz warne. Ar bardonerien a veze o pedi war be Hon Zalver a veze lazet an hanter aneze. Eus ar zav-heol, ar baganed-ze a oa o zonj en em ledan war ar c’huz-heol, ha d’o heul, eur mor a grizder hag a hudurnez a dlee dont da veuzi ar broiou kristen.

Brezeliou ar Groaz a viras ouz an darvoud skrijus-ze da c’hoarvezout. Ar gêr zantel a gouezas etre daouarn ar Groazourien, da genver Gwener ar Groaz 1099. Godefroid de Bouillon a oe hanvet da roue en Jeruzalem, mes ne fellas ket d’ezan dougen eur gurunen aour, elec’h ma tougas Mab Doue eur gurunen spern.

Eleiz a varvas en hent, mes evel a lavar ar re goz :


Pa varver evel ma ’z eo dleet,
Morse ne varver re abred.

Ar rouantelez-ze, siouas, a gouezas adarre, nebeut blaveziou goude, dindan kraban an Durked. Ar gristenien n’en em glevent ket ; kement-se a gollas aneze.

Daoust da ze, koulskoude, brezeliou ar Groaz a reas vad, rak diskibien Mahomet, ma devoa trec’het ar gristenien, a oa dinerzet, hag abaoue, n’o deus grêt nemet mont e traou a nebeudou. Digeri rejont sperejou an dud ; lakat a rejont ar c’hommers etre ar zav-heol hag ar c’huz-heol da vont gwelloc’h endro ; deski a rejont d’an Europeaned labourat gwelloc’h ar mezer, ar gwer, ar metal, ar paper, ar vein. Digas a rejont hadou eus ar zav-heol ; ar c’hiz eus ar milinou-avel. En amzer-ze eo e oe savet an ilizou kaeran a weler c’hoaz en o zav. Ar c’hiz da gaout hanoiou-familh a deuas neuze ive ; rak ar re a oa bet er brezel a c’hoantae rei o hanoiou d’o bugale, hag ar re-man, diouz o zu, a oa lorc’h enne ouz o dougen.

En amzer-man, evel en drizekvet kantved, ar pez a goll ar gristenien eo ar breujou, a zav etreze diwar bep tra ha diwar netra. Ma karfe ar gristenien en em glevet evit ar vad, evel m’en em glev o enebourien evit an droug, netra na harzfe oute !

  1. Diex lo volt : gallek koz, breman e vije lavaret Dieu le veut.
  2. Les croisés.
  3. Les croisades.