Buhez ar Sent/1912/Gregor

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Pôl Aurelian Gregor Mathild   ►


Trizekvet devez a viz Meurz


SANT GREGOR
Pab ha Doktor, reizer ar c’han Iliz (590-604)



Gregor, lezhanvet meur, ha n’e ket heb abeg, a c’hanas en Rom, war-dro ar bla 540. E dad, Gordian, a oa senatour, hag hen e-unan a gemeras peurz, eur pennad, en gouarnamant ar vro.

Da varo e gerent, e savas c’houec’h manati er Sisil, hag eur seizvet en Rom, en e di, hag eno e wiskas saë ar venec’h, d’e vla ha tregont, goude bezan rannet e holl vadou etre ar beorien.

Eun devez, o tremen er marc’had, e kavas eno eun toullad pôtred vihan, digaset di da werzan. Ar gwel eus o gened hag eus o yaouankiz a reas d’ezan goulenn ha kristen e oant.

— Nan ! a lavaras ar marc’hadour.

— Ma ! mantrus eo, emezan, e vefe korfou ken koant dindan galloud an drouk-spered, ha ne vefe ket gras Doue o chom en pennou ken seder !

O vezan klevet e oa ar vugale-ze eus a Vro-Zôz, e c’hoantaas mont betek eno da brezek ar fe.

Ar pab Beneat I, hag a oa neuze war Gador sant Per, a roas d’ezan ôtre ; mes a-boan ma oa gouveet e oa et en hent, tud Rom a yeas droug enne ha ne rojont peuc’h ebet d’ar pab, ken ne gasas urz d’ezan da zizrei, rak anez, emeze, o c’hêr a oa grêt ganti.

Gregor, war an urz kaset d’ezan, a deuas war e giz. Eur pennad goude, e oe grêt kardinal ha kaset, evel kannad, da Gonstantinopl, elec’h ma chomas c’houec’h vla. Eno, an eskob Eutychius a lavare e vije ar c’horfou, eur wech savet eus a varo da veo, ken tano ma n’helljed ket kaout krog enne. Gregor a zispennas ken brao e gelennadurez, ma reas an impalaer dêvi raktal e levriou ; hag Eutychius e-unan, o vezan kouezet gwall-glanv, nebeut awalc’h a amzer goude, a groge en kroc’hen e zorn, dirak eleiz a dud deut d’e welet, hag a lavare : « Anzao a ran e savfomp holl eus a varo da veo, gant ar c’horfou hon deus bet war an douar. »

Pa zizroas da Rom (585), e sikouras ar pab Pelaj II da gas aferiou an Iliz endro ; ha pa varvas heman, pemp bla goude (590), an holl a hanvas anezan da vont en e blas.

Dre ma kave ar garg-ze re bonner diouz e ziskoa, Gregor a glaskas tec’hel. Poan an evoe, rak ar bobl a gemere difianz anezan hag a dôle evez. Koulskoude e teuas a benn d’en em glevet gant diavêzidi, hag ar re-man a lakas anezan en eur baner haleg, hag a reas d’ezan mont evelse eus kêr, dre guz.

Epad tri devez, e redas a-dreuz da dreuz d’ar c’hoajou ha d’ar meneziou. En Rom, dal ma oe anavezet ar c’helou, e oe kanv bras. Epad tri devez, kêriz a yunas hag a bedas, da c’houlenn digant Doue dizro o fastor muian-karet. Mont a rejod d’e glask, hag eur sklerijen, a heuilhe anezan dre mac’h ee, eo hen diskuilhas.

Gregor a oe neuze douget, en kreiz ar meuleudiou, betek iliz Sant-Per, hag an de war-lerc’h, e oe kurunet pab, dirak ar bobl a ouele gant ar joa. Keit ha ma chômas en penn an Iliz, e roas testeniou niverus eus e zantelez, eus e ouiziegez hag eus e aked da greski gloar Doue.

Bemde, en dije eur pardoner bennak o tibri ouz e dôl, hag an Otrou Doue a azezas eun devez en o zouez.

