en ebet ne glaskas en em guzan muioc’h evit sant Paulin, ha den ebet n’eo bet ken brudet hag hen.
Sant Ambroaz, sant Augustin, sant Jerom ha sant Gregor, brasan doktored iliz ar c’huz-heol, o deus grêt e veuleudi.
E dud a oa kristenien, ginidik eus a Rom ; madou bras o devoa en Itali, er Spagn hag en Bro-C’hall. E dad, gouarner koz Bro-C’hall, a oa en em dennet en Bourdel da vevan diouz e zanve. Paulin a c’hanas er gêr-ze ; ar barz Auzon a skolaas hag a garas anezan evel e vab, hag a reas d’an impalaer Grasian e hanvan da c’houarner er C’hampani.
Pa varvas Grasian (383), e tistroas da Vro-C’hall hag en em dennas en kastel Ebromagus, peder leo diouz Bourdel, elec’h ma ’n em droas war ar skridou ha war ar gwerziou, evel e vignon Auzon, a veve ive tostik eno.
Paulin en devoa tregont vla ; dour ar vadeziant n’en devoa ket redet c’hoaz war e dâl. Epad m’oa bet er C’hampani, en devoa gwelet eleiz a viraklou o c’hoarvezout en Nol, war be ar beleg merzer sant Feliks ; goude-ze en devoa komzet gant sant Ambroaz, en Milan ; e oa bet pareet diouz ar boan daoulagad gant sant Martin a Dour ; kemeret en devoa evit pried eur Spagnolez pinvidik hag eur gristenez vat, he hano Tereza. Kement-se holl en devoa e droet, a nebeudou, warzu Jezuz-Krist, hag er bla 389, sant Delphin, eskob Bourdel, hen badezas.
Hiviziken, e delen a varz a zono skiltrusoc’h ha kaeroc’h evit biskoaz, rak ne zono ganti nemet soniou kristen, ha fe e vugaleach, dihunet goude eur mored a dregont vla, a yelo ar vrud anezi dre ar bed holl.
Prest goude e vadeziant, en em dennas er Spagn gant Tereza deut da vezan e c’hoar ; en Barselon e oe beleget ; ac’hane ec’h eas da chom da Nol, e-tal be sant Feliks, elec’h ma c’hoantae tremen ar rest eus e vue o heuilh an doare-bevan a verke d’ezan sant Jerom (394).
P’en em vrudas ar c’helou-ze, eleiz eus e vignoned a gavas abeg ennan. Auzon, dreist-oll, en devoe rann-galon, hag a skrivas d’ezan eur bern liziri d’e bidi da zizrei da Vourdel.
Paulin ne reas van ebet. Ar pez a glaske oa bezan dianavezet hag ankouaet gant an dud, ha tostât ouz Doue dre ar beden hag ar binijen.
En em gavet en Nol, e lakas sevel daou vanati neve ; en em denn a reas en unan aneze gant eun nebeut gwazed, c’hoant d’eze da vevan eveltan pell diouz trouz ar bed. Tereza, gant eun nebeut merc’hed, a ’n em dennas en egile.
Lakat a reas sevel ive eun iliz eus ar re binvidikan war be sant Feliks.
Er bla 409, eskob Nol o vezan deut da vervel, e oe gret da Baulin kemer e gador. Vandaled an Afrik a ziskennas en amzer-ze en Itali hag a laeras bagadou kristenien ; an eskob santel a roas e beadra da zasprenan ar muian ma c’hellas eus e dud. Eun intanvez a deuas d’en em erbedi outan evit he mab ; Paulin, ha n’en devoa netra ebet ken, kentoc’h evit lavaret nan d’ar vaouez kez a oa dirakan, a yeas d’an Afrik, hag a ’n em lakas e-unan er prizon en plas he mab.
A-benn eur pennad, koulskoude, ar gouezidi a gemeras true outan hag e c’hallas adarre dizrei d’e eskopti ; digemeret a oe ouz son ar c’hleier, ar bleuniou o kouezan warnan a bep tu.
Mervel a reas en e driouec’hvet blavez ha tri-ugent.
E gorf a oe sebeliet, da gentan, e-tal be sant Feliks ; goude-ze e oe digaset da Rom hag enoret en iliz Sant-Berthele. Pi X a c’hourc’hemennas ma vije dizroet he zenzor da iliz Nol.