Buhez ar Sent/1912/Franseza Amboaz
◄ Charlez Borrome | Franseza Amboaz | Iltud ► |
ranseza, gloar Breiz ha bleunien ar C’harmel, merc’h henan Loeiz Amboaz ha Mari Rieux, a oa ganet er Poatou, an 9 a viz mae 1427. Pevar bla goude, an 21 a viz gouere 1431, e oe prometet da Ber, an eil eus bugale Yan V. Adalek neuze, e oe savet en Naoned, en lez duked Breiz, gant an dukez Jann, pried Yan V ha c’hoar Charlez VII, roue Frans. Jann a oa eur wreg santel, a reas dre he c’henteliou mat eur zantez eus an hini a dlee bezan he merc’h-kaer ; he c’hustumi reas da gemer plegiou mat ; dal ma c’hallas komz, e teskas d’ezi ar c’hatekiz hag an doare da bedi a c’henou hag a galon, evel ma oa bet desket d’ezi he-unan gant sant Visant Ferrier.
Franseza a diskouezas abred e vije divezatoc’h eur zantez. He flijadur oa mont da welet an ilizou ; ne golle ket he amzer o c’hoari evel ar vugale-all eus e oad, mes bepred e veze oc’h ober eun dra bennak, o nezan, o wriat, o lenn pe o skrivan. Pa veze eur brezegen bennak en iliz, ne vanke gwech ebet da vont d’he selaou, ha goude, ar rest eus an de, ne veze ken hano ganti nemet eus ar pez en dije lavaret ar prezeger.
Adalek he blaveziou teneran, e tiwanas en he c’halon an devosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter ; da vare ar gorreou, pa zave ar beleg an hosti da vezan adoret gant ar bobl, e veze gwelet alïes an daerou o tont en he daoulagad ; en deiou ma tlee an duk, an dukez hag holl dud o lez tostât ouz an dôl zantel, e veze trist-maro ; ne zebre na ne eve, ha kaer e vije, n’halled ket tennan diouti petra vije kiriek d’ezi da vezan evelse. Eun devez, nec’hetoc’h evit biskoaz, an dukez a gemeras anezi a-goste, hag a c’houlennas petra oa oc’h ober d’ezi kemend-all a boan :— Allas ! itron, eme ar verc’h vihan, an ôtrou duk ha c’houi, hag holl dud ho lez, ho peus bet hirie an eurvat da reseo korf hon Zalver, ha me hepken, dre n’am eus ket an oad, a renk chom a-drenv. Gwelet neuze ha n’am eus ket a lec’h da ’n em gaout diês ?
Hag ar brinsez a ouele.
— Arabad d’ec’h gouelan ken, ma n’eus nemet se, eme Jann, rak da ouel an Holl Zent a zeu, e tostafet, mar gallan, ouz tôl ar Zakramant.
Ha hi raktal da gaout kovezour ar verc’h, an Tad Yvon Pontsal, manac’h eus a Gemperle, a oe, er blavez-ze, sakret eskob en Gwened. Heman, o welet devosion hag anaoudegez Fransezaïk, a gavas mat gwelet anezi o tostât dioustu ouz sakramant an ôter, daoust ma n’he devoa c’hoaz nemet pemp bla (1432).
Er bla war-lerc’h, an dukez Jann a varvas ; arôk tremen, e vinnigas gant teneredigez an hini a dlee bezan he merc’h-kaer, hag e roas d’ezi, gant he c’henteliou divezan, ar chapeled koad he devoa bet digant sant Visant Ferrier.
Eiz vla goude, er bla 1441, e oe grêt gant lid bras he eured gant an ôtrou Per, hag en deiou war-lerc’h, ar priejou neve a yeas da chom da gastel Gwengamp [1].
Nao bla goude, da varo an ôtrou Fransez I, e pignjont war drôn Breiz.
