◄ Jerom | Lourd | Itron-Varia ar Rozêra ► |
Dïouz gwelet pegement e talc’h d’eze ar pabed hag an eskibien, eo êzet gouzout pere eo an diou devosion gaeran en hon amzer : devosion ar Galon-Zakr ha devosion ar Rozêra.
« Ar Galon-Zakr a Jezuz, eme Hon Tad Santel ar Pab Leon XIIL a en em diskouez d’imp hirie evit hon zalvi, evel ma reas gwechall ar Groaz d’an impalaer Konstantin. »
Hag e westlas ar bed holl d’ar Galon-Zakr, er bla 1900, o lavaret e oa eno gwellan ha kaeran tra an evoa grêt en e holl amzer a bab.
En kichen an devosion-ze e zo eun all hag e kemeras ive mil boan d’he brudan dre ar bed kristen.
Er bla 1901, e oe gwestlet d’ar Werc’hez, en iliz ar Rozêra, en Lourd, pempzek ôter, en enor d’ar pempzek mister a levenez, a geun hag a c’hloar.
An Tad Santel ar Pab a skrive diwar-benn ze. « Gwechall, emezan, sant Dominik a drec’has dre ar Rozêra war an Albijiz a lake o fals-kredennou da redek, evel eur vosen, dre vro ar Pireneou. Hirie, ar fals-kredennou-ze a ’n em zil adarre e-touez an dud dindan pep seurt stumm neve. Mes kalon Tad ar gristenien a zo frealzet o welet devosion e vugale o kreski en kenver pempzek mister ar Rozêra galloudus.
En Montmartr hag en Lourd eman eta, kouls lavaret, diou feunteun hon zilvidigez : ar Pab o diskouez, beb eil, d’ar gristenien hag o fed hag o asped da dostât oute.
E vouez n’eo ’met eun hekleo eus an nenv.
« Et d’evan ha da ’n em walc’hi d’ar feunteun, » a lavare ar Werc’hez da Vernadet, an navet gwech ma ’n em diskouezas d’ezi, en Masabiel.
Feunteun Lourd a zo strinket, kouls lavaret, dre c’halloud ar Rozêra. Gwerc’hez Lourd a oa ganti eur chapeled, hag a lavare anezan asambles gant Bernadet. Eur wech, an diaoulou kounnaret a glaskas spontan ar plac’hig en keit ma oa gant he feden. Klevet a reas eur safar euzus o sevel diouz an douar hag eur vouez spouronnus o youc’hal : « Tec’h alese ! tec’h alese ! »
Gant eur zell hephen, Mari a reas d’an diaoulou tevel.
Setu galloud ar chapeled ; bezan eo gwellan arm hon deus evit dont a benn eus enebourien an Iliz.
Ar c’hristen a denn dioutan ive, evitan e-unan, eur frouez eus ar gwellan.
Ar Rozêra, eme Leon XIII, a ra d’imp ober eun tremen war holl visteriou hon relijion ; da gentan, war re Jezuz-Krist en em c’hrêt den ; Mari, mamm ha gwerc’hez, o tigemer gant levenez salud an El ; goude, war visteriou Pasion Hon Zalver ; da glozan, war visteriou e c’hloar, ar maro trec’het, an nenv digoret, ar Spered-Santel o tiskenn, Mari savet dreist al loar hag ar stered ha kurunet en nenvou.
Lec’h ma vo dalc’het da lavaret ar Rozêra n’eus ket da gât aon e teufe an diouiziegez hag ar gaou da dismantr ar fe. Eur gelennadurez hag eur sklerijen eo evit ar spered.
An nerz ne dle ket mankout ive elec’h ma par ar sklerijen : skoueriou Jezuz-Krist hag e Vamm a deu da entânan Kalon ar c’hristen hag a doug anezan war hent ar zantelez.
N’hall ket an den, eme Leon XIII, pouezan ennan e-unan an testeniou dispar a garante an eus roët d’ezan Jezuz-Krist, hep ma teufe e volonte da ’n em drei war ar vad, hag hen da gerzet war roudou e Zalver betek lavaret gant sant Pôl : Piou hon distagfe diouz karante Jezuz-Krist ? N’e ket me a zo beo, Jezuz-Krist eo a zo beo ennon.
Oh ! bezomp aketus eta da lavaret bemde tam pe dam eus ar Rozêra, ar peden desket d’imp gant ar Werc’hez, ha galloudusan hini a zo da dennan warnomp he madelezou !