Buhez ar Sent/1912/Malo

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Josaphat Koncewitch Malo Melani   ►



Pempzekvet devez a viz Du


SANT MALO
Eskob Aleth (***-621)



Malo a oa ginidik eus a Vro-Geumri. Beleg hag abad oa da dregont vla, hag e teuas en Bro-Arvor war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved, gant eun tregont diskib bennak. Douaran reas en eur gourenezen tost da gêr Aleth, en Breiz-Uhel, ha dioustu en em lakas da brezek Jezuz-Krist en Aleth, en Korseul ha war ar mêziou tro-war-dro.

Dont a reas c’hoant d’ezan da vont da ganan oferen ar Zul-Fask, da Gorseul. Mes ar gloareged a oa gantan o devoa ankouaet ar gwin oferen hag ar c’halur. En keit ma oad o vont da gerc’hât an treo-ze en kêr, Konomor, ar roue eskummunuget, a deuas ive di gant ôtrone e lez, hag a gavas war e hent eun toulladik tud o vont en eur ouelan da zebelian eun den yaouank pinvidik. Ar roue a oe poaniet bras o welet pegen glac’haret e oant. Lavaret a rejod d’ezan, en eur ziskouez an iliz ’lec’h ma tlee Malo oferennan :

— En iliz-ze zo eur beleg santel, e hano Malo, hag a ra treo souezus. Mac’h afec’h d’hen kaout, ôtrou, e c’hallje, goude bezan pedet e Zoue, lakat an den-man da zevel eus a varo da veo !

Konomor a yeas en iliz, hag o vezan grêt sin da bedi Doue, e lavaras :

— Pelec’h eman an den ho peus komzet anezan ?

— Setu hen aze, stouet d’an douar, o pedi e Zoue.

— Lavaret d’ezan sevel ha dont d’am c’haout.

Malo a deuas, mes ne zaludas ket ar roue, hag ar roue ne c’houlennas ket e vennoz. Kement hini a oa eno a c’houlennas neuze ouz ar zant rei ar vue d’an den yaouank :

— An Otrou Doue hepken, eme heman, a c’hall ober an dra-ze.

Koulskoude, o welet pegen bras oa o glac’har, e lavaras :

— Digaset ar c’horf d’an iliz, ma vezo grêt warnezan pedennou ar re varo.

Pa oe digaset ar c’horf-maro d’an iliz, Malo a reas d’an holl mont er-mêz, ha ne zalc’has en e gichen nemet e gloareged. Stoui a reas neuze d’an douar hag e pedas a greiz kalon. Pa zavas en e zav, an den maro a zavas ive eus e arched.

E-touez ar bobl a oa bodet eno evit goueliou Pask, e oa kement a baganed hag a gristenien. Holl o devoa c’hoant da welet an oferen.

Goude hirr gortoz, e oe kommanset ; mes war-lerc’h ar Gredo, e renkjod adarre pôz ; ne gaved ket en Korseul nag eur banne gwin nag eur c’halur. Ar baganed o devoa en em glevet evit ober c’hontrol ouz ar gristenien. Ar roue Konomor hag ar bobl a deue da skuizan o c’hortoz ; ar zant a reas neuze eur c’halur gant eur men eus an ôter hag a droas an dour en gwin ; en doare-ze e c’hallas achui e oferen.

Malo a zavas eleiz a vanatiou. Labourat douar a rê ive. Eun devez ma oa êt d’e bark, e lemas e vantel hag e lakas anezi en pign ouz eur wezen dero. Eul laouenanig a deuas hag a dovas eun u enni. D’abarde, p’en devoe achuet e zevez, Malo a yeas da gerc’hat e vantel. Pa welas an u e chomas souezet hag e lavaras : « Doue holl-c’halloudek, c’houi eo ho peus laket al lapous bihan-ze d’ober e nez em mantel. Ma leman anezi digantan e kollo e u. » Ha kentoc’h evit ober an disteran poan d’al laouenanig, ec’h eas d’ar gêr, o lezel e vantel ouz ar skourr, ken e oe savet an evned bihan.

