◄ Ilizou, touriou, kalvariou | Jili | Stephan ► |
ili a deuas er bed en kêr Athen, war-dro ar bla 650. E gerent a oa a ligne uhel, eus a ligne ar rouane zoken, war a leverer. Lakat a rejont rei d’o mab deskadurez war an holl skianchou. Athen, d’ar mare-ze, oa c’hoaz ar gêr vrudet ha darempredet evit he skoliou bras. Mes ouspen skianchou ar bed a rojont d’ezan. Kristenien oant eus an dibab, ha falvezout a reas gante lakat en kalon o mab ar c’hoant da vezan evelte. Nag a vugale a vije sent, ma kemerje o zud preder da lakat da ziwan en o c’halon eur c’hoant evel hennez. War skiant ar zent, Jili a reas kammejou brasoc’h c’hoaz eget war skianchou ar bed.
E-touez an holl vertuziou a vleunias en e ene, an hini a gemeras ar penn kentan a oe an izelded a galon. Mes Doue a ’n em blij o uhelat an dud a fell d’eze en em izelât. Eun devez mac’h ee an den yaouank d’an iliz, e kavas war e hent, o c’houlenn an aluzen, eur paour kez hanter-noaz ha dare da vervel, rak klanv bras oa. Leun a drue, Jili a ziwisk e vantel hag he lak war diouskoa ar c’hlanvour ; kerkent, heman a ’n em gavas pare. Jili a welas, dre eno, pegement e plij an aluzen da Zoue ; rak-se, da varo e gerent, e rannas etre ar beorien ar madou bras a oa deut digante.
Miraklou-all o vezan laket daoulagad an dud da baran re warnan e sonjas tec’hel diouz e vro gant aon rak ar meuleudiou. Pignal a reas war eul lestr a yee da Vro-C’hall. Eur barr-amzer spontus a zavas, hag a vennas he c’has da goll. Jili, dre drue ouz an dremenidi, a bedas Doue hag ar mor a sioulaas.
En Marseilh e touaras, mes ne chômas ket eno ; mont, a reas pelloc’h en douar, warzu kêr Arl. Burzudou a reas adarre eno, ha brud a zavas aneze ; an den yaouank a oe mall gantan pellât ha mont d’en em guz en eul lec’h goue, en traouien ar stêr Gard. Eno e kavas eur c’henvroad, e hano Veredem, o chom en eun toull en douar, demdost da Gollias. An toull kuz-ze a weler c’hoaz hirie, hag a zo darempredet kalz gant ar bardonerien. Jili ne zaleas ket da anaout santelez e genvroad. Er skol en em lakas gantan, ha gantan e teskas an doare d’ober ar beden a galon ha da chom bepred unanet gant Doue. An eil egile en em gennerzent hag en em zikourent da zevel uheloc’h bepred en skeul ar zantelez.
Eus ar c’heriadennou tro-war-dro, an dud a deue da c’houlenn kuzul digante, d’en em erbedi d’o fedennou ha da glask pareanz eus o c’hlenvejou. Dibôt oa d’eze koll o foan, rak ar burzudou brasan a c’hoarveze dre nerz pedennou an daou zant. Jili a lavare bepred n’en devoa peurz ebet er miraklou a zigoueze, hag e oa pedennou e genvreur eo a denne eus an nenv madelezou an Otrou Doue.
