Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Raymond Pennafort

Eus Wikimammenn
◄   Sirill Raymond Pennafort Jourdan ar Sax   ►


Pevarzekvet devez a viz C’houevrer


Sant Raymond Pennafort
Trede Jeneral Urz sant Dominik (1175-1275)



Raymond a oa ginidik eus ar C’hatalogn hag a deuas er bed en kastel Pennafort, demdost da Varselon. E dud a oa pinvidik hag a ouen rouaned Aragon. Yaouankik-flamm ’ oa c’hoaz hag e weled ennan dija merkou anat eus e zantelez da zont. Da ugent vla, oa barrekan skolaer a oa en Barselon. Da dregont vla, ar c’hoant d’ober studiou brasoc’h a reas d’ezan mont da Vologn, da zeski lezennou an Iliz ha lezennou ar vro. En nebeut amzer, al lore a zoktor a gurune e benn, ma oe grêt d’ezan azezan en kador ar c’helenner kentan war lezennou an Iliz.

Eskob Barselon a oa êt ar vrud eus Raymond betek ennan. En eur zont eus a Rom, e reas eun tammik tro evit mont d’e welet, ha dre forz derc’hel warnezan, e teuas a benn d’e lakat da zizrei d’e vro. Hanvan a reas anezan neuze chaloni eus e iliz-veur, ha prest goude e reas anezan e vikel-vras.

Eur skouer a oe evit an holl, kenkouls evit ar veleien hag evit ar bobl. Poanial a reas kalz da lakat an devosion en kenver Mamm Doue da greski etouez an dud.

Da bemp bla ha daou-ugent, ar c’hoant da ren eur vue santeloc’h c’hoaz a reas d’ezan goulenn digemer etouez bugale sant Dominik, an evoa bet tro da anaout epad ma oa o kelenn en Bologn. Lakat a reas neuze e vertuziou da sklerijenni muioc’h c’hoaz evit pa oa er bed, ha dreist-oll, e garante en kenver an dud reuzeudik. Rei a reas skoazel da Ber Nolask, a veze gantan o kovez, da diazezan Urz Itron-Varia Drugare, savet evit diframman ar gristenien gez eus adre daouarn ar Vorianed. Hen eo a zavas ar reolen hag a c’houlennas ouz ar pab Gregor IX ôtre eviti ; hen e-unan a wiskas ar zaë-vanac’h da Ber, kentan jeneral an Urz neve (1223).

Ar pab Gregor IX, o vezan deut da glevet hano anezan, a falvezas gantan e gaout en e lez. Epad an amzer a dremenas en Rom, e testumas lizerou ha kemennadureziou ar pabed, gourc’hemennou ar c’honsilou, hag e renkas aneze gant aked en eul levr a bemp loden, talvoudek bras da gement hini a fell d’ezan anaout lezennou an lliz.

O vezan kouezet klanv, ar vedesined a c’hourc’hemennas d’ezan chench êr, hag e tizroas da Varselon. Eno, ne zaleas ket da vezan adarre ken barrek ha biskoaz da vont endro. Da varo Jourdan ar Sax, eil jeneral Urz sant Dominik, e oe hanvet da gemer e garg (1238). A-benn daou vla, e roas e zilez, abalamour d’ezan d’en em rei da gelenn ar Vorianed, evit o gonid d’ar le. En gwirione, ne gollas nag e amzer nag e boan, rak er bla 1256, e c’halle skrivan d’e jeneral e oa deut a benn da vadezi dek mil eus ar baganed-ze.

Ar c’hoant da zantelât e nesan ne rê ket da Raymond ankouât e tlee en em zantelât e-unan, da gentan. Abalamour da ze, seul-vui oa mat en kenver ar re-all, ha seul-vui oa kalet en e genver e-unan. War ar zun, ne gemere nemet eur pred bemde, hag en noz e skourjeze e gorf betek ar gwad. Ne bigne gwech ebet ouz an ôter, hep bezan kovesaet, arôk, betek ar re zisteran eus e vankou.

Lavaret a re alïes : « An deiou ma n’am eus ket gallet oferennan, a zo bet evidon deiou a ganv hag a c’hlac’har. »

Biskoaz den ne welas anat warnan e vije droug ennan. Biskoaz, kennebeut, ne c’houzanve an teodou fall en e gichen.

Hag arru mat e oa gant an holl.

Jemz kentan, roue Aragon, a zibabas anezan da vezan e govezour. Etreze o daou e savas tabut eun devez. Et e oant da enezen Balear ; ar zant a deuas da welet an evoa ar roue eur plac’h re ouz e heul ; pedi a reas anezan da bellât dioutan an danjer. Jemz a lavaras ya, ha ne reas netra. Raymond, pa welas kement-se, a lakas en e benn tec’hel e-kuz, hag e tiskennas en porz-mor Majork, da glask eul lestr da vont da Varselon. Mes ne gavas hini, rak ar roue an evoa difennet mat tremen anezan.

« Roue marvel an douar a zifenn mont war vor, eme Raymond ; gwelomp ha roue divarvel an nenv a zo a-du gantan.» Hag hen hag astenn e vantel war an dour, kregi en eur c’horn anezi, hag e stagan ouz e vaz, evel eur oual ouz eur wern, ha dao en hent !

C’houec’h heur goude e oa en Barselon, grêt gantan ter leo ha hanter-kant en e vag a c’hiz neve.

Eur bern tud a oe test eus ar burzud-ze, a reas da eleiz a bec’herien dizrei ouz Doue, ha da Jemz, dreist-oll, tec’hel diouz ar pec’hed ha diouz ar pez fall hen douge da bec’hi. Raymond a varvas en e naontekvet blavez ha pevar-ugent, de ouel ar Rouaned, 1275.

————


KENTEL


An lliz he deus gwir d’ober lezennou


An lliz a zo eur sosiete savet evit kas dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Ar sosiete-ze n’hallfe ket padout, anez ma zo unan en he fenn an eus galloud d’ober lezennou evit digemer ar re a deu ebarz, hag evit teuler, ouz red, hiniennou er-mêz.

Rouanteleziou an douar o deus o lezennourien, o lezennou hag o lez-varniou ; an lliz he deus he lezennourien, he lezennou hag he lez-varniou. Galloud he deus war gement a zell, a-bell pe a-dost, ouz ar relijion.

Ar gwir-ze a zo bet roët d’ezi gant Doue, pa ’n eus Jezuz-Krist roët d’e ebestel e c’halloud war an holl dud, an holl broiou hag an holl amzeriou. Ni, kristenien, a dle senti ouz lezennou an lliz a zo santel bepred, elec’h lezennou ar vro, a-wechou, a zo eur pec’hed bras senti oute ; a zo êz da heuih, rak an lliz a zo eur vamm vat ha na laka ket war diskoa he bugale eur zamm a vefe dreist o galloud.

Ma ne zentomp ket ouz an lliz, ouz piou her grafomp ? An lliz eo Doue war an douar ; ne gastiz ket ar re a zizent outi, mes Doue hen greio, abred pe zivezat, er bed-man pe er bed-all.