Buhez ar Sent/1912/Koletta

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Unnekvet devez a viz Meurz


SANTEZ KOLETTA
(1381-1447)


Santez Koletta


En fin ar XIVet kantved, eur c’halve, e hano Robert Mollet, hag e bried, Mac’harit Mogon, a veve en Korbi, kêrig vihan eus ar Pikardi.

Madelezus e oant evit ar beorien ; troët oant da unani an enebourien ha da bedi evit ar bec’herien, mes, evel kerent Yan-Vadezour, e oant et pell war an oad, ha bepred e oant hep bugale. Mac’harit Mogon he devoa tri ugent vla, ha koulskoude, ne baoueze da bedi sant Nikolas d’ober d’ezan goulenn digant Doue ar c’hras eviti da vezan mamm.

Doue a deuas erfin da zelaou he fedennou, ha d’an 13 a viz genver 1381, e lakas er bed eur verc’hig vihan, ha, dre anaoudegez vat evit sant Nikolas, e hanvas anezi Nikoletta. Da driouec’h vla, Koletta a gollas he zad hag hec’h mamm. Gwerzan a reas raktal kement a deue d’ezi diouz he zud, nemet eur c’hrusifi a viras hag a oe hiviziken hec’h holl zenzor.

Klask a reas en em ober leanez ; mes a-benn diou wech e teuas war he c’hiz. D’he bla warn-ugent, en em dennas en he zi hec’h-unan, stag ouz an Iliz, gant al le da chom hep mont ken anezan.

An Otrou Doue, en meur a wech hag en meur a zoare, a ziskouezas d’ezi ne oa ket evelse eo e tlee tremen he bue, hag e c’houlennas ouz ar pab dispanz eus he le, ar pez a oe digaset d’ezi.

Raktal ec’h eas da Nis da gaout ar pab, Beneat XIII, da rei d’ezan da anaout ar gourc’hemenn he devoa bet digant an Otrou Doue. Goulenn a rê outan, da gentan, ôtre da vont en eil Urz savet gant an ôtrou sant Fransez, ha bet renet gant santez Klara, ha d’an eil, da neveât tri Urz sant Fransez.

Koletta, arôk ma oe roët d’ezi he goulennou, a renkas, dre vurzudou skler, diskouez e oa Doue ganti. Dal m’he devoa bet he goulennou, e tizroas d’he bro, elec’h ne gavas nemet gwaperez ha dismegans. Mont a reas neuze da chom d’ar Savoa, hag eno eo e savas tier kentan hec’h Urz. Seitek a oe savet en hec’h amzer, ha goude he maro, betek tric’hant pevar-ugent a deuas da heul he lezen. Adreizan ha gwellât a reas ive kentan Urz sant Fransez. Eiz vla ha tregont hepken goude he maro, e oa pevar mil ha tregont relijius o vevan herve he gourc’hemennou. An Trede-Urz, a drugare d’he foan, a ’n em astennas ive meurbed hag a lakas ar vue gristen da vleunian en tiegeziou.

Koletta, en kement a rê, ne glaske nemet gloar an Otrou Doue, hag abalamour da ze, netra n’helle miret outi da vont endro ; ha Doue ive a ziskoueze, beb an amzer, e oa a-du ganti.

Nebeut goude ma oe savet kouent Poligny, eul leanez a goueas klanv eno hag a varvas. Raktal goude he maro, en em ziskouezas da Goletta, a oa o chom en Besanson, gant eun ene lous ha divalo, c’houez an ifern gantan : kuzet he devoa treo ouz he c’hovezour.

O welet kemend-all, kalon Koletta a oe glac’haret. Pedi hag aspedi a ra an Otrou Doue da gaout true ouz he c’hoar. Kas a ra, d’ar red, da Boligny urz da chom hep sebelian ar c’horf, ken ne zigouezo.

Ha hi en hent. Pa zigouezas, e oa ar c’horf maro er chapel.

Koletta a ra eur beden kalonek dirak an ôter vras, hag en hano Jezuz-Krist, e c’hourc’hemennas d’an hini varo sevel eus hec’h arched. Houman, dirak an dud sebezet, a zav, a goue war he daoulin, a ya da gaout he c’hovezour, a ziskuilh d’ezan kement a labe hec’h ene, a lavar d’an dud a oa eno : « Ma ene a oa o vont da gouezan en
ifern ; pedennou an abadez eo o deus miret ouzin da vont da goll da virviken ; » hag e c’hourvezas adarre kerkent en hec’h arched, maro-mik !

Koletta a goueas klanv en Gand, en miz c’houevrer 1447, hag eno e varvas, d’ar 6 a viz meurz war-lerc’h. Eno ive e oe sebeliet. War he be eo skrivet ar gomz-man : « Mignonez tener an Otrou Doue, rozen digor, stereden lugernus, dalc’h sonj ac’hanomp en heur ar maro. »

He relegou a zo breman en Poligny, er Jura.

Pi X a lakas ober he gouel, d’ar 6 a viz meurz, pe d’an de libr tostan a vije kavet.

————


KENTEL


Klaskomp kreski gloar Jezuz-Krist


Jezuz-Krist eo Roue ar rouaned hag Otrou an otroned ; seul-izel e tiskenn ha seul-muioc’h e c’hloar a dle bezan laket da lufran.

Evelse e reas Doue an Tad.

P’hen gwelas o tiskenn eus an nenv hag o c’henel en kraou Bethléem, e kasas êle da embann e c’hloar d’ar vesaerien tro-war-dro.

P’hen gwelas o tiskenn war lez stêr ar Jourden, etouez ar bec’herien, evit bezan badezet gant sant Yan-Vadezour, o komzas, eus barr an nenv, evit ober e veuleudiou.

P’hen gwelas o vervel en dismeganz, war mene Kalvar, e lakas ar re varo da zevel eus o beziou, e tôlas war an heol eur goumoulen, e lakas ar reier da frailhan hag an douar da grenan.

Evelse e reas Doue an Tad, evelse e tleomp ober, ni ive, d’hon zro. En kraou Bethleem, Jezuz-Krist a oa krouadur ; war ar groaz, e oa den ; en sakramant an ôter, n’eo mui henvel nemet ouz eun tamm bara. Na pegen izel eo diskennet ! Na pegen bras e tle bezan hon doujanz en e genver, ha na pegen bras e tle bezan hon aked da greski e c’hloar, o poanial bemde d’anaout anezan gwelloc’h ha da garet anezan muioc’h ! N’omp krouet, koulskoude, nemet evit an dra-ze ; ne refomp nemet an dra-ze er bed-all ; greomp eta, en bihan, war an douar-man, ha gwellan m’hellfomp, ar pez a dleomp d’ober, en bras, en splander ar baradoz.


X