Sebezus eo al labour a reas, daoust d’an nebeut a yec’hed an evoa, epad ar pevarzek vla ma vevas war Gador sant Per.

Bepred e vije ar bluen en e zorn, evit diskuilh ha dispenn ar gwall c’hiziou, evit gourc’hemenn heman, pe alian hennont, evit gourdrouz eun trede ha rei kalon d’eur pevare. Eiz kant daou-ugent lizer bennak skrivet gantan a virer c’hoaz.

Kement a c’hoant an evoa da welet e veleien desket, ma c’hellas eun eskob skrivan d’ezan, eun devez : « Ma vije red d’ar veleien bezan ken gouiziek ha m’ho peus c’hoant, ne vije kavet hini ebet ken ! »

C’hoant an evoa ive da welet aneze santel, rak evitan, ar veleien fall a zo henvel ouz dour-meur ar vadeziant a walc’h ar pec’hejou, hag a ya, goude-ze, d’en em goll en toull an dour fank.

Skrivan rê da eskibien ar zav-heol ha da re ar c’huz-heol, da gas d’eze e urziou. Kas a reas ar manac’h Augustin, gant daou-ugent eus e vreudeur, da c’honid ar Zôzon da Jezuz-krist. Peurskei a reas e traou relijion ar baganed, er Sisil, er C’hors hag er Sardaign.

Sevel a reas Levr ar Pastor, peder loden ennan ; er gentan, e lavar piou a c’hell bezan beleget ; en eil, penôs e tle bezan ar bastored ; en trede, penôs e tleont kelenn ; er pevare, pegen izel a galon e tleont bezan.

Hennez eo kaeran levr a gave gwechall ar re goz, goude ar Skritur-Zakr.

Bezan e oe ar pab a labouras ar muian da zevel ar c’han-iliz dre ar bed kristen.

Da gomzou an oferen, e roas toniou dudius, a zo deut betek ennomp, hag a gaver ken kaer, ma leverer e tle bezan o desket gant an êle. Evit miret ar c’han-ze war e lerc’h, an evoa savet, en Sant-Yan-Latran, eur skol elec’h ma teske anezan d’ar vugale. E-unan e teue d’o skola, ha pa veze an drouk-izili o stourm outan, e rê e zougen e-touez e bôtred vihan, ha gourvezet war eur gwele, e roë e gentel, gant eur vaz en e zorn, da skei war ar re a fazie. Eus ar skol-ze eo e teue ar re a zeskas en Bro-C’hall, en amzer Charlemagn (800), toniou-iliz sant Gregor.

Sant Kemo, ermit, enoret en Lo-Kemo, parouz Tredrez, eo merket ive e hano, en de a hirie, war roll ar zent breton.

————


KENTEL


Kan ar bobl en iliz


Evel m’hen gwelomp dre lizerou an abostol sanl Pol, ar gristenien gentan, p’en em zastument evit al lidou sakr, a gane. Ar c’han en Iliz a zo ken koz eta hag an Iliz hec’h-unan.

Pa bignas sant Gregor war Gador sant Per, e kavas e oa dishenvel doare kanan peb iliz. En em lakat a reas da zastum an toniôu braoan anavezet en ilizou ar zav-heol hag en re ar c’huz-heol ; ober a reas eun dibab etreze, a reizas goude-ze diouz e c’hiz, hag a zeskas da ganerien iliz Sant-Per en Rom.

Er bla 1904, e oa goueliou bras en Rom, en enor d’an drizekvet kantved abaoue m’oa tremenet sant Gregor da welloc’h bro. Pi X a gemeras tu ac’hane evit skrivan e eil lizer-a-bab, hag e c’hourc’hemennas drezan kemer preder gant ar c’han-iliz, o tizrei da hini sant Gregor.

Eun iliziad tud o pedi, pep-hini diouz e du, a zo kaer ; eun iliziad tud o kanan holl a-unan, gwazed ha merc’hed, bep eil, a zo dudius. Faziou a vo grêt marteze, er penn kentan dreist-oll, mes gant an amzer e vo grèt gwell. Kanomp eta, pa vezomp en ofisou : meuleudiou Doue a vezo kaeroc’h, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou.