Buhez ar Sent/1912/Charlez Bleiz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Bruno Charlez Bleiz Berc'hed   ►


Seizvet devez a viz Here


An den eürus Charlez Bleiz
Duk Breiz (1320-1364)



Charlez Bleiz n’eo ket eun diaveziad evidomp, rak en hon bro en deus tremenet an darn vrasan eus e amzer ; enni eo en deus grêt brezel ; enni eo marvet, hag enni eman e ve. Hon c’henvroad eo eta, ha dre ze, unan eus hon gwellan difennourien dirak Doue.

Mab oa da C’hien Chatilhon ha da Vac’harit Valois, ha genel a reas en Blois, er bla 1320. Adalek e vlaveziou kentan, e oa stumm eur zant warnan. E zudi oa bezan en iliz, ha kertri en dije da verrat e bedennou ; e blijadur oa

digemer ar beorien ha rei d’eze an aluzen. Da seitek vla, Philip VI, roue Frans hag e eontr diouz tu e vamm, a reas d’ezan dimezi d’eur brinsez eus e oad, Janned Breiz, merc’h Gien Penteür, breur Yan III, duk Breiz.
Charlez Bleiz

Bezan e oe eur skouer eus an holl vertuziou a c’hall diwan en kalon eur pried kristen. Pevar bla so oa dimezet pa varvas Yan III, hep lezel eur bugel da zougen e gurunen war e lerc’h. An daou gar tostan d’ezan oa Yan Montfort, e hanter-vreur, pried Janned Flandr ha Janned Breiz, e nizez, pried Charlez Bleiz.

Gwiriou Charlez Bleiz ha re Yan Montfort, herve barnerien an amzer-ze, a oa keit ha keit ; gant aon d’ober gaou ouz hini ebet, Yan III ne fellas ket d’ezan anaout re ar c’hentan kentoc’h eget re an eil ; pa vije komzet a ze d’ezan war e dremenvan, e lavare : « En han’ Doue, lezet ac’hanon en peuc’h ; n’houllan ket samman ma ene. »

Goude e varo, ar Vretoned a ’n em rannas en diou gostezen : hini Bleiz, harpet gant Bretoned Breiz-Uhel ha gant ar C’hallaoued, ha hini Montfort, harpet gant Bretoned Breiz-Izel ha gant ar Zôzon. Ar brezel a zirollas hag ar gwad a ruilhas en pevar c’horn ar vro.

Yan Montfort a varvas en Henbont, d’ar 26 a viz gwengolo 1345 ; mes ar peuc’h ne deuas ket en Breiz evit kelo ze, rak eur bugel c’houec’h vla, Yan Montfort eveltan, a chome war e lerc’h, hag ar brezel, goude bezan padet pevar bla etre ar eontr hag an niz, a badas naontek vla etre an daou genderv.

Charlez Bleiz, ha ne gare nemet ar peuc’h, a dremenas e vue en kreiz trouz ar brezeliou ; mes daoust da ze, ne dec’has ket eur gammed diwar hent ar zantelez. Dougen a rê dindan e zilhad eur gouriz reun stardet endro d’e gorf gant kerden leun a skoulmou. Kousket a rê war an douar
noaz pe war ar c’hoad ; ouspen d’an deiou merket gant an Iliz, e yune daou zevez er zun ha derc’hent holl goueliou ar Werc’hez ; karet a rê lakat e gorf en pinijen, evel ma kar ar re-all lakat o re en o êz.

Kinnig a reas e zukach, hag en em rei a reas e-unan, korf hag ene, d’an hini a zo roue ar rouane hag ôtrou an ôtrone. Bemde e lavare e vrevier gant unan eus ar veleien a veze bepred ouz e heul ; pedi rê evit Breiz, evit ar zoudarded maro o tifenn e wiriou hag evit e enebourien ; bemde e kleve diou oferen, ha gwell oa gantan koll eur c’hastel pe eur gêr eget koll eun oferen, rak eur gêr, emezan, a c’honezer anezi adarre gant sikour Doue, elec’h eun oferen, eur wech lavaret, n’he c’haver ken ; bep noz ec’h ee da govez arôk mont da gousket, ha lavaret a rê ne dlee ket eur c’hristen mont en e wele en stad a bec’hed. Tostât a rê alïes, an daerou en e zaoulagad, ouz tôl ar Zakramant meulet ra vezo.

Troet oa d’ober vad d’an ilizou, da welet ar glanvourien, da wiskan ar beorien, da zifenn an intanvezed, da zevel an emzivaded, da zispartian ar gwir diouz ar gaou. Gant aon da vont eneb d’al lealded, e tastume endro d’ezan an dud ar gouiziekan war giziou ha lezennou ar vro. Karet a rê e bobl, ha poaniet oa o welet ar reuz a jache ar brezel warnezan, mes aliou e bried a vire outan da blegan d’e genderv.

