Buhez ar Sent/1912/Kamilh Lellis

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Leanezed Kompiegn Kamilh Lellis Visant a Bôl   ►


Triouec’hvet devez a viz Gouere


Sant Kamilh Lellis
Patron ar Glanvourien (1550-1614)



Kamilh Lellis a c’hanas er bla 1550, en Bacchiano, en rouantelez Napl. Koll a reas e vamm, hag hen c’hoaz en e gavel, ha n’en devoa nemet c’houec’h vla, kennebeut, pa varvas e dad.

Goude bezan desket lenn ha skrivan, ec’h eas da zoudard. Eur pôtr yaouank skanv oa, hag en em drei a reas kement gant ar c’hoari ma kollas e holl beadra ; da bemp bla warn-ugent, pa deuas eus an arme, n’en devoa ket eur gwenneg war e hano, ha daoust ma tiskenne a ligne uhel, e renkas en em lakat da zarbar masonerien a oa o sevel eur manati da venec’h sant Fransez, en Siponto.

Superior ar manati, o welet pegen izel oa kouezet o heuilh e dechou fall, a gemeras true outan, hag a roas d’ezan eur gentel.

Awalc’h oa ; Kamilh, ouz e glevet, a welas e fazi, a ouelas war bec’hejou e yaouankiz, a c’houlennas pardon ouz an Otrou Doue, hag a gemeras ar mennoz start da ren eur vue neve, en amzer da zont.

C’hoantât a reas bezan digemeret en Urz sant Fransez ; a-benn diou wech, e oe roët e c’houlenn d’ezan, mes a-benn diou wech e renkas ive mont er-mêz, abalamour d’eur gouli a oa en e c’har, ha n’oa pareanz ebet evitan, war a lavare ar vedesined.

Neuze ec’h eas da Rom, hag epad pevar bla e servijas eno ar glanvourien en hospital Sant-Jakez. Dougen a rê eur gouriz reun ; evesât a rê noz-de ouz ar re baour ; e vrasan preder a oa gant ar re a oa war o zremenvan ; sikour a rê aneze, ken en o ezommou korf, ken en o ezommou ine ; dalc’h-mat e veze o pedi ; sant Philip Neri oa e govezour ; kommunian a rê sul-gouel ; ken poellek ha ken karantezus oa, ma oe hanvet da rener ar c’hlanvdi.

Kamilh a oa glac’haret o welet pegen nebeut a aked a gemere ar zervijerien gant ar re glanv, hag a lakas en e benn sevel eur vreuriez gwazed da zerviji ar glanvourien, en han’ Doue, ha nan evit gonid arc’hant.

Evit bezan muioc’h akuit d’ober an dra-ze, daoust d’an daou vla ha tregont en devoa, ec’h eas d’ar skol, ha d’an 10 a vezeven 1584, en devoe an eurvat da bignal ouz an ôter evit ar wech kentan.

Daou vla goude, e krouas Urz Servijerien ar glanvourien, ha bevan reas, daoust d’an enebourien galloudus a glaskas e ziskar.

Ar pez o devoa d’ober ar re a deue ennan oa serviji, en han’ Doue, ar beorien, n’eus forz peseurt klenved a vije gante, gant kement a aked hag o dije laket da zerviji Jezuz-Krist e-unan, ma vije bet en o flas.

Dioustu an Urz neve a oe kavet mat gant ar pab Sixt V ; astenn a reas prim.

Evez Kamilh war-dro e glanvourien a greskas c’hoaz kerkent ma teuas da anaout e veze a-wechou beziet tud veo. [1]

Gourc’hemenn a reas d’e venec’h derc’hel gant ar pedennou dirak an dud war o zremenvan, eur pennad goude m’o deveze tennet o huanaden divezan, ha chom hep golo o fenn d’eze dal ma c’halled kredi e vezent maro.

Ma kemere eleiz a breder gant korfou e beorien, muioc’h c’hoaz a gemere gant o ineou. Deski a rê d’eze lakat urz en o c’honsianz ha karet an Otrou Doue.

Pa gleve eur zarmon ha ne veze ket bet komzet enni eus an doare da garet Doue, pe eus ar red m’eo hen ober, e lavare oa eur walen gaer, nemet e vanke enni eur berlezen.

War fin e vue, en devoe e-unan pemp klenved hirr ha poanius, a hanve pemp trugare an Otrou Doue.

Mervel a reas d’ar 14 a viz gouere 1614, en e bevar bla ha tri-ugent.

Unnek-ugent eus e venec’h a oe diskaret en e rôk gant klenvejou tapet endro d’ar beorien.

Ar pab Beneat XIV a lakas hano Kamilh Lellis war roll ar zent, er bla 1746, ha Leon XIII, goude bezan e lezhanvet patron ar glanvourien, a reas lakat e hano en litaniou an tremenvan.

————


BOKED


Bemde e varv dre ar bed war-dro seiz-ugent mil den ; seitek ha pevar-ugent bep munut ; eur milion ha hanter-kant bep bla.

Mat eo eta d’imp lavaret bemde, o tihuni, ar bedennig-man : Ma Doue, an holl oferennou lavaret hirie dre ar bed holl, me o c’hinnig d’ec’h evit ar bec’herien a zo en angoni hag a dle mervel epad an devez-man.

Ra zeuio gwad presius Hon Zalver, skuilhet evit o frenan, da dennan warne trugare an Otrou Doue.

(300 devez induljansou. PI X, 26 a vis here 1907).
  1. Diouz ar c’hlenved a stourm outan, eun den a c’hall chom beo eur pennad mat, hep finval e wad, ha hep tennan e alan.
    N’eo ket eta anat, dre zur, ar maro, nemet pa weler ar c’horf o trei.