Franseza a dôle evez evit na vije roët ar c’hargou nemet d’ar re oa barrek d’en em denn enne ; he brasan c’hoant oa gwelet holl lezennou an Iliz miret en he dukach ; ne oa ket jalet da welet lakat truajou neve war ar bobl. P’en em vodas holl bennou-bras Breiz en Gwened, er bla 1451, e oa darn hag a lavare e oa peuc’h er vro eur pennad a oa, e kreske an arc’hant e-touez an dud, hag e oa mat kreski ive an truajou, gant aon, pa vijent re en o êz, n’halljed mui dont a benn aneze.
An dukez vat a ziskouezas e oa dever kentan ar brinsed gwellât stad ar re a oa dindanne ha nan pinvidikât an dud piz gant c’houezen ha gwad ar bobl. Lakat a reas ar gwir da vezan trec’h d’an dislealded, ha setu perak e ve lavaret :
Daoust d’ar re fall, ar Bobl, en Breiz, a yeas war well,
En amzer an duk Per hag e bried santel.
D’ar 17 a viz gouere 1453, ar Zôzon a oe trec’het en Kastilhon gant ar C’hallaoued skoazellet gant ar Vretoned, ha dreist-oll gant ar pedennou birvidik a lakas an dukez ober dre Vreiz evit goulenn ar viktor-ze.
Er bla 1455, war c’houlenn duked Breiz, e oe laket hano Visant Ferrier war roll ar zent ; pa oe grêt en Gwened ar goueliou bras kentan en e enor, ar 5 a viz ebrel war-lerc’h, duk ha dukez Breiz a oa en penn o Bretoned o pedi en harz relegou ar zant neve.
D’an 22 a viz gwengolo 1457, an ôtrou Per a varvas. He c’herent ha Loeiz XI, roue Frans, a glaskas, dre gaer ha dre heg, lakat Franseza da addimezi. N’halljont ket ; da daou-ugent vla, e wiskas, en Gwened, saë leanezed Urz Karmel. War urz Sixt IV, ec’h eas da ren manati Itron-Varia-Iskoëd, en kichen Naoned. Eno e varvas, ar 4 a viz du 1485, en eur lavaret d’he c’hoarezed, evel kimiad, ar c’homzou e oa kustum da lavaret alïes : « Gant a refet, grêt ma vezo bepred karet Doue dreist pep tra ! »
Pi IX, an 11 a viz gouere 1863, a roas ôtre da viret ha da greski he devosion.
Jezuz-Krist, epad ma oa war an douar, a ziskouezas ouspen eur wech pegen mignon oa d’ar vugaligou. E blijadur oa bezan en o zouez ; lakat a rê e zaouarn warneze ; pokat a rê d’eze ; binnigan rê aneze. Droug oe gantan, eun devez, gwelet e ziskibien o pellât aneze dioutan, hag o gourdrouz a reas evellen : « Lezet ar vugaligou da zont davedon, ha na viret ket oute, rak rouantelez Doue a zo d’ar re a zo henvel oute. »
Abalamour da ze, an Iliz katolik, en amzer goz, a roe ar gommunion d’ar vugale, zoken d’ar re a oa en oad teneran ; kommunjet e vezent, evit ar wech kentan, da ze o badeziant, hag Iliz ar Zav-Heol a dalc’h bepred d’ober evelse. Mes gant aon na deuje ar vugale ne vezent ket dizonet c’hoaz, da deurel ar bara konsakret e teuas abred ar c’hiz da gommunian aneze dindan doareou ar gwin hepken.
Eur mare a deuas, zoken, hag ar c’hiz-ze a oe dilezet en Iliz ar C’huz-Heol. Ar vugale ne oent ket lezet ken da dostât ouz an dôl zantel, nemet pa veze deut d’eze eun tamm anaoudegez bennak eus ar Zakramant, meulet ra vezo. Ar c’hiz neve-ze a oe embannet gant konsil-meur Latran, er bloa 1215.
