Buhez ar Sent/1912/Houardon

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Jakez de la Marca Houardon Andre   ►


Navet devez warn-ugent a viz Du


SANT HOUARDON [1]

Patron Landerne



Houardon a oe eskob en Leon. Bevan a reas en amzer sant Gouenou, sant Tenenan ha sant Herve, ar manac’h dall. Ginidik oa eus a Vreiz-Veur, evel an darn vrasan eus an ebestel kalonek a lakas sklerijen ar fe da zevel ’us da Vreiz-Izel. Herve ar pez a lavar d’imp ar skridou koz, e renas eskopti Leon war-lerc’h sant Tenenan. Da gredi eo e tremenas eur pennad bennak eus e vue war-dro Landerne, p’eo gwir kristenien ar gêr-ze a gemeras anezan da batron. Sant Tenenan, eskob Leon en e rôk, a gare dont, beb an amzer, da vanati Beuzit, savet gant sant Gwennegan, eil eskob Kemper, war douarou ar Baluded, tudjentil hag a oa o chom en kichen Landerne, war hent ar Forest. Eno e rê e ziskuiz. Houardon a reas eveltan.

Er mare-ze e oa Konomor o paouez lakat d’ar maro e bried Trifina hag e vab Tremeur. War c’houlenn Gwerok, roue Bro-Wened ha tad Trifina, holl bennou-bras Breiz a ’n em zastumas war ar Mene-Bre, evit barn ar roue kri ha fallakr. Sant Houardon a deuas kelou d’ezan ive da vont di, hag a gasas gantan sant Herve, brudet bras abalamour d’e furnez ha d’e zantelez.

Eno Konomor a oe distaget diouz an Iliz.

Eur wech tôlet an eskummunugen warnezan, sant Houardon ha sant Herve a zistroas da Gastel-Pôl. En eur zont d’ar gêr, ne oa hano gant ar manac’h dall nemet eus an treo kaer a zizoloë d’ezan an Otrou Doue. Sant Houardon a selaoue anezan gant plijadur hag a c’hoantaas gwelet e-unan an treo dudius-ze. En em gavet en Kastel-Pôl, an daou zant a dremenas tri devez o yun hag o pedi ; d’an trede devez, war-dro kreiste, en êl a lavaras d’eze sevel o daoulagad warzu an nenv, hag e weljont êle, arc’hele, sent ha sentezed ar baradoz, holl o veuli Doue. Ar gwel-ze ne badas nemet eun hunvre ; an daou zant en em lakas raktal da ganan ar psalm Cantemus Domino. An de war-lerc’h, sant Herve a zistroas d’e vanati, ha sant Houardon a dalc’has da ren e eskopti evit ar gwellan.

Sant Gouenou en devoa savet eur manati tost da Vrest ;

pa oa echu an iliz, sant Houardon a oe pedet da zont d’he binnigan. Eun nebeut blaveziou goude, an eskob santel a gouezas klanv, hag o kredi e oa arru ar maro gantan, e c’halvas sant Gouenou da zont d’e gaout ; goude bezan bet digantan e holl zakramanchou, e hanvas anezan da bignal war e lerc’h war gador eskob Leon.

Sant Houardon a varvas war-dro ar bla 650 goude donedigez Hon Zalver.

Chapeliou an eus en Kamlez hag en Boulvriak. Pedet eo, dreist-oll, gant an dud a vor.

————


KENTEL


An eskummunugen


Hep mar ebet, an Iliz he deus gwir da lakat he bugale en pinijen, pa dizentont outi.

Ar skolaer en deus gwir da lakat er-mêz eus e skol ar bugel ne vefe ket evit dont a benn anezan.

Ar penn-tiegez en deus gwir da gas eus e di ar plac’h pe ar mevel ne blij ket d’ezan.

Ar vro he deus gwir da harlui kement hini a glaskfe he gwerzan.

Hag an Iliz hepken n’he dije ket a wir da stlepel diwar he barlen ar c’hristen n’eo ket mat d’ezan senti outi ?

An dra-ze n’hall ket bezan ; an Iliz, evel an holl sosieteou-all, he deus gwir da eskummunugi, ha dre an eskummunugen eo he deus diwallet ar gwir fe, diarbennet an dizurziou, flastret an hereziou ha dispennet ar schismou.

An Iliz he deus gwir da eskummunugi, ha keit ha mac’h ey ar bed endro, e talc’ho da skei dizamant, evit o brasan mad, ar re eus he bugale a welo o heuilh ar gaou, goude ma vefent an dud galloudusan hag an dud gouiziekan a ve war an douar.



  1. An ôtrou chaloni Bail, ginidik eus a Landerne, en deus bet ar vadelez da rei d’an oberour an notennou a oa red evit ober bue ar zant-man.