Buhez ar Sent/1912/Gurthiern

Eus Wikimammenn



Trede devez a viz Gouere


SAINT GURTHIERN
Manac’h, VIet kantved



Gurthiern a oa mab d’eur roue eus Breiz-Veur uhelan. En eur brezel, daoust ma ne glaske tamm ebet hen ober, e lazas eun niz d’ezan, mab d’e c’hoar, hag a gare kalz.

Neuze, evit en em gastizan da vezan bet ken dievez, e lakas en e benn mont d’ober pinijen ar rest eus e vue.

En em denn a reas, da gentan, en eun draouien oue, a dreuze eur stêr yen-skorn. Bemde ha bep noz en em dôle en dour ar stêr-ze, hag e chôme goude-ze azezet war eur garreg, da lavaret e litaniou, da c’hortoz e izili da zec’han.

Eur brezelour eus e vro a ’n em gavas eun devez da gouezan warnan hag a glaskas e zigas endro da di e dad. Gurthiern a dreuzas neuze Breiz-Veur eus an eil penn d’egile ; digouezet en Bro-Gerne, e-tal ar stêr Tamer, e chomas eno eur pennad.

O welet eur vag oc’h ober hent etrezek Breiz-Izel, e c’houlennas pignal ebarz, hag en doare-ze e oe douget betek enez Groe. Eno e reas e ziskenn.

Koulskoude, Gwenediz a deuas buhan da anaout e zantelez, hag a vrudas anezi e-touez ar Gerneviz, o amezeien.

Gralon oa neuze roue en Kemper. Aboue m’oa bet kelennet gant e vignon sant Gwennole, ne glaske nemet an tu da rei d’anaout, muian m’hallje, ar relijion gristen en e rouantelez.

Dont a reas a benn da lakat Gurthiern da zont da chom etre an Izol hag an Elle, elec’h m’eman breman kêr goant Kemperle, hanvet an aour ôd, er mare-ze. Eno, an den santel a ’n em roas d’an oberou a drugare ; e bedennou o devoa ar c’halloud da barean ar c’hlenvejou. E di a deuas da vezan minihi holl dud reuzeudik ar vro ; d’an disteran ma vezed nec’het, e tireded d’en em erbedi ouz ar zant.

Eur blavez, Gwenediz a oa ar gernez o vont da gouezan warne, kement a brenved a oa o tagan an ed ; Gwerok, roue ar vro, pa welas ar pez a c’hoarveze, a gasas tri gannad, Goudoual, Katuoz ha Kadour, da c’houlenn skoazel ouz Gurthiern. Heman a gemeras true ouz e genvroïz ; teuler a reas dour binniget war o douarou ; kerkent, ar prenved a varvas hag an eost a oe mat.

Gwerok, evit e drugarekât eus ar vad en devoa grêt d’e rouantelez, a roas d’ezan eur c’horniad douar, en tu kle d’ar Blanoez, en parouz Kervignag, el lec’h a hanver c’hoaz, en de a hirie, Lok-Gourhien.

Eno e varvas an den santel, en blaveziou kentan ar VIet kantved, hag eno e oe sebeliet.

Pa deuas an Normaned d’ober treuz en Breiz-Izel, e oe douget e relegou da enez Groe, elec’h ma oent kavet en XIet kantved.

Sant Gurthiern eo patron parouz Langolen, en eskopti Kerne. Er plas m’eo bet o chom en Kemperle, eo bet savet, a c’houde, abati vrudet « ar Groaz Santel. »

————


BOKED


Karet ar sioulder, rak hi eo mamm ar beden hag ar c’hlanded.

Sant Bonavantur.

Ar sioulder eo êl-mirer ar gwir devosion.

Santez Skolastika.