Buhez ar Sent/1912/Fransez Karaksiolo

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Klotild Fransez Karaksiolo Bonifas   ►


Pevare devez a Vezeven


Sant Fransez Karaksiolo
(1563-1608)



Fransez, Askanio Karaksiolo dre e hano kentan, a oa ginidik eus a gêr Sancta-Maria, eus eul ligne uhel a rouantelez Napl. Abred e tiskouezas kaout eur garante vras evit ar Werc’hez, hag e tileze ar c’hoariou evit mont a-goste da lavaret e rozera. E zorn a veze bepred digor da rei aluzen d’ar paour, hag alïes e kave an dro da viret eun dra bennak eus e brejou da rei d’eze. E vamm, zoken, a renkas teuler evez warnan, rak kentoc’h eget lezel ar beorien hep tamm, e vije chomet e-unan. E c’hoant brasan oa derc’hel distlabe saë wenn e vadeziant, hag evit trec’hi war e blegiou fall e klaske bepred an tu da skwizan e gorf. N’oa ket awalc’h d’ezan diwall mat e ene, klask a rê ive, en pep doare, lakat an nesan d’ober eveltan.

D’an oad a zaou vla warn-ugent, e gorf a oe goloët a lorgnez, hag en eun tôl, ar c’hlenved euzus-ze a lakas anezan da goll nerz ha gened e yaouankiz. Elec’h en em jalan, e trugarekaas Doue da vezan diskouezet d’ezan pegen buhan e tremen madou ha koantiri ar bed, hag e roas e c’her d’en em westlan d’ezan, ma teuje adarre da gaout ar yec’hed. Doue ne c’hede nemet an dra-ze eus e beurz, ha kerkent ar zant a bareas. Derc’hel a reas d’e c’her, ha prest goude ec’h eas da Napl da studian ar skianchou sakr.

Daou vla goude e oe beleget. En em deuler a reas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dorfetourien kondanet d’ar maro.

Eun devez ma oa o pedi, e oe roët d’ezan eul lizer war e hano, eus abeurz e eontr Fabrisio Karaksiolo. E eontr e bede da vont d’e di d’en em glevet gantan ha gant eun all hanvet Adorno, evit sevel eun Urz neve a venec’h.

Mont a reas kerkent d’o c’haout. Ouz e welet, Fabrisio hag Adorno a oe souezet. N’eo ket d’ar zant, mes d’eur c’henderv d’ezan hag a zouge ar memes hano gantan eo e oa al lizer. Gwelet a rejont eno dorn Doue, hag en em dennjont o zri er-mêz eus kêr, evit klevet gwelloc’h mouez Doue er sioulder, ha kemer kuzul an eil digant egile diwar-benn ar reolen a dleent rei d’an Urz neve. Eur wech grêt ar reolen, Adorno hag Askanio a gemer hent Rom da
ziskouez d’ar pab o labour ha da c’houlenn digantan e vennoz. Sixt V a oa neve savet c’hoaz war Gador sant Per. Digemer vat a reas d’an daou zen santel lha kaout a reas mat o reolen hag ar pez a c’hoantaent.

Distrei a reont da Napl, d’en em stagan d’al labour, ha kaout a reont eun nebeut tud yaouank bodet endro da Fabrisiano. D’an 9 a viz ebrel 1589, e rejont holl o veuiou, hag Adorno a oe laket da zuperior. Diwar an de-ze, Karaksiolo a gemeras an hano a Fransez, abalamour d’an devosion en devoa evit sant Fransez Asiz.

Adorno a varvas daou vla goude, ha Fransez a oe laket da zuperior war e lerc’h. War c’hoant ar pab, ec’h eas d’ar Spagn gant eun nebeut menec’h. Ar roue o digemeras mat, hag a roas d’eze eun ti. An dud a lez, pa glevjont petra oa c’hoarvezet, a reas d’ar roue dizrei war e lavar ha gourc’hemenn d’ar venec’h-ze kuitât ar vro a-benn dek devez.

Dilezet gant an dud, Fransez a droas ouz an Otrou Doue. Selaouet a oe, hag ar roue, elec’h e deuler er-mêz eus ar vro, a roas d’ezan urz da chom.

Grêt e labour gantan er Spagn, Fransez a zistroas d’an Itali, hag e kendalc’has da vezan evit e venec’h eur skouer a bep seurt vertuziou. E holl amzer, en de, a dremene er beden, hag alïes, zoken, an darn vrasan eus an noz ; e gorf a gastize dre ar yun hag ar binijen. Er bla 1607, war e c’houlenn, e oe laket eur superior-all en e blas. Diwar neuze, e vevas en eun toull dindan ar vins. Eno, meur a wech, kannaded ar pab a deuas da ginnig d’ezan ar garg a eskob.

« Nan, nan, emezan, en toull-man eo e fell d’in ober ma zilvidigez. »

Mervel a reas d’an 4 a vezeven 1608. N’en devoa c’hoaz nemet pevar bla ha daou-ugent. E gorf a oe kaset da Napl, hag ar burzudou a c’hoarvezas war e ve a lakas ar pab Pi VII d’hen merkan war roll ar zent, er bla 1807.

————


KENTEL


Pegen diboell eo an den !


An den a zo krouet evit sovetât e ene.

Diboell [1] eo eta ha foll an neb a red war-lerc’h danve hag a deûz, hag a lak enne e fizianz.

Diboell eo an neb a glask enoriou hag a ’n em skuiz evit kaout brud.

Diboell eo an neb a glask an tu da vevan pell, hep klask an tu da vevan gwell.

Diboell eo an neb a zo e holl breder gant an treo a vreman, a voenv en eun hunvre, ha ne ra netra da dizout an eürusted a bado da viken.

Laket alïes en ho spered ar gomz fur-man : « Lagad an den ne skuiz ket o welet, nag e skouarn o selaou, » ha labouret da zistagan ho kalon diouz an treo a welet, evit he stagan ouz an treo ne welet ket. Rak ar re a heuilh an hent a zigor d’eze o skianchou [2] a zôtr o ene hag a goll gras Doue.



  1. Jezuz-Krist skouer ar Gristenien ; Levr I, kentan pennad.
  2. Skianchou. facultés, en galleg.