Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Lonjin

Eus Wikimammenn
◄   Mathild Lonjin Ar Gwad presius   ►


Pempzekvet devez a viz Meurz


SANT LONJIN
Ar zoudard a doullas Kalon Jezuz



War-dro ter heur, d’ar gwener arôk Pask ar Judevien, e varve Jezuz-Krist war ar groaz, etre daou laer. Raktal, an heol a guzas e sklerijen ; an douar a grenas ; ar reier a frailhas ; pallen an Templ a rogas etre daou damm ; tud varo a oe gwelet o sevel eus o beiou ; ar re a oa e-tal ar c’hroaziou a grogas aon enne, o welet ar pez a dremene, hag a ziskennas en kêr. Ne chomas war ar mene nemet an Itron-Varia, Yan, an abostol, hag unanik bennak eus ar merc’hed a gare Jezuz.

Giz Rom oa lezel ar re grusifiet ouz ar groug, d’al lapoused ha d’al loened goue da zibri. Gwelet e oa bet darn o chom betek tri devez stag ouz ar groaz, arôk mervel.

O vezan ma oa amzer Fask o tigeri en abardê, ha ma ne oa ket dereat lezel korfou ar re gondaonet ouz ar groug, epad ar goueliou, enebourien Jezuz a yeas da gaout Pilat, da c’houlenn urz digantan da lakat peurlazan an tri grusifiet, abalamour d’o sebelian arôk an noz. Mall o devoa da welet êt, eus a zirak o daoulagad, skeud eun den a oa trec’h d’eze c’hoaz, zoken en e varo.

Pilat a gemennas eta d’ar zoudarded mont da derri divesker an tri a oa en kroaz, hag evelse en em gemerjod da beurachui an daou laer. Jezuz ne oa bue ebet ennan ken. Elec’h terri d’ean e izilli, ar pez a gave didalve ha divalo, ar zoudard Lonjin a zarc’haoas eun tôl goaf gantan en e goste.

En doare-ze, hep gouzout d’ezan, e lake da zont da wir ar pez a oa bet merket diwar-benn Salver ar bed, pell bras a oa, : « Ne vije torret askorn ebet ennan. »

Sant Yan a welas gouli ar galon, hag a lavar e strinkas gwad ha dour anezan. Jezuz-Krist a gemeras true ouz ar zoudard a deue da gaout doujanz evit e gorf-maro, hag a zigoras e zaoulagad da sklerijen ar fe.

War a lavarer, Lonjin a varvas merzer. Skuilh a reas e wad, dre garante evit an den-Doue an evoa gwelet o skuilh, betek ar berad divezan eus e wad, dre garante evit an dud.

————


KENTEL


Gouli Kalon Jezuz


Ar galon eo skeuden ar garante. Jezuz-Krist, evit diskouez d’imp pegement e kare ac’hanomp, a falvezas gantan e vije digoret e Galon, ar Galon-ze a dride dija en kraou Bethleem, dre garante evidomp, a c’houzanvas poaniou ken garo en liorz Jetsemani, hag a c’hed, noz-de, ac’hanomp breman, war dôl ar Zakramant. Tostaomp eta hon c’halon skornet, ma teuio da domman diouz e hini tomm-bero.

Sellomp alïes ouz Kalon Jezuz ; ar zell-ze a zigas sonj d’imp eus ar c’henteliou a zavas ’vit an dud, eus ar pedennou a reas evite d’e Dad, eus ar skoueriou kaer a roas endro d’ezan, eus ar zakramanchou, andoniou ar vue evit hon eneou ; eus ar baradoz, rak treo int holl ha n’o deus gellet diwan nemet en e Galon-Zakr. Na pebez tôlen helavar eo Kalon Jezuz ! Sellomp alïes outi.

Jezuz a oa tremenet. Ar gouli grêt en e galon, didalve da welet, a dalvezo da Jezuz da ziskouez d’an dud betek pegeit eo êt e garante ; digeri a ra dor ti ar garante. En em dennomp ennan eta ; eno ema ar peuc’h, ar sklerder, ar zantelez, ha diwallomp da zerri anezan ken dre ar pec’hed !