Eun devez, Veredem ne oa ket war al lec’h, pa oe digaset eun den klanv d’an ermitach. Jili a c’hoantaas e gas d’ar gêr, o lavaret ne oa nemet eur pec’her paour ha n’helle netra evitan ; ar goueriaded deut gant ar c’hlanvour a zisklerias krenn n’ajent ket kuit nemet p’o dije bet o mennad. Jili a bedas an Otrou Doue da evesât ouz fe an dud-ze, hag ar c’hlanvour a ’n em gavas pare. Aon a grogas adarre en den santel rak meuleudiou an dud. Daoust d’e garante evit e genvreur, e tec’has kuit, hag ec’h eas da chom c’houec’h pe seiz leo ac’hane, en eun draouien goloët a goajou hag a strouez, hanvet traouien Flavius. En skol Veredem, Jili en devoa desket bale anezan e-unan war hent ar baradoz, hep riskl da vezan touellet gant an drouk-spered. Kreski reas c’hoas e bedennou hag e binijennou. N’en devoa ken bevanz nemet lez eur c’havrez. Eun devez, mestr ar vro, Flavius Wamba, a oa deut da chaseal d’ar c’hoad ; ar chas a zibouchas ar c’havrez a vage ar zant. Houman, goude kant ha kant tro, skuiz-maro ha warnez bezan tapet, a skoas warzu lochen ar zant, evel evit goulenn skoazel. O klevet youc’h ar chaseourien, tourni ar chas ha klemmou ar c’havrez, Jili a deuas er-mêz eus e biniti. Raktal e welas an danjer ma oa e loenig koant, hag en em dôlas dirazan evit e ziwall diouz ar birou. Siouaz, unan eus ar chaseourien a oe kri awalc’h evit tennan bepred. Ar bir a dreuzas dorn an ermit. Flavius Wamba a oa ive war al lec’h. Ar zantelez moullet war drem Jili a skoas eun tôl en e galon. Dizrei a reas an de war-lerc’h evit e welet ; lakat a reas troc’han ar strouez a ziwalle e lochen. Ouz e welet neuze leun a zousder, en despet d’e boan, en em strinkas d’e dreid evit goulenn pardon. C’hoantât a reas louzaoui ar gouli, mes ar zant ne lezas ober netra. Gouzout a rê eo en kreiz ar boan e teu ar vertu da gemer he brasan lufr.
Eus bue sant Jili, n’eus netra anavezetoc’h eget ar skoazel a roas d’ar c’havrez. Ar bobl en deus gwelet eno ar merk eus ar skoazel he deus bet roët bepred an Iliz d’an dud dister, eneb d’an dud galloudus, d’an dud dinoaz eneb d’ar re o gwall-gas.
Flavius Wamba a dalc’has da zont alïes da welet an ermit santel. Ober a reas d’ezan donezonou eus ar re gaeran. Biskoaz ne falvezas da Jili digemer netra evitan e-unan. E lezel a reas hepken da zevel eur manati, evit ma vije ennan kanet meuleudiou an Otrou Doue, hed-a-hed ar c’hantvejou. Kalz menec’h ne zalejont ket da zont d’en em lakat dindan urz eun tad ken mat ha ken santel. Dous ha start, eveziant ha leun a furnez, eur skouer beo oa evit e holl venec’h.
Goude bezan bet en Rom o c’houlenn bennoz ar pab evit e vanati, ar pez a oe ôtreet d’ezan, dre eul lizer skrivet d’ar 26 a viz ebrel 685 ; goude bezan bet kalz da c’houzanv eus a-beurz ar Vuzulmaned, goude bezan bet eur rener leun a furnez evit Charlez-Martel, e varvas en peuc’h, war-dro ar bla 720.
Sant Jili a zo patron diou barouz eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger, Sant-Jili-Plijo ha Sant-Jili-ar-C’hoad.
En Sant-Jili-Plijo, an eus eur pelerinaj darempredet a-bell, dreist-oll de e bardon bras, ar zul kentan a viz gwengolo, hag ive de e bardon bihan, ar bempvet sul goude Pask.
Pedet eo eneb d’an drouk-sant, d’an tân-gwall ha d’ar spont ; e c’halloud a zo ’n em diskouezet, meur a wech, d’an dud kez skoet gant ar c’hlenved pe gant gwalen an tân ; ar vugaligou gwestlet d’ezan a ve ive diwallet gantan diouz pep spont.
Lavaromp d’ezan, gant parousianiz Sant-Jili-ar-C’hoad :
Reit ho pennoz d’al labourer
’ Vir sul ha gouel, ’vel ma tleer ;
A bep droug diwallet e dud,
E drevad hag e loened mud.
Ar preder a gemer ar gerent evit sevel o buale ne ve kammed poan gollet.
An izelded a galon a blij da Zoue muioc’h evit vertu-all ebet.
An dousder a c’hone kalonou an dud. C’hoant am befe da lavaret e c’hone ive hini al loened mut.