Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Per Klaver

Eus Wikimammenn
◄   Itron-Varia ar Folgoat Per Klaver Nikolas Tolentino   ►


Navet devez a viz Gwengolo


SANT PER KLAVER
Eus Kompagnunez Jezuz
Abostol an dud du (1581-1654)



Per Klaver, eur spagnol, a oa ganet en Verdun, er C’hatalogn, er bla 1581. D’e vla warn-ugent, ec’h eas da Darragon, da rei e hano da vont en Kompagnunez Jezuz. Daou vla goude, ec’h eas da enez Balear evit derc’hel gant e studi. Eno e kavas Alphons Rodriguez, a oa bet roët da anaout d’ezan meur a dra eus amzer da zont an den yaouank, hag a lakas da ziwan en e ene ar c’hoant da vont da brezek ar fe d’an Amerik : « Ma breur ker, a lavare d’ezan, n’on ket evit rei d’ec’h da c’hôut pegen doaniet on o welet nag a boblou a zo c’hoaz ha n’anavezont ket ar gwir Doue, hag ar boblou-ze a ya da goll, abalamour ma n’eus den ebet o lakat ar sklerijen da vont betek enne. Gwelet a rêr eleiz a labourerien didalve el lec’h ma zo nebeut a eost, pa ’z int ken distank el lec’h ma zo kalz da eosti. Ar c’hoant dastum aour, a ra da gement a dud treuzi ar moriou pell, a zo eta trec’h d’ar c’hoant gonid eneou da Jezuz-Krist ! O ma breur ker, ma ho peus c’hoant da greski gloar Doue, êt d’an Amerik da zeski da eleiz a eneou a ’n em goll er vro-ze, lakat da dalvezout ar gwad en deus skuilhet hon Zalver evite. »

Kenteliou Alphons a dôlas frouez en kalon Per, hag en miz ebrel 1610, ar misioner yaouank a gemere al lestr da vont d’an Amerik-Izelan. En Santa-Fe, e peurachuas e studi hag en Karthajen e oe beleget. Karthajen a oa eur porz-mor, hag a veze diskennet ennan bagadou tud du, a veze ar Spagnoled o laerez en Afrik, hag a werzent goude, evel sklavourien, da bennou-tiegez an Amerik.

Per Klaver a ’n em roas d’ober vad da gorfou ha da eneou an dud kez-ze, ha n’hallo den lavaret pegement a basianted hag a garante a ziskouezas en o c’henver, epad daou-ugent vla. Dal ma kleve e veze eul lestrad dioute o tont da Garthajen, e rede d’ar porz, e vriatae aneze gant kement a deneredigez ha ma ra eun tad e vugale, hag e roë dilhad d’ar re a oa en noaz, bevanz hag evach d’ar re o devoa naon ha sec’hed, louzeier d’ar re a oa klanv.

Heuilh a rê e barousianiz dre mac’h eent. Kelenn a rê aneze war gwirioneziou ar fe, ha rei a rê d’eze ar vadeziant. D’ar zul, oa eun dudi e welet o vont d’o c’hlask a-gle hag a-zeou, hag oc’h ober d’eze dont d’an iliz, elec’h ma veze lavaret eun oferen evite ha grêt d’eze eur brezegen.

Epad ar c’hoaraïz, e chome en lez-varn ar binijen, adalek peder heur diouz ar mintin betek kreiste, da govez ar bôtred. Da ziv heur e tizroe hag e chome betek noz, ha neuze e oa tro ar merc’hed.

A-wechou an dud wenn a dostae ive ouz e gador-govez ; n’o deveze ket o zro, ken na veze tremenet an holl dud du.

Pa veze o vont dre ar ruiou, e lavare d’ar re a wele krommet gant ar blaveziou, ha ne vezent ket bet o kovez pell a veze : « Ma mignon, an ti a zo koz hag a zo prest da gouezan en e boull ; bezet war evez gant aon da vezan tapet dindan ; grêt eur govezion vat, epad m’ho peus amzer hag êzamant ! »

D’ar bec’herien a gave war e hent e lavare : « Doue a oar an niver eus ho pec’hejou ; ar c’hentan ma kouezfet ennan a vezo marteze an divezan. »

— Penôs ec’h a ar bed gant ho sklavourez ? a c’houlenne eun devez digant eun itron.

— Brao, ma zad, a lavaras d’ezan ar Spagnolez.

— N’eus forz, leveret d’ezi mont da govez, rak ember e varvo.

An itron a zentas, ha mat a reas, rak er parde-ze, eur maro trumm a gase he sklavourez d’ar be.

Per Klaver a roas ar yec’hed da n’ouzer ket ped klanvour ; ar gweled da n’ouzer ket ped den dall, hag ar vue da dri den maro.

Ne ankouae ket e barousianiz goude o zremenvan ; kinnig a rê da Zoue oferennou, pedennou ha yuniou evit delivranz o eneou.

Mervel a reas d’an 8 a viz gwengolo 1654.

Leon XII, d’an 8 a viz genver 1838, a lakas e hano war roll ar zent, hag a roas anezan da batron da visionou an dud du.

————


BOKED


Ar basianted hon laka da vezan bras dirak Doue hag hon mir en e c’hras.

Netra ne ra anaout gwell an dud vat diouz an dud fall ha dife, eget ar basianted.

Sant Syprian.