Mes faziou bras a oe grêt en meur a lec’h, pa oe ar c’houlz da glask an oad ma teu ar c’hrouadur da gaout e anaoudegez, ha dre ze, ar vugale gez a renke gortoz dek ha daouzek vla, hag en meur a lec’h, pevarzek hag ouspen, arôk bezan kavet mat da dostàt ouz ar gommunion. O eneou dinam, o vezan ne vriatae ket Jezuz-Krist aneze, n’en em vagent ket dre an diabarz ; ha petra c’hoarveze ? Koll a rênt o glanded ha kouezan rênt er pec’hed, arôk m’o deveze, zoken, tanvaet ar bara burzudus en dije roët nerz d’eze d’en em viret diouz an droug.
Rak arabad fazian : sakramant an Oter n’eo ket eur rekompanz eo, mes eul louzou eneb sempladurez an den, a zav diwarnomp hon faziou pemdeziek hag a vir ouzomp da gouezan er pec’hejou marvel.
Abalamour da ze, Pi X, dre e gemennadurez Quam singulari Christus amore, embannet d’an 8 a viz eost 1910, en deus roët urz da gas ar vugale da gommunian dal ma teuont da gaout skiant, ma o deus anaoudegez eus misteriou brasan ar fe, ha ma ’z int goest da zishenveli bara an Oter diouz bara ar c’horf, trawalc’h evit tostât ouz an dôl zantel gant an devosion a zere ouz o oad. D’an tad, pe d’ar re a zalc’h e blas, ha d’ar c’hovezour eo gwelef da be mare e c’hall eur bugel ober e gommunion gentan.
Gourc’hemennou an Otrou ’n eskob Morelle diwar-benn kommunion gentan ar vugale [3]. — Da gentan, ar vugale a c’hall hag a dle tostât ouz an dôl zantel, dal ma teuont da gaout skiant, da lavaret eo, war-dro seiz vla ; evit darn, e c’hall bezan kentoc’h hag evit darn-all divezatoc’h.
Ar vugale en oad-ze a c’hallo mont da gommunian : da gentan, gant m’o devo anaoudegez eus tri mister brasan ar relijion, eus ar finveziou divezan, eus sakramant ar Binijen, eus sakramant an Oter, hag eus an doare da gemer da dostât ouz ar zakramanchou-ze.
D’an eil, gant m’o devo devosion, da lavaret eo, gant ma ouezfont mat ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo, an Aktou a Fe, a Esperanz, a Garante hag a Gontrision, ha gant ma vezo anat eman o tiwan enne ar garante en kenver Jezuz-Krist en sakramant an Oter.
D’an trede, gant ma prometfont, i hag o c’herent, pe ar re a zalc’h o flas, heuilh skol an Iliz betek o fask bras kentan.
Roët en St-Brieg, d’an 12 a viz kerdu 1010.
- JUL
- Eskob Sant-Brieg ha Landreger
- ↑ JILI BREIZ. — Epad an amzer a dremenjont eno, e c’hoarvezas en Breiz eun darvoud skrijus a roas kalonad d’eze hag a lakas kanvou ’barz ar vro a-bez. Jili, o breur yaouank, a oa dimezet da Franseza Dinan, pinvidikan pennherez a oa en Breiz. Hogen, en lez o breur henan e oa deut da chom eun dijentil, e hano Arzur Montauban, c’hoant bras gantan ive kaout da bried ar Vreizadez pinvidik-se ; evit dont a benn eus e dôl, e tamallas Jili dirak e vreur, hag e roas d’ezan da gredi e oa en em glevet gant ar Zôzon evit diframman diwar e benn kurunen Breiz. Fransez a reas raktal serri ar prins yaouank, hag Arzur Montauban, goude bezan klasket e ampoezoni, a reas e vougan en e brizon, ar 25 a viz ebrel 1450, endra ma oa o ren e bempvet bla warn-ugent. Ar 17 a viz gouere war-lerc’h, an duk Fransez a varve en maner ar Genkiz, e-tal Gwened, rannet e galon o welet petra a oa c’hoarvezet gantan evit bezan selaouet re vuhan mouez eun tostenner(courtisan).
- ↑ Ar gentel-man n’eo nemet eun diverra eus ar gemennadurez Quam singulari Christus amore.
- ↑ Re an eskoptiou all en Breiz a zo henvel ouz ar re-man.