Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Edouard

Eus Wikimammenn
◄   Wilfrid Edouard Kallist   ►


Trizekvet devez a viz Here


SANT EDOUARD
Roue Bro-Zôz (1042-1066)



Edouard, an divezan roue a ouenn sôz a c’houarnas Breiz-Veur, a bignas war an trôn er bla 1042, hag a c’halle bezan neuze eun daou-ugent vla bennak.

Ne oa ket henvel ouz an dud-ze a dremen o bue o redek war-lerc’h an enoriou ; gwell oa gantan, emezan, chom hep dougen e gurunen, kentoc’h eget ober poan d’eun den hepken evit mont d’he c’herc’hat.

Karet a rê e bobl, ha karet oa gantan. Kement hini a dostae outan a glaske eünan e vue war skouer e hini. Er blaveziou arôk m’oa pignet war an trôn, an Danemarkiz o devoa grêt ar rins war Bro-Zôz. Laeret o devoa an ilizou ha harluet ar veleien.

Kentan mad reas Edouard a oe lakat ar relijion da zevel ha da vleunian en e rouantelez. Breiz-Veur n’eo ket bet biskoaz eürusoc’h eget en e amzer. Ne veze ket ken laouen gwech ebet evel pa ’n ije rannet, etre an dud ezommek, kement a vije en e di. Abalamour d’e drugare dispar, e oe lezhanvet tad an emzivaded hag ar beorien.

E zujidi o devoa c’hoant d’e welet o timezi, hag e sentas oute. Mes arôk an eured, en em glevas gant an hini en devoa dibabet da bried, evit bevan o-daou evel breur ha c’hoar, rak pell a oa en devoa grêt le da viret e werc’hded.

Ken bras oa e le ha ken birvidik e garante ma veritas gwelet, ouspen eur wech, Hon Zalver Jezuz-Krist, kaer ha skedus, war an ôter, epad an oferen.

Ne vanke kammed da rei an aluzen d’an neb a c’houlenne outan en hano sant Yan. Eun devez, an avieler santel e-unan, dindan furm eur paourkez goloët a zruilhou, a astennas d’ezan an dorn en eur lavaret : « Eun draïk bennak, mar plij, en hano sant Yan. » Ar roue, en devez-ze ive da vihanan, ne oa ket eur gwenneg warnan, ha setu hen o lemel e walen aour hag o rei anezi d’ar paour-kez. Prestik goude, sant Yan a deuas da zigas ar walen d’ezan endro, ha da zisklerian d’ezan e tostae e heur divezan.

Grêt en devoa le da vont da bardonan da Rom, ha preparet en devoa profou kaer da gas gantan da veziou an Ebestel Per ha Pôl ; mes pennou-bras ar vro a gredas ne oa ket dleet d’ezan mont eus ar gêr, abalamour ma ne oa ket diazezet mat awalc’h c’hoaz ar peuc’h en e rouantelez. Edouard a skrivas neuze da Leon IX, a oa war Gador sant Per ; heman a roas dispans d’ezan eus e le, gant ma roje d’ar beorien eul loden eus an arc’hant en dije dispignet o vont da Rom, ha gant ma lakje al loden-all da zevel eur manati en enor da zant Per. Abalamour da ze, ar roue santel a lakas sevel iliz Westminster, elec’h ma tlee holl rouane ha rouanezed Bro-Zôz bezan sakret ha sebeliet. Pa oe achu an iliz-ze, e oe grêt gouel bras he dedi, mes ar roue a gouezas klanv epad al lidou hag e renkas mont d’e wele kerkent ha ma ’n em gavas er gêr. Mervel a reas en peuc’h, ar 5 a viz genver 1066, er pevare bla ha tri-ugent eus e oad. Pevar bla warn-ugent oa bet war an trôn. Biskoaz ne oe keun da brins ebet evel ma oe d’ezan. Gwilhou, duk an Normandi, ha roue war e lerc’h, a reas lakat e gorf en eun arched presius.

Alexandr III hen greas sant er bla 1161. Sant Thomas, arc’heskob Kantorbery, a lakas ober e ouel an 13 a viz here.

————


KENTEL


Al leou


Ober le a zo lavaret da Zoue e refomp eun dra vat bennak, dindan boan a bec’hed.

Lavaret da Zoue e yunfomp bep gwener, dindan boan a bec’hed, a zo ober le ; lavaret da Zoue, a greiz eur c’hlenved, ec’h efomp, dindan boan a bec’hed, da bardonan da Folgoat, da Rumengol, da Sant-Erwan pe da Zantez-Anna, ma teu d’imp ar yec’hed, a zo ober le ; lavaret da Zoue e virfomp hon gwerc’hded, dindan boan a bec’hed, a zo ober le.

Mat eo ober leou, hep mar ebet ; mes arabad ober aneze re vuhan, ha hep goulenn kuzul digant ar c’hovezour pe digant unan bennak-all ; anez ze, e tanzeomp trubuilh, sur awalc’h, a-benn an amzer da zont.

Mat eo ober leou : mes red eo derc’hel d’eze. Pa roomp hon ger d’eun den, mezus eo d’imp mont eneb goude ; pa roomp hon ger da Zoue, pec’hed eo d’imp chom heb ober diouz ze, nemet dispans hon deve bet.