er-Mari-Loeiz Chanel a oa ganet en Cuet, eskopti Belley, an 12 a viz gouere 1803. Mab oa da C’hlaoda ha da Vari-Anna Sibellas, daou gristen eus ar gwellan.
E vamm, evel eleiz eus ar vugale savet en blaveziou an dispac’h, ne ouie na lenn na skrivan, mes anaout ha heuilh mat a rê he relijion, ha lakat a rê doujanz Doue da ren en he zi. An dud a veze ganti o serviji oa arabad d’eze lavaret eur gomz treuz, ha chom hep mont d’an ofisou d’ar zul ; ar re aneze ne blegent ket d’ezi war an daou boënt-se, n’o dije nemet mont elec’h-all.
Perig ne ouie ket c’hoaz lavaret eur ger, ha dija oa desket d’ezan gant e vamm ober sin ar groaz ; dre ma kreske en oad, e tesked d’ezan e bedennou hag e gredennou. Pa oe bras awalc’h, ec’h eas d’ar zul d’an iliz, gant e gerent ; bemde e karje bezan gallet mont d’an oferen, mes re bell e oa diouz ar bourk ; evit en em zigoll, e kemere plijadur o tesrevel er ger al lidou en dije gwelet ober en iliz.
Henvel oa ouz eun êl, hag an holl e gare. Da seiz vla, e vicher pemdeziek oa mont da vesâ al loened : « Red e vije d’in neuze, e lavaro divezatoc’h, sevel abred. Ma mamm, devot ha mat evel ma oa, a c’houlenne diganin bepred, arôk mac’h een eus ar ger, ha lavaret am ije ma fater. Hag e poken d’ezi evel evit kaout he bennoz. Lakat a rê ouz ma brec’h eur baner vihan, a veze enni ma lein. Gourc’hemen a rê d’in bezan fur, hag ec’h en laouen en hent, gant ma c’hi bras, a zikoure ac’hanon da ziwall ma loened. Evit e zigoll eus e boan, pa deue heur ar pred, e kave e lod em faner. »
Perig a zave ôteriou bihan hag a-wechou, zoken, e prezege da vugale e oad. Epad an hanv, e tigase gantan bemde eur vriad bokedou, da lakat en harz skeuden ar Werc’hez e taouline diraki, mintin ha noz, da lavaret e bedennou.
Da unnek vla, person Kras, an ôtrou Trompier, a gavas anezan eun devez war an hent, hag o welet e zoare chentil ha speredek, en em ginnigas d’e gerent evit rei kenteliou d’ezan. Per-Mari a yeas neuze da chom da di an ôtrou Trompier, hag en em roas a galon d’ar studi. Evit diskuizan diouz e labour pemdeziek, e lenne lizeriou Breuriez ar fe, hag an dra-ze a lakas da ziwan en e galon ar c’hoant da vont da visioner.
Da bempzek vla, e teuas eun devez da fallgaloni war e levriou, ha hep levaret ger d’e vadoberour, e kemeras hent ar ger.
Pa oa o vont er-mêz eus porz ar presbital, e kavas war e hent eur wreg vat hag a c’houlennas digantan :
— Da belec’h out o vont, Perig ?
— O vont kuit.
Bet out o c’houlenn kuzul digant ar Werc’hez ?
Ar pôtr yaouank a blegas e benn hep lavaret ger.
— Kred ac’hano, Perig, kerz d’an iliz, da gentan, da bedi ar Werc’hez.
Per-Mari a zentas. Prest goude e teue er-mêz, laouen evel ar Spered-Santel, hag o terc’hel e levriou war e benn e lavare : « Ma ! emezan, chom a rin. » Ha chom a reas.
Da c’houezek vla, eus skol an ôtrou Trompier, Per-Mari Chanel a yeas da gloerdi bihan Meximieux ; ac’hane, da gloerdi bras Brou, elec’h ma oe beleget, ar 15 a viz gouere 1827.
Nao bla goude, e vriataas e vamm, ha hep lavaret d’ezi da belec’h e oa o vont, e kemeras hent an Oseani en Havr-neve, ar 24 a viz kerdu 1836. Dek miz ha seitek devez goude, e tiskenne en enezen Futuna, gant ar breur Mari-Nizier. Ar roue Niuluki a roas digemer d’eze.
