Buhez ar Sent/1912/Pepin Landen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Konrad Pepin Landen hag Itta e bried Kador sant Per, en Antioch   ►


Kentan devez warn-ugent a viz C’houevrer


Sant Pepin Landen ha Santez Itta e bried
(VIIet kantved)



Ar zeizvet kantved eo kantved ar zantelez. Er zav-heol hag er c’huz-heol, e kaver eleiz a zent, en amzer-ze, ha bezan zo aneze o vervel en peb oad, hag o vevan en pep renk, kenkouls en ti soul ar paour evel en lez aour ar roue.

Unan eus sent ar c’hantved-ze hag a zo kaeran o

c’hurunen eo sant Pepin, a zo santez e bried, hag a zo eun tregont bennak, etre e vugale hag e vugale-vihan, etouez an dud kurunet er baradoz gant an Otrou Doue, ha pedet war an douar-man gant an Iliz.

Genel a reas en Landen, war-dro ar bla 585. E gerent a oa pinvidik-mor. Abred e vevas en lez ar roue Kloter, eil eus an hano, ha hanvet e oe da ver ar palez, kentan karg ar rouantelez. Yaouank oa c’hoaz ; mes e ijin hag e-zantelez a reas d’ezan bezan barrek diouz kement a zelle ouz ar garg vras a oa fiziet ennan.

Al lezhaniou-man : « Ti beo ar furnez, skoazel ar vro, enor al lez, skouer ar pennou-bras, rener ar pennou kurunet, » a zo roët d’ezan er skridou koz, ar pez a verk ar vrud vat a oa anezan dre holl.

Pepin eo a zavas Dagobert, mab Kloter, hag a reas anezan, daoust pegen pennadus e oa, gwellan roue eus gouen Merove a renas Bro C’hall. Lakat a reas eleiz a zent da rei dorn d’ezan da gas karr ar vro war rôk ; en o zouez, ha gant ar re gentan, sant Alar, sant Ouan, sant Arnould ha sant Philiber.

Lakat a reas lezennou an Iliz da vezan lezennou ar vro ; gwiriou ar paour da vezan doujet, deveriou ar pinvidik da vezan embannet, ha gourc’hemenn ar garante etre an holl da vezan miret. Lavaret a rê alïes ar gomz-man eus ar Spered-Santel : « Al lealded a zao ar boblou hag an dislealded o diskar. »

Pepin, nebeut goude ma oe hanvet da ver ar palez, a zimezas d’eur verc’h speredek ha santel, he hano Itta, a roas d’ezan tri grouadur : Jertrud, Begga ha Grimoald. Begga a zimezas da Anjiz, hag eus o dimezi e c’hanas Pepin Heristal, tad-kunv an impalaer bras Charlemagn.

En doare-ze, sant Pepin ha santez Itta, ouspen ma rojont eleiz a zent d’an Iliz, a roas d’ar Frans an eil gouen eus he rouaned, a chômas war an trôn daou-c’hant vla hag ouspen.

Pepin, evit ober eus e diegez an tiegez gaer ma teuas da vezan, n’ee ket dre gomz hepken d’e vugale, mont a rê ive dre skouer.

Bemde, a lavar d’imp an histor, e veze gwelet o vont diarc’hen da c’houlenn an absolven digant sant Arnould, e govezour.

O c’houzout eo ar beden ar pez a vir ouz gwalinier Doue da skei ar rouanteleziou, e reas sevel eleiz a vanatiou neve. Ar brudetan a oe savet en amzer-ze eo hini
Sant-Denis, demdost da Bariz. Eno, tri-c’hant manac’h, rannet en nao geur, a gane noz-de meuleudi an Otrou Doue : ar beden beurbadus-ze a lezhanver, en latin, "laus perennis".

Ar roue Dagobert a varvas er bla 638. Sant Pepin a dremenas, en peuc’h ar C’hrist, daou vla goude-ze. Ne reas nemet diskenn pazennou an trôn evit pignal gant pazennou an ôteriou.

————


KENTEL


Ar C’hovez alïes


I. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes, evit miret an ene en gras Doue. Pec’hi a reomp bemde ; perak eta kaout diegi o vont da govez alïes ?

Daoust d’hon mennoziou start ha d’hon fedennou c’houek, ma n’eomp ket da govez alïes, ha ma ne deu ket, beb an amzer, gourdrouzou hon tad kovezour d’hon dihuni, hep mar ebet, e kouezfomp : ar skiant-prenan hen desk, siouaz, da bep den.

II. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes evit ober kovezionou mat. Ar re ne dostaont ouz lez-varn ar binijen nemet bep bla, pe bep c’houec’h miz eo o deve dalc’h-mat an nebeutan da zlskargan : n’int ket krenv awalc’h ken, an hanter aneze, da zistagan diouz o eneou ar grammen stag oute.

Seul pelloc’h e chom al loustoni da gailharan eun dra, ha seul diêsoc’h ve da gas kuit ; gwir eo evit ar c’horfou, gwir eo evit an eneou.

III. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes, ha derc’hel, anez digare vras, d’ar memes kovezour, evit lakat ar zantelez da vleunian en ene. An den zo dall war e glenvejou ; dalloc’h war re e ene c’hoaz, kouls lavaret, evit war re e gorf. Ezom an eus eta eus unan bennak hag a welo sklêroc’h evitan, hag a vezo goest d’hen louzaoui a zoare.

Mes tud a zo, ha dal ma welont eo anavezet o c’hlenved gant o c’hovezour, ma komzer d’eze, dreist-oll, eus diframman o zech mignon, eienen o brasan pec’hejou, a ve mall gante klask eur medesin neve hag en doare-ze, petra en em gav ? Chom a reont keit ha keit, ha pareanz ebet ne deu enne, pareanz padus, da vihanan !

IV. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes evit pourchas an ene a-benn ar maro. An neb a govez alïes a ve urz en e ene, hag elec’h ma ve urz e ve peuc’h. An neb a govez alïes a c’hall kouezan, mes o vezan ne ra ket a wap ouz an Otrou Doue, ma sao kentan ma c’hall, an Otrou Doue ne raio ket a wap anezan, kennebeut, hag a roio d’ezan ar c’hras da c’hallout kovez, arôk mont eus ar bed-man.

An dud n’eont da govez nemet dre faë, peurliesan, da heur o maro, Doue a ra faë warneze ive, ha n’hallont kaout beleg ebet, arôk mont eus ar bed-man.

Lakomp urz alïes en hon ene. Da heul an urz, e teu ar sklerijen hag ar peuc’h.