Buhez ar Sent/1912/Gouel Nedeleg

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Tarsila Gouel Nedeleg Stephan   ►
Gouel Nedeleg
Pempvet devez warn-ugent a viz Kerdu


Gouel Nedeleg


Salver ar bed a zo savet evel
an heol, ha diskennet eo war
barlen ar Werc’hez evel ar
gliz war ar c’hlazen. Alleluia.


En deveziou-ze, e teuas urz, abeurz Sezar-August, da niveri ar bed holl. An niveredigez kentan-ze a oe grêt gant Cyrinus, gouarner ar Syri. An holl a yee da zisklerian o hano, pep-hini en e gêr. Jozef ive a yeas eus Nazareth er Galile, bag a bignas er Jude, en kêr David, hanvet Bethleem, rak bezan oa eus gouen ha familh David. Lakat a renke e hano gant Mari e bried, a c’hortoze bezan mamm.

Epad ma oant eno, e teuas eviti ar mare da c’henel. Lakat a reas er bed he mab penn-her, ha goude bezan e vailhuret, e c’hourvezas anezan en eur c’hraou, abalamour ne oa ket a blas evite en hostaleri.

Hag ar bugel-ze, ken dister da welet, oa komzou anezan, pevar mil bla a oa.

Bezan oa er memes lec’h pastored hag a ziwalle o loened, pep-hini d’e dro, epad an noz.

Ha setu, en eun hunvre, an oablou digatar
A oe sklerijennet gant eur sklerder dispar,
Eur sklerder hag a rea eus an noz eun de bras,
Ha dindan bolz an nenvou, eun arc’hêl a baras.

Eur spont bras a grogas er bastored. Mes an êl a lavaras d’eze : « N’ho pezet aon ebet ; me a zigas d’ec’h eur c’helou mat, a vezo eun dudi evidoc’h hag evit ar bobl a-bez. En kêr David zo ganet d’ec’h hirie eur Zalver, a zo ar C’hrist, an Otrou. Ha setu evel mac’h anvefet anezan : kaout a refet eur bugel mailhuret ha gourvezet en eur c’hraou. »

Kerkent, eur bagad êle eus an nenv a ’n em unanas gant an êl, hag e veulent Doue, hag e lavarent : « Gloar da Zoue en lein an nenvou, ha peuc’h war an douar d’an dud a volonte vat. »

Pa oe tec’het an ele, ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp betek Bethleem ha gwelomp ar pez a zo digouezet hag an eus roët an Otrou d’imp da anaout. »

Diredet a rejont eta hag e kavjont Mari ha Jozef hag ar bugel gourvezet en eur c’hraou. O welet anezan, ec’h anavezjont ar wirione eus ar pez a oa bet lavaret d’eze diwar e benn. Kement hini a glevas an dra-ze a oe souezet, hag ive gant ar pez a oa bet lavaret d’eze gant ar bastored.

Hogen, Mari a vire an holl dreo-ze ’vit o fouezan en he c’halon.

Ar bastored a zistroas en eur rei enor ha meuleudi da Zoue evit kement o devoa klevet ha gwelet, herve m’oa bet lavaret d’eze.

————


KENTEL


An Ele hag ar Bastored


I. — KAN an ELE

Pep trouz zo deut da gouezan,
An avel a chom hep c’houezan ;
Ne gren mui, zoken, an deliou,
Sioulder vras a ren er mêziou.

Hanter-noz eo. Den ebet ken ne zonj en daou dremeniad a zo deut eus a Nazareth hag a zo en em dennet en kraou Bethleem. Mari a zo war zav ; en eun tôl, eun tarz sklerijen a lintr endro d’ezi ; klevet a rêr klemmadennou dister : ar Mabig Jezuz a zo ganet. Er memes amzer, an Ele a ziskenn eus an nenv hag a gan war o zelennou aour :

Gloar da Zoue ha peuc’h d’an dud.

Na pebez gouel en nenv ! Na pebez dudi war an douar !

Jezuz a deu er bed abalamour d’ec’h. Ha chom a c’hellet-hu heb e garet ?
II. — GWELADEN AR BASTORED

Piou a oe galvet da zont, da gentan, da welet ar bugel Doue ? Daoust hag Herodez eo ? Daoust ha tud pinvidik ar bed eo ? Daoust ha Doktored Jeruzalem eo ? Nan. Jezuz, paour, izel ha glan a galon evel mac’h eo, ne zell ket ouz treo lugernus ar bed. Mêsaerien hag a oa o vêsa o denved war grec’hennou Bethleem eo a oe pedet da gentan ; tud paour, izel ha glan evel Jezuz, ha disprijet eveltan ; paour en arc’hant ha pinvidik en zantelez ; tud war evez, da lavaret eo, tud birvidik. An dud paour, izel, glan ha birvidik a galon eo a blij d’ar Mabig Jezuz.

III. — PROFOU AR BASTORED

Na pebez fe eo hini ar bastored ! Mont a reont d’ar c’hraou ; eno ne welont nemet mogeriou dirapar, hag eur bugel, henvel ouz ar vugale-all, gourvezet war ar plouz. Mes an êl en deus komzet, hag e daoulinont en harz ar c’havel da adori Doue en e vailhurou. Ar profou o deus da ginnig a zo dister ; mes d’o heul e roont o c’halon berv gant ar garante, hag an dra-ze, dreist pep tra, eo a gar Hon Zalver kaout.

Kinniget ive ho kalon da Jezuz. Laket anezan da ziskenn ennoc’h hirie dre ar gommunion, ma ho lako da ’n em chench ennan.

————


Kanaouen Noz Nedeleg


WAR DON : Christe Kedemptor.

I

Kanomp hirie gant levenez,
Rak evidomp-ni eur Werc’hez
He deus laket eur mab er bed,
O vezan mamm ha gwerc’h bepred.

II

O pebez bugel buirzudus,
Mab d’an Otrou Holl-C’halloudus,
A ziskenn eus ar baradoz
Evit dont d’hon gwelet fenoz !

III

Al loar, an heol hag ar stered,
Ar mor, an douar en deus grêt ;
Krouet en deus tud hag ele ;
D’e vamm e roas ar vue.

IV

Arôk an amzeriou eo bet,
Pa ne voint ken e vo bepred,
Ha koulskoude, war he barlen,
Mari, bihanik, hen dougen.

V

E balez a zo en nenvou,
Da lez en deus eledigou,
Hag e c’hourve en eur c’havel,
En eur c’hraou digor d’an avel.

VI

Divent eo e rouantelez,
Dreist niver e binvidigez,
Hag e teu paour war an douar
Da vervel war Groaz ar C’halvar.

VII

Krouadurig c’hoaz ken dister,
Gant Jozef hag ho mamm dener.
Jezuz, gwir den ha gwir Doue.
M’hoc’h anave evit roue.

VIII

Me hoc’h ador a greiz kalon,
C’houi zo deut er bed evidon ;
Ma selaounet, Doue bugel ;
Grêt m’ho karin betek mervel.

Gwennael.