Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Loeiz-Mari Grignion

Eus Wikimammenn
◄   Ar verc’h eürus Juliana An den eürus Loeiz-Mari Grignion a Vonfort An den eürus Herman-Jozef   ►


Eizvet devez a viz Ebrel


An den eürus Loeiz-Mari Grignion a Vonfort
Beleg (1673-1716)



Loeiz-Mari Grignion a c’hanas en Montfort, eur gêrig vihan eus eskopti Sant-Malo, d’an 31 a viz genver 1673. E dud, daoust ma n’o devoa ket kalz a beadra, a c’hellas e gas da Roazon d’ar skol gant Tadou Kompagnunez Jezuz, hag ac’hane, o vezan m’en devoa c’hoant bras da vont da veleg, ec’h eas da gloerdi Sant-Sulpis, da Bariz, da genderc’hel e studi.

D’ar 5 a vezeven 1700, e oe beleget. Tremen a reas abarde an de-ze ha darn eus an noz dirak ar zakramant, o c’hortoz, gant mall ha gant doujanz, an heur da lavaret e oferen gentan.

Arôk bezan beleg, en devoa diskouezet, meur a wech, kaout c’hoant da vont da brezek ar fe d’ar broiou pell : « Petra reomp-ni aman, a lavare alïes d’e gamaraded, e keit m’eman an eneou o vont da goll, a vilierou, en Indez hag er Japon ? »

Mes Doue e vire evit e vro, rak, siouaz, n’eo ket hepken er broiou pagan zo eneou o vont da goll, er broiou kristen zo ive.

En em lakat a reas da rei misionou war bevennou Breiz, er Vande hag er Poatou. E gomzou, e oberou hag e zantelez a reas eur vad dreist-muzul.

En kement lec’h ma tremene, e save skoliou gant mistri ha mestrezed vat enne. « Rak, emezan, dre ar skoliou mat e leunier an ilizou, ha dre ar re fall o goullonterer. »

En kement lec’h ma roë eur mision, e lake sevel eur groaz evit derc’hel sonj ; en Pont-Chateau. war hent Gwened, e lakas sevel eur c’halvar gant an dud diwar-dro, a labouras warnan epad pemzek miz, goude bezan pemp pe c’houec’h kant bemde. Gwelet e vije eus a zaouzek leo tro-war-dro.

D’ar 14 a viz gwengolo 1710, e tleed o vinnigan ; eur mor a dud a dlee dont da ganan meuleudiou ar groaz ; mes enebourien an den santel o devoa c’hoariet dre zindan ; d’an drizek, d’abarde, e teuas difenn digant ôtrou ’n eskob an Naoned da vinnigan ar c’halvar neve ; nebeut goude, e teuas urz eus Paris, a-beurz ar roue, d’e freuzan.

Montfort a c’houzanvas ar brezel-ze a galon vat : « An Otrou Doue zo bet falvezet gantan ma gwelet o lakat sevel ar c’halvar-ze ; breman e lez e ziskar ; ra vezo binniget e hano santel ! Ma vije grêt diouzin-me, e padje keit hag ar bed ! »

Bet an evoa koulskoude ar misioner e vennad, rak ar c’halvar a oe adsavet er bla 1711, Diskaret gant an disparc’herien, er bla 1793, eo bet adsavet adarre, e kerz an naontekvet kantved, ha breman eo deut da vezan kaeran ha pinvidikan kalvar a zo war douar Breiz.

Montfort a zavas " Kompagnunez Mari " a oa enni beleien a dlee rei o bue o kelenn ar beorien. Pevar-c’hant bennak a oa aneze er bla 1906.

Sevel a reas ive Urz ar " C’hoarezed gris, " a oa 5.000 aneze er bla 1906, hag a dremen o bue oc’h ober skol d’ar beorien, pe oc’h ober war-dro ar re glanv en hospitaliou.

Daoust ma ne glaske nemet ober vad dre mac’h ee, biskoaz den marteze, ne gavas war e hent kement a dud da enebi outan, evel ma kavas Montfort, Bezan ’n evoe da c’houzanv en pep lec’h ma tremene hag eus perz pep seurt tud ; netra n’hellas e lakat da vont droug ennan, na da gaout kas ouz ar re a glaske trabas outan ; netra n’hellas e lakat, kennebeut, da fallgaloni, rak harpan a rê e galon ouz Kalon Jezuz, ha nerz an eil a dremene en egile.

A greiz rei eur mision en Sant-Laurans, e varvas, d’an 28 a viz ebrel 1716 ; n’en devoa ken nemet tri bla ha daou-ugent.

————


KENTEL


Ar vagadurez a renk hon ene kaout eo Jezuz-Krist, en Sakramant meulet ra vezo en Oter


Ar vagadurez a ro Doue, daoust hag e gomzou eo, a gavomp er Skritur, pe en harz kador-brezeg hon beleien ?

Vad a reont, hep mar ebet, mes komzou Doue a zo evit hon ene ar pez m’eo an êr evit hon c’horf : elec’h hon magan, lakat ac’hanomp da gaout muioc’h mui a naon hag a zec’hed a reont, ha netra ken.

Ar vagadurez a ro Doue d’imp n’eo ket e gomzou eo : hen e-unan eo. Hen e-unan eo a ’n em ra mamm, evel a lavar ken brao sant Augustin, evit magan e vugale.

An doktor bras-ze, goude bezan skrivet geriou kentan Aviel sant Yan : « In principio erat Verbum. Er penn kentan e oa ar Ger. (da lavaret eo, Mab Doue), hag ar Ger a oa en Doue hag ar Ger a oa Doue », a gemer tro ac’hane da lavaret : « Ar Ger, Mab Doue, setu aze, emezan, magadurez an Ele er baradoz. Mes pelec’h eman an den hag a a zo gouest e galon da harz ouz eur vagadurez evelse ? He grenv eo diouzimp-ni, rak, pa vezo lavaret mat, ni etrezomp, tud, n’omp nemet bugale en kichen an Ele a zo er baradoz.

« Red eo e vefe troet ar vagadurez-ze en lêz, evit ma c’hellfemp ni he c’hemer. Ar vagadurez a dro en lêz o tremen dre ar c’hig. Ar vamm a ro da zibri d’he bugale ar bara he deve kemeret he-unan da gentan ; mes o vezan n’eo ket ar bara-ze diouz doare he bugel, e tebr anezan, e val anezan, e tro anezan en gwad hag en lêz. hag e ro anezan evelse d’he c’hrouadur

Ha setu penôs e teu Doue, en e furnez. d’en em rei d’imp, E Vab a zo en em c’hrêt en em guzet, goude-se, dindan ar bara hag ar gwin. Evelse eo en deus Jezuz-Krist ôzet bara an ele diouz doare an dud.