Buhez ar Sent/1912/Isidor, patron al labourerien-douar

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Hon Zalver Jezuz-Krist o pignal en Nenv Isidor, patron al labourerien-douar Anjela Merisi   ►
Sant Isidor


Tregontvet devez a viz Mae


SANT ISIDOR
Patron al labourerien-douar (***-1170)



Isidor a c’hanas en Madrid, en blaveziou kentan an daouzekvet kantved. E gerent a oa en dienez eus madou an douar, mes ne oant ket paour a bep hent : santelez a oa en o ene, ha rannan rejont anezi gant o mab.

Isidor a deuas abred da gasaat ar pec’hed ha da garet ar vertuz. E dud, elec’h e gas d’ar skol, her c’hasas da zerviji da di Yan Vergas, eun dijentil pinvidik eus a Vadrid. Heman a roas d’ezan mêreri Karamancha da labourat :

Eno, pell diouz an trouz
Hag holl safar ar bed,
Ar mêziou her c’helenne kenkoulz
Hag ar gouiziekan doktored.

Ne groge devez ebet en e labour, hep bezan bet, arôk, o c’houlenn bennoz an Otrou Doue ha hini ar Werc’hez Vari, en ilizou Madrid. Bemde e kleve an oferen, ha goude-ze, evit ’n em zigoll, e laboure kaeroc’h, hag a-benn an noz en dije grêt gwelloc’h labour ha muioc’h eget e amezeien. Ar re-man, droug enne, a glaskas sevel dindan Isidor, hag a damallas anezan dirak e vestr : « Ar gopraër-ze, emeze, elec’h labourat ho touarou, a zo aze bemde o sevel arôk an de hag o vont da droïeta dre gêr, war digare ober e bedennou, hag e ve goude-ze hanter an devez arôk ma ve dizro, ha ne ra neuze nemet dismantr al labour. N’eo ket dre m’hon deus droug outan e teuomp da gomz anezan evel ma reomp, mes ne garfemp ket e vefe grêt gaou ouzoc’h, hep lavaret d’ac’h. Breman e refet evel a gerfet. »

Yan Vergas, eun devez, a yeas eta da guz arôk an de, da welet petra oa a wir er pez a damalled d’e c’hopraër. De bras oa pa deuas ; Yan a zavas eus e guz da vont d’ober eur gourdrouz d’ezan. Mes e keit ma oa o vale, e welas en dachen diou alar, ejenned gwenn oute, daou zen yaouank gante, skedus o dremmou ha gwenn o dilhad, hag en kreiz, Isidor ive, gant e alar ; an tri benveg a frailhe douar ken buhan ha ken kempenn ma oa eun dudi sellet oute.

Yan Vergas, o welet ar burzud-ze, a chômas sebezet holl ; en eun tol, ne welas mui netra nemet e vevel o vont endro, evel kent. Diwar neuze, ne veze ket nec’het evit kas an teodou fall diwar e dro, pa deuent d’e gaout, da damall Isidor dirakan.

Karante al labourer devot evit ar beorien a oa ken bras ma roë d’eze ar goprou a c’honeze diouz e labour, ha Doue e-unan a rê burzudou en e genver, kentoc’h eget e lezel hep gallout ober aluzen.

En eur vreuriez e oa, hag eun devez e oa lein vras gant ar genvreudeur. Isidor a ’n em gavas war an divezat ha ne oa ket e-unan.

Peorien a oa ouz e heul.

— Petra, a oe lavaret d’ezan, d’an heur-man eo ’n em gavet da glask ho lein gant an dud-ze, pa ne chom netra nemet ho lod !

— Ma chom ma lod, eme Isidor, e chom trawalc’h, ni a ranno :

Gwell eo rannan etre dek,
Evit lezel unan heb.

Kerc’het a oe lod an den santel ; tra vurzudus, awalc’h ha re a oe anezi evitan hag evit ar re en devoa pedet da zont gantan.

Isidor a zimezas abred d’eur verc’h vat, eus e renk.

Bezan o devoe eur bugel a zavjont en doujanz hag en karante Doue.

Eun devez, epad ma oa an tad er park, ar c’hrouadur-ze a gouezas en eur punz hag a oe beuzet. Pa zizroas Isidor d’ar gêr, e kavas e wreg gouel-dour-dispenn. Ar c’hrouadur a oa c’hoaz er punz : o-daou en em doljont da bedi, hag o fedennou a oe ken c’houek ma c’honezjont an Otrou Doue. An dour a ’n em lakas da zevel ken na zigouezas betek barlen ar punz, da lakat ar c’hrouadur leun a vue etre daouarn e dud.

Ar maro kaer-ze a c’hoarvezas da hanter mae 1170.

Ar c’horf a oe sebeliet en bered Sant-Andre ; eno e chomas eun daou-ugent vla bennak. Neuze, war eur gemennadurez roët gantan e-unan, e oe savet e gorf eus e ve ; fresk-beo oa c’hoaz ; douget a oe d’an iliz elec’h m’hen enorer abaoue.

En miz du 1619, roue ar Spagn, Philip III, a oa gwall glanv en Kasarubia ; digaset a oe korf al labourer santel davetan eus Madrid, hag ar gwel anezan hen pareas en eun tôl krenn. Tri bla goude, d’an 22 a viz meurz 1622, Isidor a oe laket war roll ar zent gant ar pab Gregor XV, asamblez gant sant Ignas, sant Fransez Xavier, santez Thereza ha sant Philip Neri.

————


KENTEL


Micher al labourer-douar


An den zo krouet evit al labour ; ennan eo e kav e blijadur, hag ar bara c’houekan a zebr eo an hini a zo ar muian e c’houezen ennan.

Al labourer-douar a zo pep tra o komz d’ezan eus a Zoue, gened an trevajou, kan al lapoused, hiboud an dour, finv ar mor, mouez an avel, lufr ar stered ; an treo-ze holl a lavar d’ezan, pep-hini en e yez, anaout ha karet an Holl-C’halloudeg.

Al labourer-douar a labour war hanter gant an Otrou Doue : hen a dorr an douar. Doue a ro an had ; hen a had, Doue a ro an heol hag ar gliz. Evelse, an eil o welet labour egile, e teuont d’en em anaout ha d’en em garet muioc’h-mui, hag ar goumoulen a vir oute d’en em welet tâl ouz tâl, a danaoa kement ma venn kouezan.

Micher al labourer-douar, na kaerat micher, yac’husan hini ’zo vit ar c’horf, yac’husan hini ’zo vit an ene !