Buhez ar Sent/1912/Damaz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Itron-Varia Loretta Damaz Korantin   ►


Unnekvet devez a viz Kerdu


SANT DAMAZ
Pab (366-384)



Ar zant-man, ma n’eo ket ganet en Rom, a oa yaouank-flamm pa deuas di da chom gant e c’hoar Irena. Bezan en devoa eur spered lemm hag eur galon vat, ha setu perak e oe grêt avieler eus unan eus ilizou Rom.

Ar pab Liber o vezan bet harluet gant an impalaer Konstans, Damaz a zalc’has tost d’ezan hag a heuilhas anezan betek kêr Bere, en Thras. Pa c’hallas dizrei, e

kemeras anezan da vikêl-vras da rei dorn d’ezan da c’houarn an Iliz.

Pa varvas ar pab Liber, Damaz a oe choazet evit derc’hel e blas. An holl gristenien vat a drugarekaas Doue da vezan roët d’eze eur pab ken santel ha ken gouiziek. Koulskoude, eun avieler, hanvet Ursin, a yeas droug ennan hag a c’hallas gonid eul loden eus ar bobl ; war e veno, n’eo ket Damaz, mes hen e-unan eo a dleje bezan bet hanvet. Trouz a zavas en Rom, ha kalz a dud a oe lazet. An impalaer Valantinian a roas urz da gas Ursin er-mêz eus ar vro, hag epad eur pennad, Damaz a oe didrubuilh.

Koulskoude ar peuc’h ne badas ket pell, rak dal ma c’hallas Ursin distrei da Rom, e klaskas an tu d’en em venji ; mont a reas, zoken, betek tamall d’ar pab eur pec’hed eus ar re vrasan. Kerkent ha ma klevas sant Damaz ar pez a oa digouezet, e c’hourc’hemennas d’an eskibien diwar-dro Rom en em vodan endro d’ezan, hag e tiskouezas d’eze ne oa nemet geier gant e enebourien. An eskibien a dôlas an eskummunugen war Ursin ha war e vignoned, hag a zougas al lezen-man : « Diwar vreman, an neb a damallo e nesan en gaou, a vezo kondaonet d’ar pez ma felle d’ezan kondaoni e nesan. »

Damaz a bedas meur a wech an eskibien da zont da Rom evit en em glevet diwar-benn ar pez a oa ar gwellan d’ober evit gloar Doue ha hini an Iliz. Er c’honsil divezan, en em gavas sant Ambroaz ha sant Jerom. Damaz a zalc’has sant Jerom gantan hag hen c’hargas da lakat ar Skritur-Zakr en latin. Hen ive eo a c’hourc’hemennas kanan ar Gloria Patri da fin pep psalm.

Sant Damaz a varvas an 11 a viz kerdu 384 ; e oa o ren e bevar-ugent vla, hag arôk mervel, e lavare en em gave eurusoc’h da vezan kerzet war roudou Jezuz-Krist eget da vezan bet e vikel war an douar.

J.L.P.

————


Hirie e rêr ive gouel an daou sant Envel, daou vreur, o-daou abaded, a ziskennas en Arvorig, gant o c’hoar Yuna, en kerz ar VIet kantved. Sevel a rejont peb a beniti en koajou Koad-an-Noz hag eno e vevjont didrous ’c’han ma teuas Doue d’o c’herc’hât.

Ar c’hosan eus an daou vreur a oa e beniti ’lec’h man breman iliz goant Lok-Envel ; ar yaouankan oa e hini ’lec’h ’man hirie Chapel ar C’hoad, war douar santez Yuna oa o chom en Plouneve.

Pardon sant Envel yaouank a ve grêt ar zul kentan a viz gwengolo ; hini e vreur, patron Lok-Envel, ar zul war-lerc’h an 11 a viz kerdu.

Sant Envel a zo pedet evit diwall al loened diouz ar bleidi ha diouz ar c’hlenvejou.

————


KENTEL


Ar garante evit an nesan


Diskouez a reomp hon c’harante en kenver hon nesan en pemp doare :

I. — O chom hep rei skouer fall, hag o rei skouer vat d’ezan. Pa laerer an nesan, e lemer digantan eur vad hag a dremen. Pa zroug-prezeger anezan, e lemer digantan e vrud vat ; gwasoc’h droug a rêr en doare-ze eget o laerez ; mes gwasoc’h droug a rêr c’hoaz o rei skouer fall, rak ar skouer fall a hardisa an dud ouz ar pec’hed hag o lak war an tu da chom heb ober o zilvidigez.

N’eo ket awalc’h d’imp chom heb ober an droug, red eo d’imp ober ar vad ; n’eo ket awalc’h d’imp chom hep rei skouer fall, red eo d’imp rei skouer vat ; rak eur skouer vat hepken a zoug a-wechou muioc’h a frouez eget ar brezegen gaeran.

Diskouez a reomp c’hoaz hon c’harante en kenver an nesan o c’houzanv anezan heb en em glemm. Rak arabad d’imp kredi e vefemp hon unan direbech war an douar. Mar hon deus eun draïk bennak da c’houzanv abeurz hon nesan, arabad d’imp kredi n’en deve ket meur a dra da c’houzanv ive eus hon feurz hon unan, hag evelse, bezomp trugarezus en e genver, ma fell d’imp e vefe en hon hini.

III. — Mar ne dalv man ar c’hlemmou da sioulât spered an nesan, eul louzou zo hag a c’hall bezan talvoudus evit se, hag eo ar beden. Pa welfomp yenien o sevel etrezomp hag ar re a zo war hon zro, pedomp evite, hag ar yenien a dec’ho kuit.

IV. — Diskouez a reomp hon c’harante en kenver hon nesan, evit pez a zell ar c’horf, dre an aluzen.


Eun dra dister, zo roët raktal m’eo goulennet,
A dalv daou vene aour eus an nenv diskennet.

V. — Erfin, ar garante en kenver an nesan, evit bezan henvel ouz ar garante en deus Jezuz-Krist evidomp, a c’houlenn ouzomp eun dra-all c’hoaz : ma pardonfomp hon enebourien. Keit ma n’ey ket hon c’harante betek eno, arabad d’imp kredi e vefemp diskibien da Jezuz-Krisï, rak n’omp ket, pa ne reomp ket ’vel e lavar.