Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Martin

Eus Wikimammenn
◄   Andre Avellino Martin Martin   ►


Unnekvet devez a viz Du


SANT MARTIN
Eskob Tour (IVe kantved)


Sant Martin
Sant Martin


Martin, eur pennher, mab d’eun ofiser, a oa er Pannoni, war-dro ar bla 316. Da seiz pe eiz vla, e teuas da chom da Bavi, da heul e dud. Da zek vla ec’h eas dre laer, d’an iliz, da rei e hano evit ar vadeziant. Da bemp bla warn-ugent, e dad, eur pagan touet, a reas d’ezan mont d’an arme, en esper e teuje da drei kein d’e fe gristen. Mes an deveriou a zoudard ne rejont ket da Vartin ankouât e zeveriou a relijion. Eun devez e kavas e-tal dor kêr Amiens, eur paourkez en noaz. Troc’han reas raktal an hanter eus e vantel da rei d’ezan. En noz war-lerc’h, e welas Hon Zalver en eun hunvre, gwisket gant an hanter-mantel en devoa roët en aluzen, hag e klevas anezan o lavaret d’an êle a oa war e dro : « Martin, petra bennak ma n’eo ket badezet c’hoaz, en deus roët d’in ar zaë-man. »

Er bla 350, e oe badezet gant sant Paulin, eskob Trev. Prest goude, dre forz poanial, e c’hallas en em denn evit mat eus an arme, hag ec’h eas da Boatie, davet sant Hiler, da zeski gantan hent ar zantelez.

Ac’hane ec’h eas d’ober eun dro d’ar gêr ; gonid a reas e vamm da Jezuz-Krist ; mes d’e dad n’hallas ober vad ebet. Dizro da Boatie, sant Hiler a hanvas anezan abad en Liguge (360). Dek vla goude, ar bobl hen tennas ac’hane hag a reas d’ezan pignal war gador-eskob Tour.

Kentan mad a reas oe sevel eur manati en Marmoutier [1], eun hanter-leo diouz kêr. Souezus eo klevet hano eus ar burzudou a reas epad ma oa eskob. Beven e zaë, al lizeriou a skrive, ar plouz ma veze bet gourvezet warnan, an disteran tra a veze bet touchet outan a oa awalc’h evit parean ar re glanv, pellât an drouk-sperejou ha diarbenn an tân pe an dour. Diniver eo ar baganed a c’honezas da Jezuz-Krist.

War-dro ar bla 400, o vezan êt da Gand, unan eus parouziou pellan e eskopti, e kouezas eno gwall-glanv hag e tisklerias d’e ziskibien n’en devoa mui pell da vevan.

Kerkent ar re-man a zirollas da ouelan, en eur lavaret : « O Tad, perak ec’h êt evelse diganimp, hag etre daouarn piou e lezet ac’hanomp ? »

Martin a oe poaniet o klevet o c’hlemmou hag a reas ar beden-man da Zoue : « Otrou, ma ’n eus ezom ma fobl ac’hanon, lôsket ac’hanon c’hoaz war an douar, rak ne glaskan ket tec’hel ’rôk al labour. »

Epad e derzien, e ziskibien, o welet e chome bepred war e gein, a lavaras d’ezan en em lakat eur pennad bennak war e goste, e vije distânoc’h d’ezan.

Martin a respontas d’eze : « Lezet ac’hanon da zellet ouz an nenv, kentoc’h eget ouz an douar, evit ma troïn ma spered warzu an hent emon o vont da gemer da vont da gât an Otrou. »

Pa oa war e dremenvan, e welas an drouk-spered en e gichen hag e lavaras d’ezan : « Petra rez aze, loen milliget ? Bez dinec’h, ne gavi ket abeg ennon !» O lavaret ar geriou-ze, e roas en peuc’h e ene da Zoue, hag an êle hen dougas d’ar baradoz, en kreiz an enoriou hag ar meuleudiou.

————


KENTEL


Al labour


Doue en deus labouret evit kroui ar bed hag ôzan pep tra ennan evit digemer an den ; an den, d’e dro, a dle labourat, ha n’eman war an douar-man nemet evit an dra-ze. Jezuz-Krist a dremenas tregont vla kentan e vue o c’honid e vara diouz c’houezen e dâl. Kement a c’hened a oa war e zremm ha kement a spered a oa en e zaoulagad, ma teuas, marteze, meur a hini eus e genvroïz da gemer true outan, ouz e welet daoubleget bemde, evel ma veze, war e labour. Mes hen ne rê ket kalz a van evit klevet an dud, ha dre e skouer e lakas e ziskibien da garet al labour.

An Iliz a labouras, ha stlepel a ra gant he bugale lezirek komz kalet an otrou sant Pôl : « An neb ne labour ket ne dle ket dibri. »

Al labour a lak an den da beurober labour Doue. Doue en deus kuzet nerz en douar, nerz en dour, nerz en tân, nerz en êr. D’an den eo breman dizoloi an nerzou-ze dre e labour, hag o lakat da dalvezout evit mad e gorf, e spered hag e ene.

Al labour a lak an den da c’honid ar pardon eus e bec’hejou. Evit digoll an Otrou Doue eus an dismeganz grêt d’ezan dre ar pec’hed, eo red gouzanv eur boan bennak, kalz pe nebeut, er bed-man pe er bed-all. Al labourer n’en deus ket ezom da glask poan-all ebet, nemet an hini a gav oc’h ober e labour pemdeziek.

Ma kar gouzanv evel m’eo dleet, da lavaret eo, heb en em glemm, poaniou e stad, e vezo gallet lavaret dioutan : « Eleiz a bec’hejou a zo pardonet d’ezan, dre m’en deus gouzanvet eleiz a boaniou.»

Al labour a vir ouz an den da gouezan er pec’hed.

An neb ne ra netra
A zesk an droug d’an nebeuta.

Ouz eun diaoul a ve o klask touelli an den a labour, e ve kant o klask rei lamm d’an den dibreder. Gant ar c’houezen a ya eus ar c’horf ec’h a ive ezen an techou fall. An den a zo ennan nerzou hag a renk bezan impliet en eun doare pe zoare. Ma ne vezont ket impliet evit ar vad, e vefont impliet evit an droug. Al labour, dre ma kemer an nerzou-ze evit eun dra ouest, a zalc’h an den war an hent mat.

Ouspen al labour a skuiz an izili, a vrev ar c’horf hag a du an daouarn, eman labour an hini a boagn da rannan etre e vreudeur dibourve ar madou-spered en deus destumet ; eman labour an hini a boagn da gaout dindan e bluen an doareou fresan ha braoan da zisplegan ar wirione ; eman labour ar re a laka da ren e-touez an dud ar relijion, an urz vat hag ar peuc’h ; eman labour ar re a dremen o bue o louzaoui korfou ha kalonou gouliet o nesan.

An Iliz a gar al labour. C’hoant he deus e vefe muioc’h a justis war an douar, evit ma n’hallo ket ar paourkez labourer lavaret gant gwirione, en eur gomz eus ar pinvidik dibreder : « Perak kement da hennez ha kennebeut d’in-me ? »

Al labour eo mammen an eürusted, ar furnez, an enor hag ar peuc’h. Labouromp hag e karfomp al labour.

  1. Marmoutier. da lavaret eo, Mouster Martin.