◄ Silvestr | Itron-Varia-Rostren | Itron-Varia-Sant-Karre ► |
En miz kerdu, er blavez 1300, eur burzud bras a c’hoarvezas en kerig Rostren. En harz mogeriou he c’hastel-krenv, e oa eur voden roz goue hag a oa deut, neve oa, da dôl he glazur hag he bleun da viz kerdu, evel en kreiz miz mae.
An dud a estlamme ; ôtrone Rostren, o chom er c’hastel, a reas toullan endro d’ar blanten. Kavet a oe dindani eur penn gwerc’hez dero, hag an holl, ouz e welet, a stouas gant levenez ha doujans vras da zaludi Mari, Mamm Doue.
’Boue pegoulz ha dre benôs en em gave eno ar skeuden-ze ? Den ne ouie ; marteze 400 vla oa, ’boue amzer an Normaned, pa renkas ar Vretoned tec’hel arôk an dud goue-ze, ’n eur gas gante, pe en eur guzan en douar, skeudennou ha relegou o zent. Bopred eo, Rostreniz, ha Kerneviz gante, a ziskouezas d’ezi joa vras hag a gasas hepdale a-bell bro brud Gwerc’hez ar « roz-drenen ».
Ar belerined a diredas eus Argoad hag Arvor, da chapel ar c’hastel, elec’h ma oa bet douget. Eur feunteun a oa strinket en harz ar bod roz ; etre ar chapel hag ar feunteun-ze, burzudou stank a c’hoarvezas hag a lakas mui-ouz-mui a brez war ar gristenien da zont da c’houlen skoazel an Itron-Varia.
Gwelet a oe, eus an eil kantved d’egile, prinsed ha sent o tont da zaoulinan diraki : an ôtrou sant Erwan, Charlez Bleiz, sant Visant Ferrier, Franseza Amboaz, an Tad Maner.
Chapel an ôtrou baron a Rostren a ’n em gavas souden re enk da rei digemer d’an holl belerined. Ar baron Per a zavas eun iliz, hag ouz an iliz eun ti chalonied, (27 a viz eost 1483). Nep lec’h en Breiz ne oe neuze kaeroc’h pelerinaj d’ar Werc’hez, gant hec’h iliz uhel, frank ha skedus, bet laket endro d’ezi ijin ha madou bras ; he chalonied, he noblans, rak ôtrone Rostren oa, kouls lavaret, ’n em westlet d’ezi korf ha kalon.
Hirie ne chom ken, eus oberou an amzer goz, nemeur a dra en tu-hont d’ar zonj ha d’an hano ; n’eus ken nemet ar garante hag an doujans, en kenver Mari, ar re-ze n’o deus ket koac’het.
Er blavez 1793, pa renkas kuitât hec’h iliz ha tec’hel, eur wech c’hoaz, arôk kounnar au dud divade, e kavas en Rostren eun ti kristen da rei d’ezi repu.
Den, avat, ’n ije kredet neuze e tizroje c’hoaz d’hec’h iliz hag e vije kinniget d’ezi, kant vla goude, kaeran enor he devoa bet biskoaz.
Er bla 1888, eur bugel eus Rostren dent da vezan eskob Sant-Brieg, an ôtrou Bouche, a fellas d’ezan trec’hi war baroned Rostren o devoa grêt kement evit ar Werc’hez. Eun dra a vanke da rouanez Kerne : eur gurunen. An ôtrou Bouche he goulennas digant an Tad Santel ar Pab Leon XIII, hag e oe ôtreet d’ezan raktal. Pebez levenez e-touez ar gristenien ! Ne oa ket eur galon ha ne dridje o sonjal e oa deut tro ar vugale da ziskouez d’o Mamm drugarezus o anaoudegez vat hag o c’harante. Sonj a deue d’eze eus ar burzudou grêt ganti en o c’henver : en Plelauff hag en Ploerdut, diou wreg pareet, goude ne oa ken louzou ebet evite ; eun den eus Bonen, eun all eus Gronwel, eur miliner eus Plougerneve, mab eur boulonjer eus Rostren, tennet adre skilfou ar maro, rentet d’eze ar yec’hed o devoa kollet.
