Buhez ar Sent/1912/Denez

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
◄   Loeiz Bertrand Denez Fransez Borjia   ►

SANT DENEZ


Ober a rêr hirie ive gouel sant Denez, eskob, sant Eleuther, beleg, ha sant Rustikus, avieler, merzeriet o zri en Pariz, en kantvejou kentan an Iliz.

————


KENTEL


An Ifern


Eun ifern a lavar an dud dife ? ya, marvat sur ! Den ebet n’eo deut anezan biskoaz da rei d’imp eus o gelou. Nan, den ebet n’eo deut anezan biskoaz evit an digare mat ma chomer ennan da viken, eur wech kouezet ebarz.

Eun ifern, a lavar darn-all ? mes Doue a zo ken trugarezus. Gwir eo, Doue zo mat, mes Doue ive a zo just, hag e justis a c’houlenn ma vefe eun ifern.

Jezuz-Krist, an drugare en em c’hrêt den, hen lavar d’imp. Hen oa mignon ar bec’herien ; Hen oa ar pastor mat a red ar mêziou, ken n’en deve kavet e zanvad dianket ; Hen oa an tad a familh, mall gantan lazan al leue lart, evit ober eun digemer tener ha laouen d’e vabig kez a oa êt pell diouz ar gêr da zismantr e zanve.

Diskouez a ra d’imp ’zo muioc’h a levenez en nenv evit eur pec’her a zistro ouz Doue, eget evit naontek ha pevar-ugent den just a dalc’h da vale war an hent mat. Lavaret a ra d’imp eo deut da c’hervel ar bec’herien ha nan ar re just ; ha me oar !.. Trugare Jezuz-Krist a zo splann dizolo dre-oll, er Skritur-Zakr ; mes e justis a zo ive ; dalc’h-mat e tigaser d’imp ar zonj eus an ifern.

Eun ifern a zo ; Jezuz-Krist hen lavar d’imp.

« Tennet ho lagad, emezan, eus ho penn, troc’het ho prec’h diouz ho korf, ma roont tu d’ec’h da gouezan er pec’hed, rak gwell eo mont d’ar baradoz, gant eul lagad pe gant eur vrec’h nebeutoc’h, evit bezan strinket en ifern gant an daou lagad ha gant an diou vrec’h. »

« Petra dalv d’an den gonid ar bed holl mar teu da goll e ene ? »

D’ar varn divezan, Jezuz-Krist a lavaro d’ar bec’herien : « Ite, maledicti : êt diouzin, tud milliget, en tân a bado da viken, a zo bet ôzet d’an drouk-spered ha d’e ele. »

An tân ne varvo ket ken, an tân ne vezo ket mouget ken, a zo hano anezan, n’eo ket eur wech eo, hag en eur dremen, mes betek daouzek gwech, er Skritur-Zakr.

— Ar gomz verr-man : « Eno e vezo garm ha skrignadeg dent, » ar gomz-ze a deu seiz gwech gant an Avielerien.

Ha dreist-oll, eman en Aviel parabolen ar fals pinvidik a oe sebeliet en ifern, nan abalamour ma oa pinvidik, mes abalamour ma n’en devoa ket grêt impli vat eus e binvidigez, epad ma touge an ele ar paourkez Lazar en kerc’hen Abraham, nan, kennebeut, abalamour d’e baourente, mes abalamour d’e baourente gouzanvet gant pasianted.

Eun ifern a zo, hag eun ifern a renk bezan, rak war an douar-man pep-hini ne gav ket bepred e c’hopr, diouz ma ra.

An holl boblou, hag an dud fallan zoken, hen kred.

« Brao eo d’ec’h, » a respontas eun de Voltair, eun den dife mar oe biskoaz, da unan eus e vignoned hag a lavare d’ezan e oa deut a benn da gredi ne oa ifern ebet : « Brao eo d’ec’h neuze ; evidon-me n’am eus ket gallet c’hoaz lakat ar greden-ze ’n em spered. »

Eun ifern a zo ; eun ifern hag a bado da viken, anez ze, n’eo ket Doue eo a vije mestr war ar pec’her, ar pec’her eo a vije mestr war Doue.

Mes n’a d’an ifern nemet ar re a fell d’eze. N’eo ket Doue a zo o taoni an dud, an dud eo a ’n em zaon o-unan. Evel ar zent, diskennomp a spered en ifern epad hon bue, evit ma n’hon devo ket da ziskenn ennan goude hon maro.