Buhez ar Sent/1912/Klara Montefalko

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Hyasent Klara Montefalko Loeiz   ►


Triouec’hvet devez a viz Eost


Santez Klara Montefalko
1268-1308



Klara a oe ganet en Montefalko, en Itali ; da bevar bla, e ouie dindan envor he Fater hag he Ave Maria, ha meur a beden-all, a lavare war he daoulin, he daouarn en kroaz hag he daoulagad en nenv, gant kement a zevosion ma tenerae kement hini he gwele.

Da c’houec’h vla, e kavas dor digor en eur manati a rene he c’hoar Jann ; ken laouen e oe da vezan bet digemeret eno, ma yunas seiz devez dioustu evit trugarekât an Otrou Doue eus ar c’hras kaer he devoa bet digantan.

Kement e kare ar sioulder, ma ’n em lakas da lavaret kant pater, diarc’hen war an erc’h, abalamour m’he devoa torret al lezen war ar poënt-se, o komz ouz he mamm.

Da varo he c’hoar, e oe hanvet, en despet d’ezi, da zuperiorez, hag e oe skouer an holl vertuziou evit kement hini a vevas dindanni.

Ne veve nemet diwar bara ha dour, a gemere eur wech

bemde ; kastizan a rê he c’horf gant eur gouriz-reun, ha bep noz en em skourjeze betek ar gwad. Bep bla, e veze gwasket gant klenvejou bras ; alïes e veze skoet gant an diaoulou. Ken bras oa he c’harante evit ar beorien, ma wiskas eun niver bras aneze, ha ne deuas ket unan da skei war dor he manati hep kaout an aluzen.

Doue en devoa roët d’ezi kement a anaoudegez war ar gelennadurez kristen, ma tispennas lavariou gaouiad an heretiked, hep bezan nec’het, ha ma respontas gant furnez ouz goulennou dïesan an doktored.

Eleiz a gasoniou a lakas da derri, ha digas a reas ar peuc’h etre ar boblou.

An devosion a oa gwriziennet dônan en he c’halon oa he devosion da Basion hon Otrou. Eun devez, Hon Zalver, kemeret gantan stumm eun tremeniad, gwisket en gwenn, eur groaz war e skoa, a voullas en he c’halon benviachou ar Basion.

Lenn a rê an treo kuzetan en ene he nesan, hag hen diskouez a reas estrevit eur wech ; o welet unan eus he c’hoarezed trubuilhet gant an drouk-spered, e lavaras d’ezi en em zizober eus eur pec’hed he devoa kuzet en lez-varn ar binijen.

Erfin, brudet dre he vertuziou hag he miraklou, e oe galvet gant an Otrou Doue en e varadoz, de war-lerc’h gouel Maria Hanter-Eost, er bla 1308.

Goude he maro, pa oe digoret he c’halon, e oe kavet ennan holl benviachou ar Basion stummet mat ; o gwelet a c’heller c’hoaz ennan, en de a hirie.

En he festl, e oe kavet ter voul, henvel a vent, a liou hag a-bouez, ha tra sebezuz, pa vezont laket en eur valans, diou, en eur bladen, a zo ken ponner hag unan en eur bladen-all ; ter zoken, en eun tu, a zo ken ponner ha pouez unan en eun tu-all.

Kement-se a zo eur skeuden eus an Dreinded, hep mar ebet.

En amzer Pi IX, e oe digoret arched Klara, ha kavet he c’horf en e bez, gwenn evel an erc’h. He hano a zo bet laket war roll ar zent, gant ar pab Leon XIK, da ouel ar Werc’hez dinam, en miz kerzu 1881.

————


BOKED


Doue hag a zo ken dîn da vezan karet hag en deus gourc’hemenet kement d’imp e garet, perak n’en deus roët d’imp nemet eur galon evit e garet, ha c’hoaz eur galon ken bihan !

Sant Philip Neri.