Kalonek oa en emgann ; en de ma oe prizoniet gant ar Zôzon, er Roc’h, d’an 20 a vezeven 1347, daoust d’ar seitek gouli en devoa bet, e stourmas evel eul leon, epad div heur dioustu, harpet ouz eur voger goz, war dosen ar Mêzou ; ha pa gouezas hanter-varo, ne fellas ket d’ezan rei e gleze d’eur Zôz, mes d’eur Breizad eus kostezen Montfort.

Ar c’hollou a goueze warnezan n’hen lakent ket d’en em glemm eus an Otrou Doue. Lavaret a rê alïes : « Ra vezo binniget Doue en pep tra : Benedictus Deus in omnibus. »

Pa deuas d’ar gêr eus a Vro-Zôz, goude bezan bet dalc’het eno seiz vla, ec’h eas war e droad, en kreiz ar goanv, dre an erc’h hag ar skorn, eus ar Roc’h da Landreger, da bardonan da ve sant Erwan. An dud ouz hen gwelet o tremen, a lede pallennou war an hent dre drue outan, mes hen a droe diwarne evit en em gastizan muioc’h-mui.

Da Ouel-Mikêl 1364, goude bezan bet diou wech o kovez, klevet diou oferen ha bet o kommunian, ec’h eas da stourm ouz e enebourien en lanneier Alre ; eno, eur Zôz a skoas
gantan tôl ar maro ; kouezan reas war e benn d’an douar : « Ah ! Otrou Doue ! » emezan, ha kerkent e tremenas. Bertrand Gwesklen, pa welas petra oa c’hoarvezet, a lavaras : « Allas, maro eo kalonekan den a oa er bed ! »

Dal ma paouezas ar stourmad, Yan Montfort a reas klask korf Charlez Bleiz e-touez ar re varo. Pa oe kavet, ec’h eas d’hen gwelet hag en em lakas da ouelan : « Doue a oar, emezan, ôtrou Charlez, nag a geun am eus d’ho kwelet evelse, pa c’halljemp bezan en em welet en eun doare-all. »

Ober a reas sevel ar c’horf ha dougen anezan da Wengamp elec’h ma oe sebeliet en chapel menec’h sant Fransez. An dud a yeas niverus da bardonan d’e ve, ha miraklou kaer a vrudas e zantelez.

D’ar 14 a viz kerdu 1904, Pi X a roas ôtre d’hen enori evel den eürus, ha d’an 8 a viz gwengolo 1910, 12 eskob, 30 prosesion, 700 beleg ha 30.000 den a ziredas da Wengamp, evit ar c’hentan pardon bras grêt en Breiz en enor d’an duk santel ; an oferen-bred a oe kanet en kreiz ar Vali ; an ôtrou Dubourg, arc’heskob Roazon, a reas en brezoneg meuleudi Charlez Bleiz.

————


Hirie e rêr c’hoaz gouel sant Alor, a oe, war a greder, trede eskob Kemper, en kerz ar VIet kantved.

Bezan en deus eur chapel en Plijidi, elec’h ma ve grêt bardon ar bevare sul goude Pask.

————


KENTEL


Ar gwir eneb ar bed


Eur c’horf hag eun ene hon deus, tud omp ; gwir hon deus da vevan evel an dud, ha da rei d’hon c’horf, d’hon c’halon ha d’hon spered ar vagadurez a zo dioute.

Bretoned omp : gwir hon deus da vezan mistri en hon bro, ha d’ober Bretoned eus hon bugale ; gwir hon deus da gaout skoliou a vezo hano enne eus ar yez kaer hon deus desket war varlen hon mamm, hag eus ar zent koz hag eus an duked bras a grouas ken kaer hag a c’houarnas ken mat bro hon c’havel.

Kristenien omp : gwir hon deus da gaout ilizou, e c’hallfomp tostât enne ouz ar zakramanchou, hag e c’hallfomp klevet enne komzou Doue en hon yez binniget. D’ar veleien eo deski yez o c’hristenien, ha nan d’ar gristenien deski hini o beleien.

Epad tri bla warn-ugent, Charlez Bleiz a oe en brezel ; kemer a reas peurz en 1500 stourmad hag en 800 seziz.

Rei a reas e vue evit difenn e wir. Heuilhomp e skouer ; roomp hon danve ha betek hon bue zoken, ouz red, evit difenn hon gwiriou zakr a Vretoned hag a Gristenien :

O lezel da vezan breset,
Ouspen ar vez, a ve pec’hed.