Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Konvoion

Eus Wikimammenn
◄   Anjela Foligno Konvoion Gouel ar Rouane   ►


Konvoion

Pempvet devez a viz Genver


SANT KONVOION
Abad Redon (*** - 871)



Breman zo 2000 bla, ar vro gaer ma vevomp enni a oa hanvet Bro-Arvor. C’houec’h vla ha hanter-kant arôk donedigez Hon Zalver, Jul Sezar a drec’has an Arvoriz hag a lakas o bro dindan galloud ar Romaned. Pemp kant vla goude, poblou goue an hanter-noz, an Alaniz hag ar Zôzon, a zailhas war broiou ar c’huz-heol ; gouen an Arvoriz a oe flastret hag an Arvor dêvet. (460).

P’en em dôlas ar Zôzon da ober eus Breiz-Veur ar pez o devoa grêt eus Bro-Arvor, e oent diarbennet epad daou-c’hant vla. Mes dre ma kreske o niver, kaer a oa stourm oute, ar Vretoned, a-leiz, a lavaras kenavo da zouar kunv o c’havel hag a deuas da zouaran war ôchou an Arvor.

Ouz o sturian e veze menec’h hag eskibien,
O devoa kent o bleinet [1] ouz an enebourien

Kentan tra a rejont, pa dôljont o zreid war ar c’horn-douar-man, e oe e vadezi. E hanvan a rejont Breiz, hano ar vro goz. N’o devoa digaset gante nag aour, nag arc’hant ; mes bezan o devoa eur yez pinvidik hag eur fe virvidik, ha pa ve lemm ar spered ha glân ar galon, gant poanial, e teuer bepred a benn da ’n em denn.

An nebeut Arvoriz o devoa gallet tec’hel rak dir ha tan ar gouezidi, a zigemeras ar vadeziant ; meskan rejont o gwad gant hini ar Vretoned, hag, eus daou rumm tud ma oant, e rejont eur bobl neve : hini Bretoned Breiz-Vihan.

Mes abred e paouezjont da ’n em glevet, ar pez a roas tu da impalaer Bro-C’hall da gemer o bro da astenn e rouantelez. Gant ar vez da vezan gouarnet gant diavezidi, e teujont adarre da ’n em glevet. D’an 28 a viz genver 814, Charlez, an impalaer bras, a varvas. Raktal ar Vretoned a zavas en o zav, a argasas eus ar vro o mistri gall, hag a lakas en o fenn tud eus o gouen, eus o gwad.

Brezel a strakas. Morvan Lez-Breiz [2] ha Gwiomarc’h, rouaned Breiz, an eil warlerc’h egile, a varvas evit harpan gloar ar vro ha difenn douar o c’havel.

Ar C’hallaoued a oa trec’h.

Er bla 826, an impalaer Loeiz a hanvas Nominoë, komt Gwened, da c’houarner Breiz. C’hoant Nominoë oa rei lamm da waskerien e vro, mes, evit dont gwelloc’h a benn eus e dôl, e kemeras e amzer. Er mare-ze, Breiz n’ee nemet betek Gwened, ha c’hoaz ar gêr-ze a oa d’ar C’hallaoued. Ar vro etre Gwened hag an Naoned a oa eta eun ode, eun nor digor-kaer d’ar C’hallaoued da zailhat war ar Vretoned. Keit ma ne vije ket stanket an hent-se hag astennet Breiz betek stêr Redon, Breiz a oa bepred skeudik he doare.

C’houec’h beleg, Bretoned o c’houec’h, Konvoion en o fenn, a ’n em gargas eus al labour-ze.

Konvoion a oa ganet en Komblesak, fin an eizvet kantved. Er bla 820, e oe beleget, ha Raghener, eskob Gwened, a roas d’ezan unan eus ar c’hargou kentan en e eskopti. Mes ar beleg yaouank a roas abred an dilez eus e garg. Gant pemp beleg-all, ec’h eas etrezek ar zav-heol. O vezan digouezet en Redon, e kavas al lec’h-ze diouz e zoare hag e c’houlennas digant Ratuili Lesfao, perc’hen an douar, ôtre da ziazezan eno eur manati (832). Raktal e oe roët d’ezan e c’houlenn. Ar manati-ze, savet gant Bretoned a bede bemde evit silvidigez Breiz, a oa kenkoulz arru gant Nominoë ha ma oa gwelet fall gant ar C’hallaoued.

En amzer-ze (833), an impalaer Loeiz a oe prizoniet gant e vugale. Nominoë a gemeras e du ac’hane evit ober eur bale betek manati Redon. Dont a rejod da lavaret d’an abad e oa letanant an impalaer o c’hedal digor en kichen an nor-dal. Kerkent, Konvoion hag e venec’h a yeas da benn hent d’ezan hag e zigemeras gant lidou kaer. Kalon Nominoë a dride, en de-ze, gant al levenez. Kennerzi a reas servicherien an Otrou Doue ; goulenn a reas sikour o fedennou, ha prometi ober vad d’eze bemde, epad e vue.