Kentan reas an Tad Chanel a oe gwestlan e enezen d’ar Werc’hez. Eur millier bennak a dud a c’halle bezan en Futuna, ha rannet oant en diou rouantelez, dalc’h-mat en brezel an eil ouz eben. Eur vro eo hag e ve krenan douar enni alïes. Herve ar gouezidi, unan eus o doueou a zo kousket dindan an enezen, ha pa ve o trei hag o tizrei en e wele, e kren an douar gantan. Ouspen-ze, Futunaïz a grede e teu o doueou da vevan dindan furm tud a zo ; hag ar roue Niuluki a oa eun Doue evite. Prezek Jezuz-Krist a oa eta, hep mar ebet, diskar e c’halloud. Da gentan, koulskoude, heman ne reas van ebet. Eleiz a oe gonezet da Jezuz-Krist hag en o fenn Meitala, mab henan ar roue. Niuluki neuze, o kredi e oa o vont da vezan didronet, e teuas aon d’ezan hag a gasas pevar den da lazan an Tad Chanel en e di. Terri rejont e benn d’ezan a dôliou baz hag a dôliou bouc’hal, an 23 a viz ebrel 1841. Gwad ar verzerien eo had ar gristenien : hirie Futuna a zo deut da vezan eur barouz kristen eus ar re wellan.
Doue eo an hini a sklerijenn pep den o tont er bed-man : Doue eo ive an hini a laouenna pep den, hag evit laouennât an dud, en deus laket ter vammen a eürusted da darzan en o zouez : ar gêr, ar beleg, al labour.
I — Ar gêr ! na pebez c’houek ! Eno eman an tad ; eno eman ar vamm ; eno eman ar re hon c’haras ; eno eman ar re a garomp.
Eürusted eur c’hrouadur a dle bezan er gêr. Ar gwennilied a lavarer a ya d’an diskar-amzer d’ar broiou tomm, ha pa zizroont er vro-man, ec’h eont adarre d’o c’hêr goz.
Tud yaouank hag a renk tec’hel diouz ho pro, karet ive dizrei alïes d’ho kêr goz. Karet ho kerent. Nag a dreo o deus dioueret ha n’ouzoc’h ket, evit n’ho pije diouer eus a netra ! Nag a boan o deus gouzanvet evit m’ho pije nebeutoc’h ! Oh ! ma staget ho kalon en eun tu bennak, staget-hi ouz an oaled en em vod endro d’ezi bemde, diouz an noz, ar re holl a garet, evit diskuizan, kontan, lenn ha pedi.
II — Ma chom ho kalon en eun tu bennak, oh ! ra chomo en ti ar veleien santel-ze, a gar ac’hanoc’h, a glask ho mad, a ve ken laouen o rei digemer d’ec’h bep gwech mac’h êt davete, a gemer peurz en hoc’h anken hag en ho lenevez !
Ar beleg eo Doue war an douar. Evidoc’h e chom noz-de er barouz. Pa vezo strafuilh en ho kalon ha tenvalijen en ho spered, êt davetan. Da gaout piou ec’h efet ken ?
Gant ar beleg eman ar c’homzou a gas an den d’ar vue a bado da viken !
III — Trede mammen eürusted an den war an douar-man eo al labour. Karet labour ar c’horf. El labour eman ar yec’hed hag ar furnez. Den n’eo dispanset diouz al labour.
Karet labour ar c’horf. Arabad, koulskoude, e teufe betek ober ac’hanoc’h eul loen-labour hepken. Karet ive labour ar spered. Deskadurez ho peus ezom war ho relijion. Penôs he c’harfet ma n’he anavezet ket ? Piou a garas biskoaz eun dra heb e anaout ? Deskadurez ho peus ezom var ho pro ha war an dud galloudek o deus, goude Doue, poaniet da ôzan anezi ken kaer, evidoc’h hag evit ho pugale. Deskadurez ho peus ezom war ho micher. Loden ar c’horf, en eur vicher, a zesker buhan awalc’h ; mes loden ar spered n’eo ket an holl he goar, ha koulskoude eo an hini he deus ar muian talvoudegez.
Ar gêr, ar beleg, al labour a rê war an douar-man plijadur ho tud koz a zo breman er baradoz : ha c’houi, ma fell d’ec’h en em gaout el lec’h m’emaent, a renk bale war o roudou.