Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Oneziphor

Eus Wikimammenn
◄   Laurans Justinian Oneziphor Yan   ►


C’houec’hvet devez a viz Gwengolo


SANT ONEZIPHOR
Diskib sant Pôl



Oneziphor a oa ginidik eus a Ephes, hag a oa o chom en Ikonium, pa deuas sant Pôl da brezek ar fe d’ar gêr-ze ; rei a reas digemer d’an abostol en e di, ha goulenn a reas digantan ar vadeziant. Dont a reas goude-ze da vezan unan eus e ziskibien aketusan ha kalonekan, ha divezatoc’h, pac’h eas an abostol bras da Ephes, e kavas tro d’ober kalz vad d’ezan adarre. Kemer a reas skouer war e vertuziou ; labourat a reas war zilvidigez an eneou ; ha darn a lavar e oe sakret eskob.

Kalet evitan e-unan, Oneziphor a ranne e vadou etre ar beorien. Dal ma klevas e oa kouezet e vestr er prizon, en Rom, evit an eil gwech, ec’h eas d’e glask ; ha gant arc’hant e teuas a benn da gaout digor da vont betek ennan ; rei a reas d’ezan kement a c’halle kaout ezom. Sant Pôl, dilezet gant e vignoned-all, hag a dec’he dioutan gant aon da vezan tapet o-unan, a oe laouennaet oll o welet kalon vat Oneziphor. Skrivan reas raktal d’e ziskib Timothe, a oa eskob en Ephes, hag e lavaras d’ezan : « Ra deuio Doue da skuilh e vadelezou war dud Oneziphor, rak alïes en deus ma frealzet, ha ma chadennou n’o deus ket e laket da ruzian. P’eo deut da Rom, en deus ma c’hlasket gant kalz a breder, ken en deus ma c’havet. Ra vezo trugarezus an Otrou outan, da ze ar varn. Te a oar gwelloc’h eget den-all ebet pegement a vad en deus grêt d’in en Ephes ; gra eta ma gourc’hemennou da Briska, da Akuila ha da dud Oneziphor. »

Goude merzerenti sant Pôl, Oneziphor a zizroas d’an Azi, a c’honezas eleiz a eneou da Jezuz-Krist, hag a oe chadennet erfin gant e zervijer Porphyr, en kêr Parion, war urz ar gouarner Adrian.

Skourjezet e oent didrue, ha dre ma n’halled ket, en doare-ze, dont a benn d’o lakat da nac’h o Doue, e oent staget ouz lostou kezek pennfollet, a gasas aneze a dreuz-dreuz dre ar reier hag ar spern. Evelse eo e kavjont o maro ha, war dioueskel ar verzerenti, o eneou a nijas war eün d’ar baradoz.

————


BOKED


Labour evel eur zoudard mat da Jesus-Krist. Kement hini a c’houren ne ve ket kurunet : ne guruner nemet an neb a c’houren evel m’eo dleet.

— Ma varvomp gant Jezuz-Krist, e vevfomp ive gantan.

— Ma c’houzanvomp gantan, e renfomp ive gantan.

— Ma nac’homp anezan, e nac’ho ive ac’hanomp.

— Ma ne gredomp ket ennan, hen a chomo feal, rak n’hall ket en em nac’h e-unan.

Sant Pol da Dimothe. II. 3 13.