Buhez ar Sent/1912/Pôl hag Anton

Eus Wikimammenn
◄   Hiler Pôl hag Anton Marsel   ►


Pemzekvet devez a viz Genver


Sant POL ermit (229-342) ha Sant Anton abad (251-356)


Sant Pol ha Sant Anton
Sant Pol ha Sant Anton


Pol a oa ginidik eus an Thebaïd. Ugent vla, pe war-dro, an evoa, pa stagas an impalaer Des, er blavez 250, d’ober brezel d’ar gristenien. Tec’hel a reas da gentan war ar mêz, en eun ti distro ; mes abarz nemeur, o santout ne oa ket eno c’hoaz sur awalc’h eus e vue, en em dennas war eur mene ha ne oa den ebet o chom endro d’ezan. O vezan êt dôn, eun devez, en koajou ar mene, e kavas eur roc’h-toull, gwaskedet brao gant skourrou eur ween-balmez, hag eur feunteun dour-sklêr en he c’henver. O welet eul lec’h ken distro diouz trouz ar bed, Pol, ha ne oa ket war e gentan tanva eus an dousder a gaver o vevan gant Doue hepken, a zantas o kreski en e galon ar garante evit ar vue a ermit. « Ar c’havarn-man, emezan, a zo eul lojeiz grêt evidon gant providans Doue. » Hag e reas e zonj da chom eno ar rest eus e vue.

Adalek neuze, e lakas e amzer da dremen en e spered perfeksionou an Otrou Doue ha gwirioneou ar relijion. N’evoa ken magadurez nemet frouez ar wezen-balmez ; he deliou a zervije d’ezan da wiskarnant. Pa oa deut d’an oad a dri bla ha hanter-kant, Doue, evit diskouez ar zoursi a gemer eus ar re a zilez pep tra dre garante evitan, a lakas eur vran da zigas d’ezan bemde eun hanter-bara, evel gwechall d’ar profet Elias. Ar burzud-ze a badas betek fin e vue. Pol a vevas eno dek vla ha pevar-ugent, hep bezan anavezet gant den. Mes arôk fin e vue, e falvezas gant Doue hen rei da anaout d’an dud.

E oa an ermit santel gant e drizek vla ha kant, pa deuas da welet anezan, renet gant Doue, an abad Anton, hag a veve gant e venec’h pell diouz trouz ar bed. An daou zant en em anavezas hag a lavaras o hano an eil d’egile, daoust n’o devoa ’n em welet biskoaz. Epad ma komzent etreze eus a dreo an nenv, en harz ar feunteun, e tiskennas ar vran, evel kustum, hag e lakas dirake eur bara en e bez.

« Gwelet madelez Doue, eme sant Pol ; tri-ugent vla ’zo, al lapous-ze a zigas d’in bemde eun hanter-bara ; hirie zo gantan eun dorz a-bez, abalamour d’ac’h. »

Goude bezan trugarekaet Doue, ec’h azezjont da brejan, ha goude o fred e tremenjont an noz o pedi.

An de warlerc’h, sant Pol a lavaras da zant Anton :

— Me zo prest da vervel, ha c’houi ’ zo digaset aman evit ma bezian.

Sant Anton a deuas an daerou en e zaoulagad.

— N’am dilezet ket, emezan, pe kentoc’h, goulennet evidon ar c’hras da vervel ganac’h !

— Nan, eme Bol, arabad eo d’ac’h klask ho mad hoc’h unan, muioc’h eget gloar Doue ; ho tiskibien o deus ezom ac’hanoc’h. Ar pez a c’houlennan diganac’h eo mont da gerc’hat ar vantel bet roët d’ac’h gant an eskob Athanas, evit ma c’hellfet sebelian enni ma c’horf.

Goude bezan poket da zaouarn an ermit, hag o gwalc’het gant e zaerou, Anton a zizroas d’ar gêr hag a lavaras d’e venec’h : « Siouas d’in, me ne don nemet eur pec’her ! N’on ket din da zougen an hano a vanac’h ! Gwelet am eus ar profet Elias ! Gwelet am eus sant Yan-Vadezour er gouelec’h. »

Ne lavaras ket hirroc’h. Kemer a reas ar vantel, hag hen adarre en hent etrezek ar mene. E keit ze, sant Pol a deuas da vervel, ha sant Anton a welas anezan o pignal en nenv, en kreiz eur sklerijen gaer, hag eun niver bras a êle endro d’ezan. Neuze en em strinkas d’an douar, en eur lavaret : « O ma zad, perak ma dilezel evelse ? Ha red e oa d’in-me oc’h anaout ken divezat evit ho koll ken abred? » Pa zigouezas er c’havarn, e kavas korf ar zant war e zaoulin, e zaoulagad hag e zaouarn savet warzu an nenv.

Gwiskan a reas d’ezan ar vantel a oa deut gantan, ha goude bezan kanet psalmou, herve kustum an Iliz, ec’h eas da lakat ar c’horf en douar. O vezan ma ’n evoa benveg ebet, e oa nec’het awalc’h o klask gouzout penôs dont a benn d’ober ar be ; mes en eun tol, e welas daou bez leon o tont d’ar red eus dônder ar c’hoat, o mouenv oc’h hinjan gant an avel. Gourvez a rejont eur pennad e-tal ar c’horf maro, en eur yudal, evel m’o dije c’hoant da ober kanvou d’ar zant. Goude-ze, gant o ivinou, e rejont eun toull eus ar vent a oa ezom, hag eur wech binniget gant sant Anton, en em dennjont adarre.

An abad santel a gemeras ar zaë an evoa grêt sant Pol gant deliou palmez, hag eur wech dizro d’e vanati, ne vankas gwech ebet d’hen gwiskan da oueliou Pask ha Pantekost, epad ar pevarzek vla ma chômas war an douar warlerc’h e vignon. Mervel a reas er bla 356, tremenet e gant vla gantan ive.

————


KENTEL


Ar Retred


Ar zent a dec’he eus ar bed da glask peuc’h ar c’hoajou ha sioulder ar meneiou, d’eze da c’hallout bezan en o retrejou, pell diouz an dud ha tost da Zoue, rak Doue n’eman ket en kreiz an drouz, non in commotione Dominus.

Eun dra vat eo evidomp ive en em denn, eur wech an amzer, pell diouz hon zreo hag hon zud, da dremen eun nebeut deveziou er retred.

Ma zo en hon bue dremenet eun dra bennak o c’hlazan ac’hanomp ; en bon bue a vreman, eun tech bennak n’omp ket evitan ; en hon bue da zont, eun anken bennak ouz hon gedal....., greomp eur retred.

Er retred eo e ve reparet an amzer dremenet, reizet an amzer vreman, pourveet evit an amzer da zont.

Er retred, Doue a astenn an dorn d’an den da vale drantoc’h war an hent mat.

Nag a zent a zo breman er baradoz, ha n’emaint eno, nemet dre m’o deus grêt eur retred vat !

Er retred eman ar sklerijen, er retred eman an nerz, er retred eman Doue o terri al liammou a vire ouzimp da dostât outan.

Deomp d’ar retred, eur wech an amzer !