Buhez ar Sent/1912/Philip Neri

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Gregor VII Philip Neri Jul   ►


C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Mae


SANT PHILIP NERI
Diazezour Urz an Oratorianed (1515-1595)



Philip a c’hanas en Floranz, d’an 21 a viz gouere 1515, hag a oe badezet de arôk gouel Mari-Madalen.

E dad hag e vamm, tud a beadra, a oa ive tud a relijion, ar pez a zo gwelloc’h c’hoaz. O daoulagad a veze bepred o paran war o mab evit e bellât diouz an droug hag e dostât ouz ar vad.

En e yaouankiz, ec’h eas da Rom d’ober e studi. Adalek neuze, ’n em roas holl da Jezuz-Krist. Betek daou ha tri devez e chôme a-wechou hep tamm ; alïes e rê tro ar seiz iliz [1], hag eleiz a dud a veze ouz e heul ; meur a

nozvez a dremenas en katakombou Sant-Kalist ; mont a rê da welet ar re glanv ; rannan rê aluzennou gant ar beorien ; klask a rê lojeiz d’an dremenidi ; hadan rê komzou Doue dre mac’h ee. Sant Ignas, o welet pegen troët oa war an oberou a drugare, a gavas abeg ennan abalamour ma n’ee ket da veleg, hag a lavare e oa henvel ouz ar c’hloc’h a c’halv ar bobl d’an iliz hag a chom e-unan er-mêz ; evit senti ouz e govezour, e resevas ar velegiach da c’houec’h vla ha tregont, hag en doare-ze, e kavas c’hoaz muioc’h a dro d’ober vad.

Karet a rê prezek, ha bemde hen gre, kouls lavaret ; en em zerc’hel a rê ive en lez-varn ar binijen, hag eun niver divent a vugale a c’hanas enni d’Hon Zalver Jezuz-Krist.

Ober a rê studiadegou gant eun nebeut tud yaouank, da gentan en e gampr ; pa deuas houman da vezan re vihan, en eul lec’h-all brasoc’h, hag a oe grêt eun orator ennan. Bemde ’n em vodent ; bep gwech, meur a hini a gomze ; unan, diwar-benn poënt pe boënt eus ar relijion ; eun all, diwar-benn istor an Iliz ; eun trede, war vue eur zant ; kanet vije ive kanaouennou neve, savet toniou d’eze gant ar muziker bras Palestrina.

Da glozan ar studiadeg, Philip a lavare eur gomz santel bennak hag eun tammik peden.

Goude eun nebeut blaveziou, ar studiadegou-ze a oe grêt en iliz Vallisella, hag ar veleien a ’n em garge aneze a yeas da vevan asamblez gant Philip : Urz an Oratorianed a oa diazezet. Gregor XIII a ôtreas anezan dre e lizer Copiosus, en miz gouere 1575.

Ne oa le ebet d’ober evit dont en Urz neve-ze, ha pep-hini a oa libr da vont er-mêz anezan pa gare ; ne c’houlenned nemet eun dra, senti ouz ar reolen keit ha ma vijer ebarz.

Pep-hini, d’e dro, a rê al labouriou disteran, evel skubat an ti, gwalc’hi al listri, ober ar gegin. An Oratorianed a glaske daou dra : en em zantelât o-unan, en eur ober evit ar gwellan o deveriou a veleien, ha santelât o nesan, gwazed ha tud yaouank, dreist-oll, en eur glask hag en eur gemer an tu gwellan da zont a benn d’o gonid da Jezuz-Krist.

Sant Philip oa mignon ar vugale hag ar bôtred yaouank. Laouenedigez e dâl ha madelez e gomzou o devoa eun nerz dispar da jachan aneze etrezek ennan.

Da brosez e ganonizasion, ar c’hardinal Crescenzio a douas e teue alïes, zoken a greiz e bedennou, e-touez ar
vugale hag an dud yaouank a c’hortoze anezan, hag e rê o dudi gant ar c’homzou fentus hag ar c’hoariou neve a zispake dirake.

« Ma bugale, a lavare d’eze alïes, bezet laouen ; eun dra hepken a c’houlennan ouzoc’h, m’en em virfet diouz ar pec’hed. »

Pa wele unan bennak tenval e benn, ec’h ee d’e gaout ha gant eur gomz pe ziou e lake al levenez da dizrei adarre en e galon.

