◄ Mari Mancini | Merzerien Nikomedi | Tarsila ► |
n impalaer Dioklesian, laket pennadou ennan gant e vab-kaer Galer, a zisklerias an dekvet brezel bras d’ar gristenien, dre eur gemennadurez embannet en Nikomedi, ar 24 a viz c’houevrer 303. Unan a zaou a renked ober : kinnig ezans d’an doueou pe mervel.
Bihan e oe niver ar re a droas kein da Jezuz-Krist, en Nikomedi, en deveziou-ze. N’eus hano en istor nemet eus a ziou hag o dije nac’het o fe, hag a oe an diou impalaerez. Eleiz a gristenien-all a oa el lez, hag an evoa an impalaer pep fizianz enne, hag a gare evel e vugale ; ar re-man a gavas gwell gouzanv ar maro, kentoc’h evit mont d’ober dismegans da Zoue o badeziant.
Euzeb en deus skrivet d’imp merzerenti Per, den a gambr an impalaer. Evel ne felle ket d’ezan kinnig ezans, e oe staget war eur marc’h koad ha dispennet e gorf a dôliou skourje. Eur wech ma oe dizoloet an eskern, e oe laket holen ha gwinegr war ar gouliou. Goude e oe astennet ’us d’an tan, evit peurdevi ar pez a gig a chome c’hoaz ouz e eskern. En doare-ze e varvas, diflach en e fe evel eur garreg en kreiz tarziou ar mor en kounnar. Dorothe, Gorgonius, hag eleiz a zervijerien-all eus ar palez, goude bezan bet skourjezet pell amzer, a oe mouget. An impalaer e-unan a chomas war al lec’h epad o merzerenti. Goude bezan roët ôtre d’o sebelian, e teuas keun d’ezan, ha gant aon na deujed da bedi en harz o relegou, e roas urz d’o zennan eus ar be ha d’o stlepel er mor : « Petra ra ze ? eme Laktans. Daoust hag ar re a chouzanv ar maro evit o Doue a zo nec’het gant o relegou ? Ma fell d’eze mervel, eo abalamour mont da lez an Otrou. »
Epad ma oa evelse Dioklesian o lakat tud e di d’ar maro, kêr a-bez a oa ive er strafuilh hag er spont. Barnerien a oa en templou brasan, ha kement hini a vije difizianz anezan, e veze gourc’hemennet d’eze kinnig ezans, ha pa ne felle ket d’eze hen ober, e vezent kondaonet d’ar maro. N’eo ket hepken ar bôtred, ar merc’hed ive, hag ar vugale zoken, a veze heskinet. Da gentan, e oe kroget en dud a iliz. An eskob Anthim hag e veleien a oe barnet prim ha prim ha lazet en doareou dishenvel ; gante e varvas ive o c’herent ; a-wechou e vezent laket en eur vag ha stlapet er mor gant eur men ouz o goug ; a-wechou-all e veze grêt eun tântad endro d’eze d’o devi a vagad.
Epad an amzer-ze, ar prizoniou a oa deut da vezan leun-chouk. Goude ar veleien hag o c’herent, e teuas tro an dud fidel-all, ha tourmanchou iskis a oe kavet evit o lakat d’ar maro.
Ar verzerenti a skuilhas war o zâl al levenez a bado da viken, ha kentoc’h e skuizas an impalaer o skei eget ar gristenien o c’houzanv.
I. — Holl e tleomp bezan merzerien.
Na pegen kaer n’eo ket nerz-kalon merzerien Nikomedi. Diskenn a reont eus ar c’hargou uhelan hag ober a reont ar zakrifis eus o bue, kentoc’h eget nac’h o fe. Na pebez merzerenti glorius !
Arabad d’imp ankouât hon deus holl eur verzerenti da c’houzanv. Jezuz en deus lavaret eo dre nerz e c’honezer rouantelez an nenv [1], ha sant Pôl a lavare : « An neb a stourm a vezo kurunet [2] ». Hent ar groaz eo hent ar gloar : « Red eo treuzi eur mor a drubuilhou arôk digouezout en porz ar baradoz. [3] »
II. — Hon merzerenti n’eo ket ken kalet ha hini ar verzerien, mes hirroch e pad.
Ar verzerien, evel re Nikomedi, o deus renket gouzanv poaniou skrijus evit gonid o c’hurunen, mes an dra-ze n’eo ket bet padet nemet eun nebeut heuriou. Hon merzerenti-ni a dle padout epad hon bue, rak stourm a renkomp ouzomp hon unan, ouz hon techou fall, ouz an drouk-spered, ouz ar bed ; en em gastizan, gouzanv gant pasianted, plegan da volonte an Otrou Doue. Bue ar c’hristen, pen-da-ben, n’eo nemet eur verzerenti.
Daoust hag eur verzerenti eo hon bue ?
III. — Ken bras e vezo hon gloar.
Merzerien Nikomedi a zo enoret war an ôteriou ; an dra-ze a zo kalz ; mes ar gwir enor a gavont, nan war an douar-man, mes en nenv. Eno eo en deus sant Yan [4] gwelet an holl zent, gwisket gant saëou skedus, bodou palmez en o daouarn, endro da drôn Doue, o kanan meuleudiou an Otrou, hag o welet Jezuz-Krist tâl-ouz-tâl. Setu aze petra ’ zo ouz hon gortoz. Gouzanvomp eta hon merzerenti a galon vat. Diwar ar groaz e pigner er sklerijen.
Per crucem ad lucem.