◄ Yan Kapistran | Eustas | Amede ► |
ustas a oe ganet er Bourgogn, hag a oe unan eus ar vugale vrudetan a zavas, er c’horn-douar-ze, d’ar Frans ha d’an Iliz. Savet e oe gant sant Kolomban, abad Luxeuil. Pa reas ar rouanez Brunehault hag he mab-bihan Thierry, da Golomban mont eus o rouantelez, war zigare ma rebeche d’eze an dizurziou a rene en o lez, Eustas a gemeras e garg hag a welas, en e amzer, betek 600 manac’h o vevan en Luxeuil.
Kement e verve ar gwad en e galon, dre garante evit an Otrou Doue, ma ne oa ket evit miret da gemer preder gant ene kement hini a ’n em gave gantan. E deneredigez a reas d’ezan en em drei, dreist-oll, warzu ar bec’herien, e rê diouz o c’hennerzi hag o frealzi gant e gomzou mat.
Ar zant a ziskouezas, dreist-oll, e furnez, en afer en devoe gant Agrestius, unan eus e venec’h. An den-man, goude bezan bet sekretour ar roue Thierry, a oa en em dennet en manati Luxeuil. Eun de, e c’houlennas ouz Eustas ôtre da vont da brezek an Aviel er broiou dife. An abad santel, o c’houzout ne oa ket barrek awalc’h d’ober al labour-ze, a c’hoantaas e zizrei, mes Agrestius a oa ken pennek ma oe red e lezel da vont da heul e zorc’hen.
Eur pennad goude e tizroe, hag elec’h bezan grêt vad endro d’ezan, en devoa digoret e spered da eleiz a c’hevier a c’hoantaas silan etouez ar venec’h, e vreudeur.
An abad a reas d’ezan rei peuc’h.
Neuze, ar fals-manac’h a ’n em lakas da zrouk-prezek diwar-benn lezennou sant Kolomban. Ar guden a deuas da luian kement, ma oe red bodan eur c’honsil, en Makon, d’he diluian.
Eno, Eustas a zispennas, an eil goude egile, holl lavariou Agrestius, hag e c’halvas anezan da vont, a-benn eur bla, dirak lez-varn an Otrou Doue, da respont eus an dismegans en devoa klasket teuler war sant Kolomban.
Abarz eur bla, Agrestius hag e vignoned a oa êt holl dirak o barner.
Eustas, war e gozni, a roas an dilez eus e garg, evit gallout lakat e holl amzer gant ar bed-all.
Goude eur c’hlenved hirr ha tenn, e roas e ene da Zoue, d’an 29 a viz meurz 625. Darn eus e relegou a virer c’hoaz en Flavigny.
An neb a lemfe an drouk-prezegerez eus ar bed, eme sant Fransez a Zal [1], a lemfe mammen an darn vrasan eus ar pec’hejou.
An neb a lem, hep dlgare, e vrud vat digant an nesan, ouspen ma tle kovez c bec’hed, a dle dic’haouan, rak den n’hell mont d’ar baradoz gant madou laeret, hag etouez madou an nesan, ar vrud vat da gentan.
An neb a zrouk-prezek hag an neb a selaou drouk-prezek, eme sant Bernard, eman an diaoul enne o-daou ; en unan, eman en e deod, en egile, eman en e skouarn.
Sant Augustin, an doktor bras, en devoa en e di eur skritell, a wel d’an holl, e oa warni ar c’homzou-man :
Mar teuez aman, drouk-prezeger,
Prenn mat da veg, pe kerz d’ar gêr !
Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran eta da chom hep drouk-prezek eus ho nesan en doare ebet ; na damallet ket d’ezan pec’hejou ha n’en deus ket grêt ; na zizoloet ket ar re an eus grêt hag a zo kuzet ; na gresket ket ar re a zo anavezet.
Na lavaret ket : « Hen-ha-hen a zo eur mevier, » war digare m’ho peus e welet meo eur wech ; na : « Hen-ha-hen a zo eur gwall-den, » war digare m’ho peus gwelet droug ennan eur wech ; kaout eur mank n’eo ket kaout eun tech eo.
Ha goude ma vefe bet eun den pec’her epad pell amzer, e c’heller fazian o rei al lezhano-ze d’ezan.
Simon al lor a lavare e oa Mari-Madalen eur bec’herez, abalamour m’oa bet gwechall ; gaou a lavare, rak dizroet oa war an hent mat, ha Jezuz-Krist a zifennas ar benitantez santel eneb ar gwall-deodou.
Mes war digare ’n em ziwall diouz an drouk-prezegerez, arabad eo meuli an droug ; red eo kaout abeg en treo, pa ve dleet kaout abeg enne.
N’eus nemet eur rumm pec’herien hag e c’heller komz aneze heb aon, hag eo enebourien touet an Otrou Doue hag an Iliz ; ar re-ze a renker embann o zroiou kamm, uhellan ha pellan m’heller : ar garante a dle ober d’imp huchal war ar bleiz, n’eus forz pelec’h eman, pa glask sailhat war an denved.
- ↑ Ar Vue devot, XXIXet pennad.