Eun dijentil a c’houlenne outan, eun de, penôs e c’halle padout en kreiz ar c’han hag ar youc’h a veze gant e bôtred. Ar zant a respontas : « Gant ne bec’hfont ket, n’en em glemmin ket, na pa faoutfent skilhou war ma c’hein ! »

Da varlarje, e lake aneze da c’hoari peziou-teatr kentelius ha plijadurus, abalamour d’o fellât diouz an ebatou danjerus.

Bugale ha pôtred yaouank a oa deut hag a gare anezan evel eun tad, hag o dije aon d’ober displijadur d’ezan. Deut e oant da gemer gantan ar c’hiz vat da govez ha da gommunian alïes, da garet ha da viret ar c’hlanded ha da dec’hel diouz al leziregez.

Santelez Philip a oa ken bras mac’h anaveze an dud c’hlan diouz o c’houez vat hag an dud hudur diouz ar flêr a zante o tout dioute.

Anaout a rê an amzer da zont. Gwelet a oe, ouspen eur wech, en daou lec’h dishenvel ; pareet en deus eleiz a dud klanv, ha lakat a reas eun den, Pol Fabricius, da zevel eus a varo da veo. Sperejou an nenv hag ar Werc’hez Vari he-unan a ’n em ziskoueze d’ezan ; gwelet a reas eneou eleiz o pignal d’ar baradoz en kreiz eur sklerijen gaer.

Mervel a reas d’ar 25 a viz mae 1595, da genver gouel ar Zakramant, oajet a bevar-ugent vla.

Laket a oe war roll ar zent gant ar pab Gregor XV, er bla 1622.

————


KENTEL


Ar beleg hag ar yaouankiz


« Ar veleien, eme Jezuz-Krist, en e brezegen war ar Mene, eo holen an douar. »

Eur skeuden gaer eo hounnez, impliet gant Hon Zalver evit sankan eur wirione vras en sperejou an dud.

An holen a vlaz, a vir hag a yac’ha an treo ; setu ive petra ra ar veleien. Blazan reont ar vue ; heb-e, ar poaniou a vije diêsoc’h da zougen ; breman ne c’houzanvomp ket nemeur a dra, heb-e, e c’houzanvjemp nebeutoc’h c’hoaz.

Miret a reont ouz an dud da drei da fall ; dre o labouriou, dre o c’homzou, dre o skoueriou, dre o zakramanchou, e lakont breinadurez ar pec’hed da bellàt. Yac’hât a reont pep tra ; rei a reont d’an den yec’hed e ene, ha dreze ive, yec’hed e gorf, rak an darn vrasan eus klenvejou ar c’horf a zo ar vammen aneze en gouliou an ene. Ar veleien eo holen an douar.

An holen ne ra vad ebet, nemet mesket a vefe gant ar pez m’eo laket da viret. Ar veleien ive, penôs e refont d’an dud ar vad en deus c’hoant Jezuz-Krist a rafent, nemet mesket a vefent gante ?

Hogen, hirie ne glasker nemet eun dra, dispartian a-grenn ar beleg diouz ar bobl ; hag an douflez a zo toullet etreze, eman ar gaou bemde o tonnât hag o ledanàt anezi. Ha koulskoude, ar beleg eo holen an douar.

Eur medesin bras, goude bezan tôlet evez, epad ugent vla, war ar pez a dremene endro d’ezan, a lavare kement-man :

« War 342 familh am eus gwelet dizurz enne, 320 n’eent na war-dro beleg na war-dro Iliz.

» War 417 den yaouank hag o deus tôlet, dre o dizurziou, an dismegans war o familh, n’am eus kavet nemet 12 hag o dije hentet ar veleien.

» War 25 krouadur digar en kenver o zud, 24 ne darempredent ket ar veleien ! »

Komz Jezuz-Krist a zo re wir : « Ar veleien eo holen an douar. »

Rak-se, tadou ha mammou, ma zo en ho parouz patronachou katolik, ho pugale n’hallont nemet kaout gonidegez en pep doare, evit o c’horf, o spered hag o ene, o tarempredi aneze.



  1. Ilizou Sant-Per, Sant-Pol, Sant-Sebastian, Sant-Yan-Latran, ar Groaz-Santel, Sant-Lauranz ha Santez-Mari-Veur oa seiz iliz vrasan Rom. Eun dro a beder pe bemp leo eo mont d’eze o seiz.