Goude bezan tremenet daou-ugent vla o kelenn ar baganed, oc’h ober vad da gorf ha da ene an dud a oa war e dro, ar bobl a c’houlennas digant Judaël, roue an Domnone, sevel eun eskopti en Aleth ha lakat Malo da eskob.

Ar manac’h santel a yeas da Dour hag eno e oe konsakret eskob ; eur wech dizro d’e eskopti, e labouras c’hoaz muioc’h da astenn endro d’ezan rouantelez Jezuz-Krist. Koulskoude e brezegennou ne blijent ket d’an holl, d’ar re fall, dreist-oll. Klask a rejont noazout outan. Eur manac’h koz, hag a oa diouz e du, a oe stlapet gante er mor ha beuzet.

O welet kement-se, Malo a gwitaas ar vro, hag ’n em dennas en Luxeuil, elec’h ma oa neuze sant Kolomban. Pa gredas e oa torret d’e enebourien, e teuas endro, mes digemer fall a oe grêt d’ezan, hag hen ’kuit adarre.

An Otrou Doue a skoas neuze bro Aleth, o tigas warnezi eur zec’hor vras. Daoulagad Alethiz a zigoras neuze ; mont a rejont da glask ar zant, ha dre forz pedi anezan, e c’halljont e lakat da zont gante d’e eskopti. Kerkent ha ma ’nem gavas er gêr, ar zec’hor vras a baouezas. Sant Malo a varvas en Aleth, war-dro an oad a gant vla, er bla 621. Aboue, ar gêr-ze a doug e hano.
————


KENTEL


An anaoudegez vat a dleomp da vadoberourien hon eneou


Eun dra hag a ver en gortoz anezan digant kement hini a zo bet astennet an dorn d’ezan war hent ar vue, eo an anaoudegez vat.

Kemer hep rei
A lak ar garante da drei.

An anaoudegez vat a zo eun dra red ; ha koulskoude, nag a zianaoudegez a zo war an douar-man ! Nag a bed gwech bemde e welomp o tont da wir lavar ar re goz :

Eur vad grêt
Ankouaet.

Nag a bed tad, nag a bed mamm o deus poaniet blaveziou ha blaveziou ; o deus dispignet gant o bugale o danve, o yec’hed hag o nerz, hag a ve gwelet, en o c’hozni, prest da vervel gant an naon.

Hag ar pez a zo gwir pa gomzer eus ar vad grêt d’ar c’horfou, a zo ken gwir-all, siouaz, pa gomzer eus ar vad grêt d’an eneou. Abalamour d’eze, ar veleien o deus dilezet pep tra ; labourat a reont, hep paouez, da lakat ar vertuziou kaeran da zevel enne.

Red eo eta, da vihanan, anaout ar vad a reont ha komz aneze gant doujanz. « Arabad eo d’ec’h, eme sant Pôl da gristenien e amzer, ankouât ar re ’zo bet o ren ac’hanoc’h hag o deus prezeget d’ec’h komzou Doue. Mementote prœpositorum vestrorum qui vobis locuti sunt verbum Dei. [1] »

An holl a gomz eus ar beleg, hag ar re a anave anezan an nebeutan eo a drouk-komz anezan ar muian. Evit gouzout petra eo, n’et ket d’an tiegeziou dizoue, eno n’eus hano mat ebet ; n’et ket d’ar skoliou dizoue, eno n’eo nemet eur spontailh ; n’et ket d’ar skridou dizoue, eno ne rêr nemet e labean. En tiegeziou dizoue, er skoliou dizoue, er skridou dizoue, n’anavezer ar beleg nemet diouz an tu gin ; anaout eun dra diouz an tu-ze, n’eo ket hen anaout eo. Evit anaout ar beleg diouz an tu mat, darempredet anezan ha goulennet petra eo digant an hini en deus hen grêt, hag e lavaro d’ec’h eo « holen an douar, sal terræ ; ha sklerijen ar bed, et lux mundi. » Neuze e ouvefet ar wirione.



  1. Ad. Heb. XIII, 7.