Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Mikêl arc’hêl

Eus Wikimammenn
◄   Wenseslas Mikêl arc’hêl Jerom   ►


Navet devez warn-ugent a viz Gwengolo


SANT MIKÊL ARC’HÊL


Da ze kentan ar bed, Doue a roas da anaout d’an Ele darn eus an treo da zont ; diskouez a reas d’eze, dreist-oll, e Vab muian-karet o c’henel war ar plouz, o vevan e-touez an dud hag o vervel war ar groaz, hag e c’hourc’hemennas d’eze stoui d’hen adori.

— Biken, a lavaras Lusifer, ne vezo gwelet eur spered hepken, evel m’eo eun êl, o stoui dirak eur prenv-douar evel m’eo eun den, nan biken ! Non serviam. Me bigno betek an trôn a bado da viken, ha henvel e vezin ouz an hini a zo an uhelan.

— Adoromp holl ! Salus Deo nostro, a lavaras neuze Mikêl ; piou a zo henvel ouz Doue ? Quis ut Deus ?

Hag an nao rummad êle mat, bodet endro d’an arc’hêl bras, a stouas, a-bell, dirak Jezuz hag e groaz santel, epad ma strake holl dorojou ar baradoz gant Lusifer hag e zrouk-êle o kouezan a vilvern en ifern.

Abaoue m’eo stlapet eus an nenv gant an Otrou Doue, Lusifer ne glask nemet eun dra : argas an Otrou Doue, d’e dro, eus ar bed-man. Pa weler pec’hed hon tad hag hon mamm gentan, fallagriez an dud o kreski kement ma renk an dour-beuz dont d’he gwalc’hi ; pa weler pobl Doue ken skanv, ar Judevien ken dall, n’haller ket lavaret en dije dalc’h-mat kollet e boan.

Pa weler anezan o kregi er C’hrist, o klask e douelli, o stlepel e gorf er be, o kuzan e groaz epad tri-c’hant vla dindan ôter Venus ; pa weler anezan o prizonian an Ebestel, o lazan ar verzerien, o lakat da zailhat war an Iliz ar Varbared goude an impalaered, al lezennourien fall goude ar vourrevien, ar schismatiked goude an heretiked ; pa weler anezan en e gounnar ifern, o tiframman noz-de, diwar varlen hon Mamm zantel au Iliz, millierou eus he bugale, n’haller ket lavaret en dije kollet e amzer.

Daoust da ze, koulskoude, ar fe er bed a chom divrall, rak Mikêl, goude bezan difennet gwiriou Doue en nenv, a dalc’h d’o difenn war an douar, ha lavaret a c’hall, gant gwirione :

« Iliz Doue, me eo am eus salvet ac’hanout. Kaset am eus Adam, da vab henan, war hent an harlu, mes hen laket am eus ive war hent ar binijen hag ar zilvidigez, ha kement-se oa an Iliz o c’henel. Sturiet am eus arc’h Noë war an dour-beuz. En kreiz paganed an Ejipt, am eus laket da zevel Moyzez, a dlee lakat e bobl da zizrei varzu e Zoue ha warzu e vro. Bezan e oan en kreiz ar goumoulen-ze, gwech tenval, gwech skedus, a hentchas ar Judevien er gouelec’h. Me eo a zouge Tôlennou al Lezen war mene ar Sinaï. Me eo a zikoure Jedeon pa stourme ouz tud Madian ; me eo a dorre chadeunou ar Judevien sklavourien en Babylon ; me eo a roë kalon da vrezellourieu Judas Makabe. »

Ha sant Gregor a deu da lavaret d’imp, en hano an Iliz : « Ya ! hen oa, Hen eo a ve digaset d’ober kement tra zo red eun nerz vurzudus evit hen ober. Ma chom ar Varbared a-zav dirak dorojou Rom ; ma teu ar vosen, a zismantr anezi, da baouez en eun tôl ; ma teu ar Vuzulmaned da dec’hel arôk Léon IV, au Iliz ne ve ket nec’het evit gouzout da biou e tle anaoudegez vat evit ar madoberou-ze, ha lavaret a ra dioustu : da zant Mikêl eo. »

Pa weler an dud a Iliz oc’h enebi holl a-unan ouz al lezennou fallakr, hag ar bobl o sevel da zifenn e fe hag eneou e vugale, sant Mikêl eo a zo, dre zindan, o stourm evit an Otrou Doue.

Hen eo, en pep lec’h ha bemde, enebour ar pec’hejou a ve grêt en kuz, kenkouls hag ar re a ve grêt a-wel d’an holl, hag abalamour da ze, goude bezan o anzavet ouz Doue hag e Vamm ar Werc’hez, ec’h anzavomp aneze outan : Et beato Michaeli Archangelo.

Difennour gwiriou Doue en nenv ha war an douar, sant Mikêl eo ive patron ar Frans, ha diwar ar mene a zav e benn dreist d’ar mor hag a zoug e hano binniget, e iliz dispar hag e skeuden alaouret, e tôl evez war merc’h henan an Iliz, ha pep gwech m’eo bet dindan bec’h, en deus astennet d’ezi e zorn madelezus. P’he gwelas o vont da gouezan da viken dindan galloud ar Zôzon, e tigasas Jann d’Ark hag Arzur Breiz d’he diframman adre daouarn he enebourien. Diouz m’eo bet eviti, en amzer dremenet, eo êz gouzout petra vezo eviti en amzer da zont. Fizianz eta, daoust da bep tra, en sant Mikêl.

————


BOKED


Otrou binniget sant Mikêl, c’houi hag a zo unan eus ar re a zo en penn ar baradoz, skoazellet ac’hanomp, ni ho ped, komzet d’hon eneou en hano Doue ; douget d’an nenv ezans hon finijen hag hon feden ; grêt d’imp kaout ar gonid er brezeliou hon deve ouz an drouk-spered, ha pac’h efomp eus ar bed-man, kinniget hon eneou d’ar Barner.

Evelse bezet grêt.