Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Pardon ha pelerinaj Itron-Varia an Enez

Eus Wikimammenn
◄   Itron-Varia-Sant-Karre Itron-Varia an Enez Itron-Varia-Feunteuniou   ►


Eil sul a viz Gouere


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-an-Enez
en parouz Goudelin


En penn kentan an XIet kantved, e veve en Goudelin eun itron a renk uhel, Mari Porstrevenou, muioc’h anavezet dindan an hano « Marie de Goudelin ». Ar plac’h-man a dremene hec’h amzer o pedi hag o skuilh oberou mat endro d’ezi.

Lenn a rêr en istor Goudelin penôs unan eus bugale an itron man o vezan eun devez en kreiz ar mor bras, eur bar-amzer spontus a zavas, hag e oa al lestr o vont da vezan lonket gant ar gwagennou diroll. An den yaouank, strafilhet oll, ne ouie petra d’ober, pa deuas da zonj d’ezan eus an hini a hanver « Stereden ar Mor ». Daoulinan a reas raktal en e lestr hanter-leun a zour, hag e zaouarn juntret war e galon, en em westlas d’ar Werc’hez. Mari a chilaouas e beden hag a reas d’ezan ’n em denn ac’hane hep droug.

Evit trugarekaat ar Werc’hez eus ar burzud-man grêt en kenver he mab, Mari C’houdelin a lakas sevel, gant menec’h Beauport, eur gaer a chapel en enor d’an Itron-Varia. Eun dosen a oa bet dibabet evit diazezan anezi, mes etre ter gwech e tigouezas d’ar vein bezan diskennet, epad an noz, en eun draouien leun a fank hag a c’hreuneugellou. Ar burzud-ze a ziskoueze skler an nevoa c’hoant ar Werc’hez e vije savet eno he chapel. Ar vrud a redas buhan dre ar vro, hag a-boan ma oa achu al labouriou, e vije gwelet tud a vanden o tisken d’an Enez evit ’n em lakat dindan skoazel Mamm Doue. Adalek neuze, eleiz a vurzudou a c’hoarvezas en Goudelin, burzudou a bep seurt, burzudou evit ar c’horf, burzudou evit an ene. Mari ne skuize ket o skuilh grasou war he bugale.

Betek an XVIIIet kantved, ar chapel a oe renet gant eur manac’h eus manati Beauport. Epad an dispac’h vras, chapel an Enez a oe serret ha skeuden ar Werc’hez klenket gant tud a zoujans Doue

Pa deuas adarre ar peuc’h, ar skeuden a zistroas d’he flas. Koulskoude, ar chapel deut da vezan tra ar Gouarnamant a chomas serret ; ne zigoras nemet er blavez 1831, dre urz ar roue Loeiz-Phulup. ’Benn neuze, eul loden vras anezi a oa krog da vont en dismantr ; an ôtro Desbois, person Goudelin, a reas he adsevel, hag abaoue, he dorojou zo digor adarre.

An eil sul a viz gouere en em gav pardon an Enez. Adalek ar zadorn e tigoue pelerined a bep tu. Da eiz heur noz, e ve kanet ar gousperou kentan, ha raktal goude, ec’h er en prosesion. Ar bourk a ve sklerijennet evel en de. Tachen ar chapel hag an henchou war-dro a ve goloet a gristenien. Kreiz ma ver holl o kanan meulodi da Vari, eun êl gwisket kaer a zisken diwar veg an tour da c’houezan an tantad, ha kerkent e tec’h war e giz.

Ma ve kaer noz ’rôk ar pardon, ar zul a ve kaeroc’h c’hoaz. Adalek goulou-de betek noz du, ar chapel a ve leun-kouch dalc’h-mat, hag eun dudi eo gwelet gant pebez devosion e peder eno.

Tadou, mammou, tud yaouank ha bugale, an holl a deu da zaoulinan war ar pave, dirak ar skeuden zantel, da lavaret d’ezi o levenez, da gontan d’ezi o zrubuilhou, da zisklerian d’ezi o ezommou, da c’houlen diganti he grasou.

Sant Eler zo enoret ive en Enez, da goulz ar pardon. D’ar zadorn d’abarde, d’ar zul ar beure ha d’ar zul goude ar gousperou, e teu eleiz a dud a-ziavêz, gant o c’hezek, da bedi dirak e skeuden : eul loden vat eus ar prof eo d’ezan e ve kinniget.

Induljans vras a zo da c’honid en Enez, de ar pardon ha ’pad an eizved.

O Itron-Varia an Enez,
C’houi ’zo hon dousder, hon bue,
Hon esperans war-lerc’h Doue,
Nep n’ho kar ket, o Rouanez,
Eus Breiz-Izel n’eo ket hennez.

B. F.