Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Judikaël

Eus Wikimammenn
◄   Mari an Ele Judikaël Briak   ►



Seitekvet devez a viz Kerdu


SANT JUDIKAËL
Roue Breiz (***-650)


Sant Judikaël
Sant Judikaël


Judikaël, mab henan Judaël, a zo unan eus Bretoned ar VIIet kantved o deus lezet ar muian brud vat war o lerc’h.

E vrec’h a oa dir :
e galon a oa aour,

Penn kentan ha penn divezan e vue a dremenas en manati Gaël. Epad ma oe war an trôn, ar vro a oe en peuc’h. Diou wech, koulskoude, e renkas ober brezel evit diarbenn ar roue Dagobert a felle d’ezan lakat truajou war ar Vretoned, ha diou wech e c’honezas.

« Hegarat evit e vignoned, a lavar d’imp eur skrivanier koz, Judikaël a oa didrue evit e enebourien, dreist-oll evit ar C’hallaoued. Alïes e stourmas oute ha bep tôl e ledas aneze war an dachen.

» Ober a reas, hag hen c’hoaz yaouank-flamm, treo souezus, ha ne oa ket eun den en kreiz an oad goest d’ober aneze.

» Gwelet eo bet alïes, e-unan-penn, o rei lamm da veur a enebour war an dro.

» Evel ar meder a sko war an ed a ve en e leur, evelse Judikaël, brezellour galloudus ha kalonek, a skoe kalet er stourmad, ha gouzout a rê lakat e dôliou birou da skei elec’h ma kare.

» Evel ma red ar gwennili war-lerc’h ar gwenan, evelse, pa veze krogad, Judikaël, brezellour skanv, iskuit ha krenv, a rede war-lerc’h e enebourien.

» Meur a lamm a roas d’ar C’hallaoued, abalamour ma klaskent kabestran Breiz. »

Dagobert, o welet n’halle ket dont a benn eus ar Vretoned, a zigasas sant Alar da gaout o roue. Alar ha Judikaël n’o devoe ket a boan o ’n em glevet. Mont a rejont o-daou da Vro-C’hall. Roue Breiz a ginnigas profou bras da Zagobert, ha heman a roas re vrasoc’h c’hoaz da Judikaël. Pedi reas anezan, zoken, da chom gantan da leinan ; mes Dagobert a rene er mare-ze eur vue fall, hag abalamour da ze, Judikaël ne fellas ket d’ezan mont da zibri ouz e dôl.

Ober a reas e zisken en ti sant Ouan, mignon sant Alar, a oa neuze an tostan d’ar roue, hag a oe, prest goude, hanvet eskob en Rouan.

Dizro d’e rouantelez, Judikaël a implias e holl amzer d’ober vad d’an ilizou ha d’ar bobl. O chom e veze pe en Talensak, pe en Pempont, pe en Mohon, en koad Bresilien.

Eun devez, a lavar ar re goz, o tremen en eun hent, tost d’unan eus o gestel, e tigouezas gantan eun den lor, azezet e-tal eur stêr, o c’hortoz unan bennak d’e gas en tu-all. Judikaël hen sammas war e varc’h hag a reas d’ezan treuzi an dour.

Kerkent, elec’h eur paour kez klanvour, e kavas dirakan eun den kaer : « Eürus oc’h, Judikaël, emezan, dre m’ho peus kemeret true ouzin. Me ive, eun de da zont, a raio digemer mat d’ec’h em rouantelez. »

An Otrou Doue e-unan eo an evoa sikouret.

Judikaël a wele alïes sant Malo, ha labourat a rênt neuze d’en em zantelât an eil egile. Eleiz a vanatiou a lakas sevel en e rouantelez ; hini Pempont eo ar brudetan aneze.

Pa welas an urz-vat hag ar justiz o ren endro d’ezan, e lôskas stur ar gouarnamant gant eun all, hag e tizroas d’ar manati en devoa tremenet ennan e yaouankiz. Eno e varvas en peuc’h, ar 16 a viz kerdu 650.

————


KENTEL


Lakomp grasou Doue da dalvezout


Ar zent eo ar re a oar ober ar gwellan impli gant sklerijen ha nerz ar Spered-Santel.

Ar bec’herien eo ar re a fell d’eze ober o fenn o-unan. Stourm a reont ouz ar c’hras. An Otrou Doue, an Ebestel, an Iliz hag ar skiant-prenan hen desk d’imp.

En eur gomz eus tud Israël, Doue a lavar : « Ho kalvet am eus ha n’ho peus ket grêt van. Astennet am eus ma brec’h ha n’ho peus ket grêt eur zell. »

N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Israël, tud Israël eo o deus grêt fae warni.

Jezuz-Krist a lavare : « Malloz d’it, Korozaïn, malloz d’it, Bethsaïda ; ma o dije bet klevet tud Tyr ha tud Sidon ar c’homzou ho peus klevet, ha ma o dije bet gwelet ar burzudou ho peus gwelet, o dije bet digoret o daoulagad, gwelet skler, ha grêt pinijen. »

N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Korozaïn ha da dud Bethsaïda ; tud Korozaïn ha tud Bethsaïda an hini n’eo ket fellet d’eze ober impli anezi.

Jezuz-Krist a lavare ive da Jeruzalem : « Ha ped gwech n’am eus me ket bet c’hoant da vodan da vugale endro d’in, evel ma vod al lapous e evnigou dindan e iskili, ha te n’eo ket bet falvezet ganit ! »

N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Jeruzalem, tud Jeruzalem an hini n’o deus ket goulennet ober impli anezi.

Sant Stephan a lavare d’ar Judevien : « Pennou kalet zo ac’hanoc’h, kalonou skornet, c’houi a zo dalc’h-mat oc’h enebi ouz ar Spered-Santel. »

« Ho pedi hag oc’h aspedi a reomp, eme sant Pôl d’ar gristenien gentan, da deurel evez gant aon na gouezfe gras Doue warnoc’h, hep talvezout. »

Eskibien ar bed holl, bodet en Trant en hanter ar XVIet kantved, a zisklerie :

« Doue ne c’hourc’hemenn netra dreist galloud an den ; pa c’hourc’hemenn, e lavar ober ar pez ma c’haller, goulenn e skoazel evit ar rest, ha bep gwech e ro anezi. »

Chom a reomp eta a-wechou hep lakat ar c’hras da dalvezout. Doue hag an Iliz hen lavar d’imp. Ar wirione-ze a anavezomp c’hoaz dre bon skiant-prenan. Diskennomp ennomp hon unan. Daoust ha ne dremenomp ket an hanter eus hon bue oc’h enebi ouz ar Spered-Santel ?