Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Leandr

Eus Wikimammenn
◄   Mac’harit a Gorton Leandr Benviou ar Basion   ►


Seizvet devez warn-ugent a viz C’houevrer


SANT LEANDR
Arc’heskob Sevill (***-596)



Leandr oa ar c’hosan eus a dri breur, a oe eskob o zri hag a zo o zri war roll ar zent.

Hen a oe arc’heskob en Sevill ; Fuljans, an hini a deue d’e c’houde, a oe eskob en Esija ; hag Isidor, ar yaouankan, a oe arc’heskob en Sevill, da varo e vreur henan.

Leandr, adalek e yaouankiz, a oa brudet evel ar gwellan teodet den a oa en e amzer. Kement a spered a oa en e gomzou, ha dont a rent kement eus dôn ar galon, ma teue a benn eus an holl, kouls lavaret.

Pa oe laket en penn iliz Sevill, Levijild, eur breur-kaer d’ezan, enebour touet d’ar gatoliked ha difennour bras an Arianed, a oa roue er Spagn.

Levijild an evoa daou vab : Hermenejild ar c’hosan, Rekared an eil, arian o-daou evel o zad ; mes Hermenejild a oe gonezet d’ar fe gant e bried. Dal mac’h anavezas ar roue an dra-ze, e reas prizonian ar prins hag e lazan, dre ne oa ket bet falvezet gantan digemer ar gommunion, da oueliou Pask, eus daouarn eun eskob arian (584).

Rei a reas urz ive da harlui e vreudeur-kaer. Mes daou vla goude e kouezas gwall-glanv. Keun a deuas d’ezan da vezan grêt ar pez an evoa grêt, hag arôk e dremenvan, e reas d’an eskibien harluet dizrei d’ar gêr, ha d’e vab Rekared ober peuc’h gantê.

Kelennet gant e eontr, Rekared a droas kein da falz-kreden Arius, hag a anzavas kreden ar gwir Iliz. Tud ar vro, ar re aneze a oa er gaou, a gemeras skouer war o roue (589). Bro-Spagn, adalek neuze, a gemeras da vat he renk etouez ar broiou kristen.

Leandr a skrivas da C’hregor I, da gas d’ezan ar c’helou mat-ze. Ar pab bras a respontas da arc’heskob Sevill eul lizer eus ar re gaeran, ha d’e heul, e kasas d’ean eur pallium, gant ar geriou-man :

« Kas a ran d’ac’h eur pallium a wiskfet da lavaret an oferen, d’ar goueliou brasan eus ar bla. Laouen a vefen o teski d’ac’h an doareou gwellan da gemer evit bevan ervat : mes anaout a rêr awalc’h santelez hoc’h oberou, hag evelse, ma c’homzou n’o deus vad ebet d’ober ken. »

An eskob santel a vevas c’hoaz seiz vla, goude ar gonid kaer an evoa grêt da Jezuz-Krist. Stourm a rê ouz e dechou, dre ar yuniou hag ar pinijennou ; magan rê e spered dre ar beden hag ar studi ; dïouered a rê kement a c’halle, da rei d’ar paour ; trei a rê an dud pinvidik war an aluzen, ha dougen a rê an holl d’ar zantelez. En e vlaveziou divezan, an evoe kalz da c’houzanv gant ar boan-izili.

————


KENTEL


Ar re a zo en penn ar vro a respont


An dud a zo savet dreist ar re-all, pe dre o renk, pe dre o galloud, pe dre o gouiziegez, a dle teuler evez war ar skoueriou a roont d’ar re a zo dindanne, rak seul-vui int savet uhel dreist ar re-all, ha seul-vui o deus da respont.

Skouer vat eun den bras a zougo eleiz a frouez vat ;

Skouer fall eun den bras a zougo eleiz a frouez fall.

En amzer-man, en hon bro, ne zeller mui nag ouz renk, nag ouz galloud, nag ouz gouiziegez. An holl gwersed o deus keit ha keit da welet ; holl e roont an dorn, an eil d’egile, da gas karr ar vro war rôk.

Gwersed Frans, ma o deus holl da welet, o deus ive holl da respont, ha setu ar pez a ankouaer, marteze, re alïes. Ma ve grêt eta lezennou fallakr, ar voterien fall a responto aneze dirak Doue, rak ar bilhed vot a ve lennet en daou lec’h, en ti-kêr hag en lez-varn an Otrou Doue. Ar bilhed vot eo alc’houe an ifern evit meur a hini hag alc’houe an islonk evit ar vro. En han’ Doue, ra zigoro eta an holl o daoulagad !


Keun war-lerc’h ne dalv netra,
Teuler evez eo ar gwella.