Buhez ar Sent/1912/Gouel an Innosanted santel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Yan Gouel an Innosanted santel Thomas Kantorberi   ►


Eizvet devez warn-ugent a viz Kerdu


Gouel an Innosanted Santel
Merzerien



Nebeut goude m’oa ganet Jezuz en Bethleem, Doue, dre eur stereden vurzudus, a roas da anaout ar c’helou da dri roue eus ar zav-heol. An tri roue a zentas war an tôl hag a ’n em lakas raktal en hent ; eur stereden a gerze en o rôk hag a ziskoueze d’eze an hent a dleent kemer. A-vec’h m’oant digouezet en

Jeruzalem, ar stereden a yeas da guz. An tri roue a c’houlennas pelec’h oa ganet roue ar Judevien : « Gwelet hon deus, emeze, e stereden, ha deut omp d’hen adori. » Pa glevas ar c’helou-ze, ar roue Herodez en devoe aon da goll e rouantelez ha da vezan diskaret ; pedi a reas an holl dud desket eus kêr da zont d’e gaout, ha digante e c’houlennas pelec’h e tlee genel ar C’hrist : « En Bethleem, emeze. Setu aman ar pez en deus skrivet ar profed : « Ha te, Bethleem, n’out ket an disteran eus kêriou Juda, rak ac’hanout e savo an Hini a dle gouarn ma fobl ». Herodez a reas neuze, dre guz, gervel an tri roue, ha goude bezan goulennet digante ar mare m’oa en em ziskouezet d’eze ar stereden, e lavaras : « Et da Vethleem, klasket mat ar bugel, ha p’ho pezo e gavet, deut da zigas kelou d’in, mac’h in ive d’hen adori. »

An tri roue a skoas warzu Bethleem. Ar stereden a ’n em ziskouezas adarre hag a gerzas en o rôk betek m’oant digouezet el lec’h ma oa ar C’hrouadur-Doue. Kaout a rejont er c’hraou ar Werc’hez gant he mab ; en em dôl a rejont d’an daoulin evit e adori ha kinnig d’ezan profou kaer : aour, ezans ha mir. Goude-ze, Doue a roas urz d’eze da zistrei d’o bro dre eun hent-all.

Herodez a oa eun den kri ha digalon. Arôk neuze, en devoa lazet pe laket lazan e wreg, an daou grouadur en devoa bet diouti, hag e wellan mignoned. Pa welas ne zizroe ket tri roue ar zav-heol, ec’h eas droug ennan hag e roas urz d’e zoudarded da lazan holl vugale Vethleem ha tro-war-dro, betek an oad a zaou vla. Kredi rê d’ezan e c’hallje evelse lemel e vue digant ar mabig Jezuz.

Mes eun êl a deuas da gât Jozef, hag a lavaras d’ezan epad e gousk : « Savet, kemeret ar bugel hag e vamm ; tec’het d’an Ejipt, ha chomet eno ken ma lavarin d’ec’h. » Jozef a zentas war an tôl, ha gant ar Werc’hez hag ar c’hrouadur ec’h eas d’an Ejipt.

Soudarded Herodez a zigouezas, prest goude, en Bethleem, hag a stagas dioustu gant o labour milliget. Truezus meurbed oa klevet mammou ar vugaligou gez !

« Perak, e lavare unan, e lemet-hu diganin an hini am eus laket er bed ? Nag a evez n’am eus ket tôlet epad ma tougen an hini a lazet gant kement a grizder ! » Eun all a youc’he : « Grêt d’in mervel gant ma c’hrouadur ; mar zo torfed, me eo am eus hen grêt ! » Houman a lavare en eur grial-forz : « Ne glasket nemet unan hag e lazet eun niver bras, ha kaer ho pezo, n’hen c’havfet ket ! » Hounnez a lavare : « Deut, Salver ar bed, c’houi n’hoc’h eus aon
rak den, en em ziskouezet d’ar zoudarded evit ma chomo hon bugaligou ganimp. »

Ar zoudarded ne rênt van evit o c’hlevet ; diframman a rênt o bugale eus o daouarn ha, hep true ebet, e lazent aneze.

Ar vugale-ze laket d’ar maro dre urz Herodez a zo enoret evel merzerien, rak lazet int bet abalamour da Jezuz hag en e lec’h, ha petra bennak ne oant ket evit komz, bet o doa eur c’horf hag a c’halle gouzanv ha mervel evit Jezuz-Krist.

Ar roue Herodez ne zaleas ket da vezan kastizet. Mervel a reas gant poaniou ken kri ma kave d’ezan e oa an tân en e greiz. Lod eus e gorf a oa debret gant ar prenved, ha kement a flêr a oa gant e alan ma oa rukunus tostât outan.

J.L.P.

————


KENTEL


Ar Vuhanegez


I. — Es eo c’houezan an tân-gwall, diêsoc’h e vougan ; es eo lakat droug da vont en eun den, diêsoc’h tennan anezan. Diwallet eta diouz ar vuhanegez. Dre ho skiant-prenan e ouzoc’h pegement a zroug e ra.

Herodez, o welet ne deue ket an tri roue da zigas kelou d’ezan eus ar pez o devoa gwelet en Bethleem, a yeas kement a gounnar ennan ma roas urz da lazan holl vugaligou ar gêr-ze. Dinam oant koulskoude ; n’eus forz ; c’hoant en devoa d’en em venji.

Daoust hag ar vuhanegez n’he deus ket douget ac’hanoc’h d’ober gwaperez ha fallagriez ?

II. — Na pebez tristidigez a oe en Bethleem, pa deuas di ar vourrevien ; diframman ’rênt ar vugale eus adre daouarn o mammou hag e lazent aneze dirake. Gwir eo, ar verzerien vihan-ze o deus gonezet ar baradoz, mes nag a familhou a zo bet laket en kanvou dre vuhanegez eun den hepken !

Nag a zarvoudu spontus a zigouez en eun hunvre, pac’h a droug en dud !

Herodez a glaske Jezuz, mes ne gavas ket anezan ; tec’het oa d’an Ejipt. An den en kounnar a glask ive e blijadur, mes en e lec’h ne gav nemet tristidigez.

III. — Dal ma ve tremenet ar barr, e krog ar morc’hed er galon ; mezek e teuer da vezan ; keun a zav, keun war-lerc’h ; ma karfed furât goude, ar c’heun, da vihanan, a dalvezfe d’eun dra bennak.