Eur barrad kanvou a deuas, siouaz, da veskan kemend-all a levenez : an ôtrou ’n eskob Bouche a oe galvet da zigemer eur gurunen en nenvou, arôk ma ’n evoa gallet kuruni e Vamm war an douar.
An ôtrou Fallières a achuas e labour, gant skoazel an ôtrou Péchoux, person Rostren.
An 2 a viz gouere 1900, e teuas eskob Sant-Brieg, ha seiz eskob-all gantan, da lakat war benn ar Werc’hez eur gurunen aour kinniget gant unan eus kerent an eskob maro.
Dour-bil a rê, evel en de ma oe kurunet an Itron-Varia-Wir-Zikour Gwengamp.
Daoust da ze, ugent prosesion ha tri-c’hant beleg a oa deut d’ar gouel hag a reas endro da Rouanez Kerne eur gurunen a enor kalz skedusoc’h c’hoaz ’vit an hini a laked d’ezi war he zâl.
An oferen-bred a oe kanet gant an ôtrou Dubourg, eskob Moulins ; an ôtrou Olier, rener kloerdi Plouguerneve, a reas eur brezegen hag a unanas an holl galonou en harz treid ar Werc’hez. Veni, coronaberis : deut, ma vefet kurunet. Pevar beleg a zoug ar skeuden betek an ôter. Mouez au eskob a gan ar Regina Coeli :
Alleluia ! na pebez joa
Dec’h-hu, Mamm a garante !
Pan eo achu, e krog er gurunen aour hag e pôz anezi, gant eun dorn hag a gren, war benn ar Werc’hez : « Evel ma kurunomp ac’hanoc’h war an douar, emezan, ra vefomp kurunet gant ho Mab en nenvou !
D’abarde, an amzer o vezan deut gwelloc’h, ar prosesion a yeas er-mêz, — kaeran hini oe gwelet biskoaz en ruiou Rostren, — en eur ganan gwerziou ha kantikou. An ôtrou Eveno, rener kloerdî Sant-Jakez, a reas neuze d’ar bobl eur brezegen en brezoneg.
Bep bla, gant ar 15 a viz eost, pardon an Itron-Varia a zigas da Rostren eleiz a belerined.
D’abarde, an amzer o vezan deut gwelloc’h, ar prosesion a yeas er-mêz, — kaeran hini oe gwelet biskoaz en ruiou Rostren, — en eur ganan gwerziou ha kantikou. An ôtrou Eveno, rener kloerdî Sant-Jakez, a reas neuze d’ar bobl eur brezegen en brezoneg.
Bep bla, gant ar 15 a viz eost, pardon an Itron-Varia a zigas da Rostren eleiz a belerined.
Ar 14 da greiste, e ve douget ar Werc’hez kurunet war he zrôn. D’abarde-noz e ve kanet ar gousperou kentan ha gret ar prosesion a-dreuz da ruiou kèr sklerijennet. ’Pad an de hag en noz, e ve beleien o kovesât. Ar 15, e ve oferennou adalek 5 heur. Da 9 heur hanter, ec’h a ar prosesion d’ar feunteun, ha da 10 heur e ve kanet an oferen-bred. D’abarde, goude ar gousperou, ar prosesion a ya adarre er-mêz, hag ar bobl a gân a greiz kalon gwerz Itron-Varia-Rostren, ’lec’h ma kaver war an dro yez kaer ha fe birvidik hon tadou :
Mamm Zantel da Zoue, Itron-Varia Rostren,
Rouanez ar gêr-man, chilaouet hon feden,
Digoret ho tivrec’h, digoret ho kalon.
Da rei d’ho pugale ho pennoz, o Itron.