Ouspen lavaret a reas, rak kinnig a reas d’eze, evel leve, an douarou a oa gant an abati hag ar re dostan tro-war-dro. En em dremen a reas ken brao, zoken, diouz an impalaer, ma stagas heman pemp parouz-all bennag ouz ar pez a oa roët ’benn neuze. (30 a viz est 836).

Menec’h Konvoion a labouras an douarou-ze. Tiegeziou Bretoned a zavas warneze a-gle hag a-zeou ; an hent a roë digor d’ar C’hallaoued da zailhat war Vreiz a oa stanket. Menec’h Redon o devoa grêt an tôl.

D’an 20 a vezeven 840, Loeiz, impalaer ar C’hallaoued, a varve. Nominoë, raktal, a zispakas banniél Breiz sonn hag uhel. Mab Loeiz, ar roue Charlez ar Moal, a c’hoantaas ober d’ezan he flegan, mes trec’het e oe en Ballon, en miz mezeven 845. Breiz a oa astennet, da vat, betek stêr Redon.

Nominoë a gasas neuze e vignon Konvoion da Rom, gant eur gurunen aour ha perlez, da ginnig, en e hano, da Leon IV, a oa neuze war Gador sant Per.

Eskibien a oa d’ar c’houlz-ze, en Breiz, re Wened, Kemper, Kastel-Pol ha Dol, hag, ouspen ne oant ket Bretoned, e oa meur a dra-all c’hoaz da damall d’eze. Nominoë a c’houlenne digant ar pab o barn hag o zorri.

Goulenn a rê c’hoaz relegou unan eus ar pabed santel a oa bet kurunet o bue dre ar verzerenti.

Goulenn a rê, dreist-oll, ôtre da zougen kurunen ha da vezan kurunet gant an Iliz evel mestr en Breiz.

Ar pab a roas da Nominoë kement a c’houlenne.

Betek neuze, arc’heskob Tour an evoa galloud war eskibien Breiz ; eskopti Dol a oe grêt eun arc’heskopti anezan. Ar pevar eskob gall a oe barnet ha torret, hag eskibien breizad laket en o lec’h. Eskibien Sant-Brieg ha Landreger, eskibien heb eskopti, koulz lavaret, a oe savet peb a eskopti d’eze, ’n eur grennan diwar ar re-all tro-war-dro. Evelse e oe krouet seiz eskopti Breiz, ha Breiz distaget a-grenn diouz Bro-C’hall, evit treo ar relijion kouls hag evit an treo-all.

Nebeut goude, (848), holl bennou-bras ar vro a ’n em vodas en Dol, hag eno, dirak e bobl, Nominoë a oe kurunet roue war Vreiz a-bez. An de-ze, hep mar ebet, kalon Konvoion a dridas gant al levenez, rak den, muioc’h evitan, n’en devoa roët dorn da Nominoë da zigabestran ar vro.

Nominoë a varvas tri bla goude-ze. War e varo, e c’houlennas bezan sebeliet en Redon (851).

Konvoion a veskas e relegou gant e re, ugent vla bennak goude. Ar maro n’hallas ket lakat disparti etreze, ken unanet ’vel m’oant bet en o bue.

————


KENTEL


Karante ar Vro


Kerkent, ha ma tigor hon daoulagad da sklerijen ar bed-man, e welomp, a bep tu d’imp, treo hag a garomp. An treo-ze eo ar Vro.

Ar Vro eo an tiig-ze ’ch omp ganet ennan ; an tad, ar vamm, ar vignoned hon deus kavet endro d’hon c’havel. Ar Vro eo al lec’hiou dudius-ze o deus gwelet c’hoariou hon bugaleach. Ar Vro eo ar yez-ze hon deus desket war varlen hon mamm. Ar vro eo an iliz a blij d’imp mont da bedi ha da zaoulinan enni ; ar véred a guz, en he douar santel, relegou ar re a garemp ; an douarou dru glebiet gant c’houezen ar re goz. Ar Vro eo ar madou a bep seurt, madou korf, madou spered, madou ene, madou diniver dastumet a nebeudou ha tamm dre damm, ha deut d’imp a rumm da rumm. Ar Vro eo kement-se.

Mervel o tifenn gwiriou Doue, evel ar verzerien, eo kaeran maro a oufed da c’hortoz. Mervel o tifenn gwiriou ar Vro eo kaeran hini a zo goude. Bezan galvet da vont da zoudard, evit ma kresko, dre ar peuc’h, madou ar Vro, en zell eus ar re a deuio war hon lerc’h, a zo eun enor ; n’eus nemet an enor da vezan galvet da vont da veleg hag a vefe brasoc’h evitan. Karomp hon Bro-Vreiz a zo ôzet ken kaer evidomp gant Doue hag hon zent koz.

Konvoion


  1. Da lavaret eo, o renet.
  2. Witcar, kannad impalaer Bro-C’hall, a deuas eun devez da c’houlenn digantan truajou ar Vretoned, ha Lez-Breiz a respontas : « Kerz prim da gaout da vestr, ha lavar d’ezan n’on ket o chom war e zouar ha ne fell ket d’in plegan d’e lezennou. » Nec sua rura colo, nec sua jura volo. Ernold lib. III.